Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.k.e. 1. Mezviñ. Ar sistr ne droñs ket kalz an dud. 2. (db. an dilhad) Ober ur sav pe ur pleg d'ul lodenn (milgin, garenn, h.a.) kuit dezhi da strobañ. Troñset en doa e vañch betek e ilin. Kristof a droñs e vragez. DHS. godiñ, poulounezañ. 3. PEMDEZ Sevel (ur pezh dilhad bnk.) da welet ar pezh zo dindan. Troñsañ a ra kement sae a gouezh dindan e bav. 4. Pakañ e zilhad a-raok mont eus un tu bennak. 5. PEMDEZ Kaout darempredoù rev (gant ub.). 6. (impl. da ak. en e furm c'hourc'hemenn en ur c'henstrollad) Troñs-ar-vrozh : lec'h ma'z eer da zaremprediñ gisti. Mont a ra da gement troñs-ar-vrozh zo.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

troñsañ

1499
Daveenn : LVBCA p199

troñsal

1659
Daveenn : LDJM.1 pg trousser

troñsañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg tronsal

Troñset eo an alc'hwezioù ganti.

1850
Daveenn : GON.II pg troñsa (elle a mis les clefs en un trousseau).

troñsañ

1850
Daveenn : GON.II pg troñsa (trousser, replier, relever ce qui pend ; il se dit ordinairement des habits que l'on porte sur soi. retrousser. de plus, faire un trousseau, un paquet).

troñset

1850
Daveenn : GON.II pg troñsa (trousser, replier, relever ce qui pend ; il se dit ordinairement des habits que l'on porte sur soi. retrousser. de plus, faire un trousseau, un paquet. Part.)

Troñsit ho lostenn, re hir eo.

1850
Daveenn : GON.II pg troñsa (troussez votre jupon, il est trop long).

Ha gant beg e deod e lipe e vuzell, troñsal a rae e fri.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1027 (Gouere-Eost 1924)

troñsañ e stal

1931
Daveenn : VALL pg bagage

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial