Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Tr. ar. (en egor) TRO-HA-TRO DA : en-dro da. Dont a ra al lern da dreiñ tro-ha-tro d'an tiez. DHS. war-dro. HS. tro-dro, tro-war-dro. II. Adv. 1. (en egor) Tro-dro. Teuler a ra ar wezenn gwaskedenn tro-ha-tro. Bez' e oa ar mor e kounnar tro-ha-tro. HS. tro-war-dro. 2. (en amzer) A-bep-eil, an eil goude egile. Bevañ a ra ar sili en dourioù sall hag en dourioù disall tro-ha-tro.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

tro-ha-tro

1732
Daveenn : GReg pg (tout) autour

charreiñ, tro-ha-tro

1732
Daveenn : GReg pg cerner (environner, bloquer)

Ar merc’hed a sellas tro-ha-tro ouzh Katell ar Vourc’h-Kozh hag ouzh Chann ar Runigoù gant an aer da lavarout dezho : « Deoc’h eo d’en em ziskuilhañ. »

1944
Daveenn : ATST p.89

Pa seller ouzh istor ar stourm evit ar brezhoneg e c'heller gwelout omp bet tro ha tro oc'h ober goulennoù pe diskleriadurioù bras, hep na vije bet cheñchet kalz an traoù.

1980
Daveenn : BREM Niv. 0, p.4

Al lec'hid a vez douget gant ar mor o sevel hag o tiskenn tro-ha-tro a chom sac'het etre gwrizioù ha bodoù ar gwez, a vez techet da zisec'hañ tamm-ha-tamm, dreist-holl el lec'hioù ha ne vezont tizhet gant ar mor nemet pa vez reverzhi.

1985
Daveenn : DGBD p60

Reiñ pour ha triñchin tro-ha-tro - Gikas evel m'eo bet a-viskoazh.

2015
Daveenn : EHPEA p22

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial