Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v. I. V.g. 1. Dont da vezañ tristoc'h. War dristaat ez a ar vuhez. ES. joausaat, laouenaat, sederaat. 2. Dre ast., RANNYEZH. Dont da vezañ treut, treutoc'h. Tristaat hoc'h eus graet. HS. kastizañ, treutaat. ES. gwellaat, lartaat, tevaat. 3. (db. an amzer) Teñvalaat. Tristaat a ra an amzer. ES. sederaat, sklaeraat. 4. (db. ar plant) Dizeriañ, goeñviñ. II. V.k.e. Lakaat (ub.) da vezañ tristoc'h. Dre ar vuanegezh e tristait ar Spered Santel.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

tristaet

1732
Daveenn : GReg pg consterner

tristaat ur re

1732
Daveenn : GReg pg attrister (donner des sujets de tristesse à quelqu'un)

tristaet ur re

1732
Daveenn : GReg pg attrister

tristaat

1732
Daveenn : GReg pg consterner

tristaat

1850
Daveenn : GON.II pg tristaat

tristaet

1850
Daveenn : GON.II pg tristaat

tristaat

1931
Daveenn : VALL pg attrister, (s')attrister

Ma teu an oabl da c'holo avat, ar pezh ne weler nemet dre ma tec'h an takadennoù heol a c'hell tremen dre wask an delioù, e teu pep tra da dristaat, dont a ra an teñval evel ma vije an heol o tiskenn, pep tra divuhez ha morlivet ; ponner e teu da vezañ, trouz ebet e neblec'h, gwasket e vez neuze an den gant pouez ar sioulded-se.

1985
Daveenn : DGBD p57

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial