Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Ag. pet. Anv-gwan a dalvez da verkañ ur renk, un niverenn urzhiañ a glot gant an niver trizek. En trizekvet kantved. An trizekvet bloaz. An trizekvet kêr. 2. Rag. pet. Raganv a dalvez da verkañ ur renk, un niverenn urzhiañ a glot gant an niver trizek. An trizekvet : un den, ul loen, un dra, arouezet gant un anv gourel, dezhañ an niver trizek, hervez un urzh bnk. Bezañ an trizekvet eus e glasad. An drizekvet : un den, ul loen, un dra, arouezet gant un anv benel, dezhañ an niver trizek hervez un urzh bnk. An drizekvet eo-hi. 3. Termen a dalvez da sevel anvioù-gwan petvediñ, raganvioù petvediñ zo brasoc'h eget daouzek ha tri-ugent. An trizekvet rann ha daou-ugent. Mervel a reas en e drizekvet bloavezh ha pevar-ugent.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

Hon tadoù santel Pius pempet e anv ha Gregorius trizekvet, o deus pep hini anezhe roet kant vloaz ha kant daou-ugent deiz a induljansoù da gement a asisto en Katekismoù hag en Doktrin ar Gristenien, koñfirmet bet gant an Tad santel Klemañ eizhvet a anv

1622
Daveenn : Do. p.2

an drizekvet

1850
Daveenn : GON.II pg trizékved

an trizekvet

1850
Daveenn : GON.II pg trizékved

trizekvet

1850
Daveenn : GON.II pg trizékved

trizekvet

1850
Daveenn : GON.II Gramadeg

Trizekvet

1850
Daveenn : GON.II p.25, livre premier, "treizième".

TRIZEKVET PENNAD ———— An tennañ d’ar sort e Plabenneg hag e Kastell

1877
Daveenn : EKG.I. p.259

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial