1. Plant bividik gouez, o anv spesad Rumex acetosa, a gresk er pradeier hag er c'hoadeier.
&
Ent strizh
Seurtad diwar ar blantenn ouez a c'hounezer el liorzhoù evit e zelioù trenk o blaz, a implijer da legumaj.
Hadañ triñchin.
2. Trl. skeud.
Kas ub. da glask triñchin : e gas diwar-dro.
&
Reiñ pour ha triñchin : ober meuleudioù ha gourdrouzoù, rebechoù.
&
War-lerc'h an triñchin e teu ar pour : war-lerc'h ar gourdrouzoù e teu ar meuleudioù.