Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Stad ub. zo trist. Chom e-barzh an dristidigezh. N'eo ket evit gouzañv an dristidigezh. 2. Santad a laka ub. da vezañ trist. Ar c'heloù-se a lakaas tristidigezh en e galon. Ur barr tristidigezh a gouezhas warnañ. Ar brezelioù a daolas tristidigezh war ar vro. & (impl. da anv unan) Dont a reas en e galon un dristidigezh vras. HS. doan, enkrez, glac'har, melkoni, poan. ES. laouenidigezh.

Skouerioù istorel : 
15
Kuzhat roll ar skouerioù

tristidigezhoù

1732
Daveenn : GReg pg chagrin (tristesse, ennuy, mélancolie)

en em reiñ d'an dristidigezh

1732
Daveenn : GReg pg abandonner

degas joa pe dristidigezh

1732
Daveenn : GReg pg apporter

tristidigezh

1732
Daveenn : GReg pg chagrin (tristesse, ennuy, mélancolie), consternation

tristidigezh

1850
Daveenn : GON.II pg tristidigez

Ni a zo deuet en ho touez evit tennañ eus ho penn an huvreoù diot lakaet ennañ gant beleien ne ouzont netra ; ni a zo deuet dre amañ evit sklêrijennañ ac’hanoc’h, evit diskouez deoc’h penaos tremen ar vuhez-mañ hep disec’hañ, war ho treid, gant an dristidigezh.

1877
Daveenn : EKG.I. p.175

Pebezh tristidigezh ne voe ket evit an daou zen-mañ ar gwel eus a gement all a grizder !

1877
Daveenn : EKG.I. p.48

Lavaret ho pije penaos ar paotr a c’houzañve tristidigezh e vamm, eñ diagent ken seder, atav o sutellat, o kanañ, bremañ gant Mad[a]len ha Yannig, pluchet en ur c’hogn bennak, sioul, sioul, evel aon dezhañ pa wele e vamm ankeniet, an dour war he daoulagad.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.812 (Miz Genver 1924)

Met gwir eo ar pezh a lavar ar re gozh : an traoù am eump bet darempredet a zalc’h un tamm eus hon buhez : o [d]ilezel a zo un dristidigezh.

1925
Daveenn : BILZ2 p.177

He son a vez kanet en eureujoù, evit ar c’houlennadegoù, evit malarje ha fest ar gwadigennoù, ha, mar keret, lenner pe lennerez, me a gano anezhi deoc’h evit frealziñ un tammig ho kalon hag ho spered, pa vefont lizennet gant ar velkoni pe an dristidigezh.

1925
Daveenn : BILZ2 p.165

Tristidigezh buhez ar vartoloded hag hini o gwragez !…

1925
Daveenn : BILZ2 p.177

Abalamour ma kave din ne c’halle ur barzh kanañ mat nemet an anken, ar glac’har, an dristidigezh, hag an amourousted, a zo mammenn ar vrasañ ranngalon d’unan yaouank.

1944
Daveenn : EURW.1 p.100

En em glevout a rejont a vouezh izel ha, goude, Lom a azezas war an nev, e kostez ar gwele-kloz, hag a grogas da lavarout gant ur vouezh leun a druez hag a dristidigezh : — « O ! moereb !… O ! moereb !… O ! moereb !… »

1944
Daveenn : ATST p.32

Arc'hoazh pe zroug, ivez pe reuz, / Ma vezont diouzh ar Pab ? / D'hor gwir veleien hor bo keuz / Ha kerse 'vel d'e dad ar mab, / P'er gra emzivad ar marv. / Hor planedenn' vo didruez / Hag hor feiz heskinet garv. / Tristidigezh 'hed hor buhez !

1960
Daveenn : PETO p13-14

ha sed a welas Utterson ; azezet nepell diouzh ar prenestr, oc'h aveliñ e benn, un dristidigezh dieil livet war e zremm evel ur prizoniad digonfort, an Dr Jekyll.

2012
Daveenn : DJHMH p57

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial