Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I V.g. DISPRED. [1499] Trueziñ (ouzh ub.). II. V.k.e. BREMAÑ [1622, 1677, 1732, 1850, 1867, 1889, 1929, 1931, 1943, 1960, 2015] Lavaret trugarez da ub. [1622] Trugarekaat Doue eus e holl venefisoù ha grasoù. [1677] Da gentañ poent, trugarekaat Doue eus an holl benefisoù hon deus resevet digantañ. [1732] Trugarekaat ur re. [1732] Trugarekaet. [1732] Trugarekaat Doue. [1732] Trugarekaet Doue eus e vadoù. [1850] Ho trugarekaat a ran. [1877] Ma ve ho madelezh terriñ krenn va lizher / Ha kemeret ivez diganen an amzer, / M'ho trugarekafe ! [1867] Ar glujar en trugareka. [1867] Dioc'h taol fest ar bed-mañ mont laouen a dlefe, / 'N ur drugarekaat ha graet e bakadenn. [1889] En em strinkañ a reas d'an daoulin da drugarekaat an Ao. Doue ha da c'houlenn digantañ pardon eus e bec'hejoù. [1929] Ho trugarekaat a ran, va adjudant, emeve en ur gemerout an tammig paper glas. [1931] Va zrukarekaat en a-raok. [1943] Ra vezo trugarekaet evit kement-se. [1944] N'eo ket a-walc'h digemerout donezonoù digant Doue hag ar Werc'hez, ret eo bezañ anaoudek ha gouzout trugarekaat. [1960] N'ouzon ket petra d'ober 'vit ho trugarekaat. [2015] Ho trugarekaat a ran da vezañ soñjet ennon. & Dre verr. [1732] Ho trugarekaat !

Skouerioù istorel : 
37
Kuzhat roll ar skouerioù

trugarekaat

1499
Daveenn : LVBCA p199 (pitoyer, auoir pitie, ou mercy)

Kentañ, trugarekaat Doue eus e holl venefisoù ha grasoù pere hon eus resevet digantañ en jeneral evel ma'z eo hor c'hreasion, hor redampsion, hor c'hoñservasion ha re all, ha spesialamant eus ar re hon eus resevet an deiz-se.

1622
Daveenn : Do. p54

trugarekaat

1659
Daveenn : LDJM.1 pg reconnoistre, remercier

Da gentañ poent, trugarekaat Doue eus an holl benefisoù hon deus resevet digantañ e jeneral, evel eus ar grouasion, redampsion, koñservasion, ha re all: ha spesialamant eus ar re hon deus resevet en deiz-se.

1677
Daveenn : Do. p55

trugarekaat ur re

1732
Daveenn : GReg pg graces (Rendre graces à quelqu'un.)

trugarekaet

1732
Daveenn : GReg pg action

trugarekaat

1732
Daveenn : GReg pg action

ho trugarekaat

1732
Daveenn : GReg pg baiser (je vous baise les mains, je vous remercie)

trugarekaat Doue

1732
Daveenn : GReg pg benir (Dieu, le loüer, le remercier)

trugarekaet Doue

1732
Daveenn : GReg pg benir (Dieu, le loüer, le remercier)

trugarekaet Doue eus e vadoù

1732
Daveenn : GReg pg graces (Dire les graces, pp.)

trugarekaat Doue eus e vadoù

1732
Daveenn : GReg pg graces (Dire les graces.)

trugarekaet ur re

1732
Daveenn : GReg pg graces (Rendre graces à quelqu'un, pp.)

trugarekaat

1850
Daveenn : GON.II pg trugarékaat

trugarekaet

1850
Daveenn : GON.II pg trugarékaat

ho trugarekaat a ran

1850
Daveenn : GON.II pg trugarékaat

Ar glujar en trugareka.

1867
Daveenn : MGK p98

Ne lavare ket gaou : pep den, deut d'an oad-se, / Dioc'h taol fest ar bed-mañ mont laouen a dlefe, / 'N ur drugarekaat ha graet e bakadenn ; / Rak pegeit e c'heller, o tennañ war 'n neudenn, / Dale c'hoazh d'he zerriñ ? — « Perak 'ta klemm, den kozh ? »

1867
Daveenn : MGK p102-103

« Ma ve ho madelezh terriñ krenn va lizher / Ha kemeret ivez diganen an amzer, / M'ho trugarekafe ! » — « Ya da ! eme 'n Aotrou, / Terriñ ran ho lizher hep ober deoc'h mizoù, / Dre ma welan ervat eo bremañ pareet / Dioc'h kleñved tiekaat e daou vloaz[,] ho spered. »

1867
Daveenn : MGK p94

E-pad ar blavezh kentañ, Job Karo ne vankas ket ur wech hepken da gas d’ar manac’h e dorzh vara ha kement en doa ezhomm ; mes evit an eil blavezh, ar manac’h a drugarekaas Job, rak a-walc’h a draoù en doa destumet evit bevañ betek ar blavezh war-lerc’h.

1877
Daveenn : EKG.I. p.54

An Aotrou de la Marche, savet el lestr, a drugarekaas an dud kalonek o doa hen digaset betek eno, hag a lavaras dezho daoulinañ ma roje dezho e vennozh.

1877
Daveenn : EKG.I. p.24

Biken ne c’hellin trugarekaat re ac’hanoc’h eus ar vad a rit evidon.

1877
Daveenn : EKG.I. p.52

Itron-Varia Berven, emeve, me ho trugareka a-greiz va c’halon.

1878
Daveenn : EKG.II p.117

— Leveromp hor pedennoù evit trugarekaat an Aotrou Doue da vezañ hiziv hon diwallet.

1878
Daveenn : EKG.II p.11

En em strinkañ a reas d'an daoulin da drugarekaat an Ao. Doue ha da c'houlenn digantañ pardon eus e bec'hejoù Doue a selaouas e bedenn.

1889
Daveenn : SFA p110

Dihuniñ a reas ha trugarekaat doue Manos.

1923
Daveenn : SKET p.122

Seblantout a eure dezhi pa savas he daoulagad, penaos ar vamm he devoa un tammig troet he fenn evit sellet outi, evit trugarekaat mamm hini he devoa kement karet, mamm-gozh he bugelig, eus he c’harantez hag eus he madelezh.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.809 (Miz Genver 1924), ("bugelig" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

Evel-se eo o zrugarekaas Vindosetlos evit ar skoazell o doa digaset dezhañ.

1924
Daveenn : SKET.II p.54

- Ho trugarekaat a ran, va adjudant, emeve en ur gemerout an tammig paper glas. Ha gant ur barr-levenez e trivlias va c'halon o lenn

1929
Daveenn : SVBV p7

va zrugarekaat en a-raok

1931
Daveenn : VALL pg (mes remerciements) anticipé(s)

Evel-se, ar studiadenn-mañ a zo frouezh eus ur gwir kenlabourerezh, evit an danvez kenkoulz hag evit ar yezh. Ra vezo trugarekaet Kenan Kongar evit kement-se !

1943
Daveenn : TNKN p9

Da viz Gwengolo, ma mamm a lavaras : — « N'eo ket a-walc'h digemerout donezonoù digant Doue hag ar Werc'hez, ret eo bezañ anaoudek ha gouzout trugarekaat. »

1944
Daveenn : EURW.1 p76

Pa voen distro d'ar gêr, ma mamm, laouen-holl gant ma zrec'hadenn, he lakaas evel atav war gont skoazell an Aotrou Doue hag ar Werc'hez, hag a zivizas ec'h ajemp hon-daou da drugarekaat Itron-Varia Lourd asambles gant pirc'hirinadeg eskopti Sant-Brieg ha Landreger, da viz Eost.

1944
Daveenn : EURW.1 p64-65

Person touer, trugarekaat...

1960
Daveenn : PETO p52

Ganeomp 'n hor ploue, pa 'z oc'h maer, ' C'hellont ar Sent trugarekaat, Meur a vaer all ' vefe moarvat, Didruez outo ha gwall daer.

1960
Daveenn : PETO p13

Divarc'het ez on krenn, mezhekaet hag uvel / Dirak ho nerzh-kalon ken dispont hag uhel ; / N'ouzon ket petra d'ober 'vit ho trugarekaat.

1960
Daveenn : PETO p48

Ho trugarekaat a ran da vezañ soñjet ennon.

2015
Daveenn : EHPEA p22

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial