1. [1499, 1659, 1732, 1850, 1931] Benveg seniñ kouevr hep lañchenn, dezhañ ur founilh ledan.
[1732] Trompilhoù skiltr.
Seniñ an drompilh. Plantañ c'hwezh en e drompilh.
&
Trl. skeud.
C'hwezhañ en e drompilh : fougeal.
2. Dre fent
(db. an dud)
Mouezh.
Ne gleved nemet e drompilh !
3. Dre heveleb.
(db. an olifanted ha loened a denn dezho)
Organ hir, anezhañ fri astennet al loen, a dalvez dezhañ da bempvet ezel, ma c'hall drezañ kemer traoù, sunañ pe strinkañ dour, h.a.
HS. adfri.
Daveenn :
GReg
pg clairon (trompette qui a le son fort aigu)
trompilhoù skiltr
trompilhou sqiltr
1732
Daveenn :
GReg
pg clairon (trompette qui a le son fort aigu)
trompilh
1732
Daveenn :
GReg
pg cor (trompette de chasseur)
trompilhoù
trompilhou
1732
Daveenn :
GReg
pg cor (trompette de chasseur)
reiñ ur sonenn trompilh
rei ur sonenn trompilh
1732
Daveenn :
GReg
pg (donner une) fanfare
trompilh
trompil
1850
Daveenn :
GON.II
pg trompil (trompe. trompette. il se dit plus particulièrement d'un petit instrument de laiton ou de fer acéré, qu'on met entre les dents, que l'on touche du pouce - et qu'on nomme en français "guimbarde" HV.), trompiler, trompilérez
trompilhoù
trompilou
1850
Daveenn :
GON.II
pg trompil (trompe. trompette. il se dit plus particulièrement d'un petit instrument de laiton ou de fer acéré, qu'on met entre les dents, que l'on touche du pouce - et qu'on nomme en français "guimbarde" HV. Pl.)
Sellet a reas en-dro dezhañ da c’houzout e pelec’h e oa strinket he drompilh ; mont a reas d’he destum, kregiñ a reas enni gant e zorn kleiz, hag en em lakaat a reas adarre da seniñ evel pa ne vije c’hoarvezet netra ebet gantañ.
Sellet a reaz enn dro d’ezhan da c’houzout e peleac’h oa strinket he drompill ; mont a reaz d’he destum, kregi a reaz ennhi gand he zourn kleiz, hag en em lakaat a reaz adarre da zeni evel pa ne viche c’hoarvezet netra ebed ganthan.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.299-300
Mat, hennezh, ar martolod yaouank-se, a yoa gant e drompilh, ha ne ehane da seniñ kaer a yoa tennañ, kaer o doa mont d’an douar, ar re a yoa en e gichen.
Mad, hennez, ar martolod iaouank-se, a ioa gand he drompill, ha ne ehane da zeni kaer a ioa tenna, kaer o doa mont d’an douar, ar re a ioa en he gichenn.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.299
Pa glevas kêriz an drompilh o son, e voe enkrez e meur a galon ; trompilh ar sitoianed ne drompilhe nemet evit an droug.
Pa glevaz keriz an drompill o soun, e oue enkrez e meur a galoun ; trompill ar zitoïaned ne drompille nemed evit an drouk.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.213
Kavout a reas an drompilh, an daboulin hag an delenn.
1923
Daveenn :
SKET
p.54
Dre doullañ begenn ur c’horn uros e reas anezhañ an drompilh hirgorn, henañ doare trompilh a zo.
Dre doulla begenn eur c’horn uros e reas anezan an drompilh hir-gorn, hena doare trompilh a zo.
1923
Daveenn :
SKET
p.54
An olifanted, o zrompilh er vann, hag an tirvi, soublet ganto o c’herniel, oc’h ober d’an douar krenañ gant o redadeg, o flastras dindan o zreid, o skubas dirazo evel ma ra an avel d’an delioù.
An olifanted, o zrompilh er vann, hag an tirvi, soublet ganto o c’herniel, oc’h ober d’an douar krena gand o redadeg, o flastras dindan o zreid, o skubas dirazo evel ma ra an avel d’an deliou.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.53
trompilhoù yuzev
trompilhou yuzev
1931
Daveenn :
VALL
pg asona
trompilh yuzev
1931
Daveenn :
VALL
pg asona
- "To-to-hod ! To-to-hod !". Son a ra an drompilh. Erru eo ar mailcoach, gant ar c'hornbouder war lein ar c'harroñs.
- "To-to-hod ! To-to-hod !". Son a ra an drompilh. Erru eo ar mailcoach, gant ar c'horn-bouder war lein ar c'harroñs.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.129
Mont a ris da Bompeï gant Tachoires Gonzague, eus Arkachon, ur mailh war an drompilh hag ur c’hoarier kartoù na gave den da vezañ trec’h dezhañ, met biskoazh ger n’en devoa klevet diwar-benn Pompeï hag Herkulanum, ha nebeutoc’h c’hoazh a-zivout Neron ha Tiber.
Mont a ris da Bompéï gant Tachoires Gonzague, eus Arkachon, ur mailh war an drompilh hag ur c’hoarier kartoù na gave den da vezañ trec’h dezhañ, met biskoazh ger n’en devoa klevet diwar-benn Pompeï hag Herkulanum, ha nebeutoc’h c’hoazh a-zivout Neron ha Tiber.