Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.k.e. 1. Lakaat tud da vevañ (war an tiriad-mañ-tiriad). Tud zo bet kaset da Wiana evit klask tudañ ar vro. Tudañ ar gouelec'h. 2. Bezañ o vevañ (en ul lec'h bnk.). Ar boblad zo o tudañ ar vro. HS. poblañ.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

tutañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg pobla

Holl yaouankizoù gouenn Vanos eo a oa o teurel hedoù, evel gwenan, da bep nevez-hañv, war-du an Hanternoz hag ar C’hreisteiz, ar Reter hag ar C’hornog, o tudañ ar gouelec’h hag oc’h astenn a-vloaz-da-vloaz bevennoù ar Vroad (1).

1923
Daveenn : SKET p.67

Bez' e c'heller diwar neuze gwelout gwez uhel war an drem[m]wel, eno emañ 'Enez an Arc'hant', pe Nenge Sika e yezh ar ouenn nkomi a zo o tudañ ar vro.

1985
Daveenn : DGBD p32

Notennoù studi

Skrivañ a reas ar Gonideg en e c'heriadur (GON.II) n'en doa kavet ar ger-mañ nemet e geriadur ar Pelleter.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial