Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
6
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. A. (dirak an ar. da heuliet gant un av.) 1. Douget. Ur c'hrennard lezirek ha tuet da vont gant mignoned direol. [1954] Dre se, ne felle ket dezhañ mont da ruzata nemet diouzh ret dirak Prieliz tuet atav da c'hodisal [...]. HS. taolet, techet, troet. 2. Bezañ gant ar c'hoant. Pa veze tuet da gomz. 3. Ampart. N'eo ket tuet da labourat gant e zaouarn. & Tuet-mat : ampart-mat. Tuet-mat da labourat. B. (dirak un ar. heuliet gant un ak.) 1. Bout tuet evit : kemer an hent da. Nend eo ket tuet evit rouantelezh an neñv. 2. Bezañ tuet war udb. : bezañ techet d'an dra-se. En ur goshaat e teue da vezañ tuet war ar vuanegezh. 3. Bezañ tuet gant udb. : bezañ troet gant an dra-se. O spered a oa tuet-kaer gant an traoù zo a-us ar bed-mañ. II. (db. an traoù) Tuet da : o sevel a-du gant. Ar pennadoù tuet d'ar vro a lennen er gazetenn.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

Disklêriañ a rejont na oant ket deut er vro e sell da ziazezañ enni, hogen evit kenwerzhiñ ; ez oa, koulskoude, o menoz chom enni ur pennad-amzer hag ez oant tuet, e-keit ha ma chomjent, da reiñ da vibien Vanos an holl gennerzh a c’hallje ar re-mañ da c’hoantaat ; ez oa reizh-mat dezho sevel kevredad hag en em skoaziañ o vezañ ma’z oant an eil re hag ar re all ermaeziaded war an douar-se ma teuent di dre vor eus ar C’huzh-heol ha mibien Vanos dre zouar eus ar Sav-heol, hag ouzhpenn, pa rae dezho an doueed kejañ ker burzhudus el lec’h-se, hag int keit-ha-keit-all dioutañ ar mammvroioù anezho, eo o doa, hep mar, un dezo bennak en o c’heñver.

1923
Daveenn : SKET p.101

tuet eo da

1931
Daveenn : VALL pg (il a des) aptitude(s pour)

Dre se, ne felle ket dezhañ mont da ruzata nemet diouzh ret dirak Prieliz tuet atav da c'hodisal ; menel a rae 'ta er gêr, ha zoken d'ar sul [Sul], gant e reorig peget ouzh e dorchenn.

1954
Daveenn : VAZA p.28

Hogen, skouer vat war [ar Breudeuriezh] ne ro ket [ho Nasion] alies / Rak, hep mar, kement den na vez dezhi tuet / A gav prim ar marv pe a vez harluet.

1960
Daveenn : PETO p49

Tuet on da grediñ anezhi rak gouzout a ran e ra Adiani un eured gant netra.

2015
Daveenn : EHPEA p63

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial