En holl istorioù mat ez eus tudennoù a-bouez.
Ezhomm o deus tudennoù a ray berzh : "pratikoù vat" e-giz ma vez lâret gante, da lâret eo tud vrudet, peotramant tud blijus [plijus], pe "skouerius" -ar pezh ne dalvez ket kalz a dra nemet ez int tud a glot mat gant klichedoù ar gazetennerien...-.
Priam, roue galloudus ha tad glac'haret hag aspedus, ha nouspet darvoudenn ha tudenn warn-ugent all, fromus, farsus, glac'harus, a-bep-eil tro an holl anezhe, a lak a sevel ennomp ur from hag un trivliad a sko eeun-tenn d'hor c'halon ha d'hor spered en desped d'an daou vil hag eizh kant vloaz tremenet abaoe ar mare ma savas Homeros e varzhoneg !