baga [evit bagad]
ur bagad terrupl a dud
bagad tud
bagad
Evelato, mard eo bet glac’haret ar Ouenn santel gant un niver eus he mibien vagol, eus he merc’hed kenedek o tiankañ hag o vont da goll dre ergerzhout an hentoù nevez, ur frealz e voe dezhi gwelout bagad gwenn ar re a gerzh difazi ha dilammoù, ar strollad galloudus hag oc’h en em neveziñ dalc'hmat eus ar baotred ha merc’hed kreñv, eus an eneoù kadarn a c’hourdrec’h en enkrezioù hag en emgannoù, a dreuz, gounidek, an aerva (maez-al-lazh), ha, d’an noz, a ziwestenn hag a zizibr o javed war glann ar mor-Bras.
bagad meot
bagad
War-hed un div lev bennak, adalek an ti-hent-houarn-se bete Landreger, bez’ e oa a bep tu d’an hent bagadoù paotred ha merc’hed o c’hortoz ar c’hozh kanfard, hag i o sutal, oc’h ober an hu outañ, o kanañ dezhañ e begement daoust d’ar prefed, en desped d’an archerien o trotal e[n]-dro d’e garr brav gant daou varc’h gwenn stag outañ, rak dre amañ ne veze ket gwall stank ar c’hirri dre dan er mare-se.
Dirak an daez e korolle ur bagad paotred yaouank ha bugale – ar « bataillon sacré » eme o rener, ul leanez – gant peb [pep] a sae wenn e-dro dezho, darn gant ul letern alaouret, darn all gant ul lestr-ezañs, met an darn vuiañ gant ur banerig leun-kouch a vleunioù en o c’herc’henn.
Kerkent ha ma veze tennet e-maez ar sac’h 18, 38, pe 58, beogal a-gevret a rae raktal an holl vagad : « Torch da doull, mab, ha kae kuit ! »
E-lec'h glaster peurbad ar c'hoad bras e kaver amañ geoteier bras, ha bez' ez eus zoken ur bagad saout o peuriñ enno.
Er marvailhoù bugale e konter a-wechoù e vez bet kiliet unan bennak, hag e tihun hemañ seizh vloaz goude, met peadra a oa d'en em c'houlenn hag-eñ ne oa ket chomet hor bagad tud en e bezh da gousket e-pad div nozvezh hag un devezh diouzh renk.
Gant an dibunadegoù hag an diskelagedoù, ar c'hannoù etre enbroidi en Ayios Pandeleímonas, ar bagadoù en em zastum dirak tier ar bolitikourion evit o huataat, e vezont war ar portolof etre daou benn an deiz.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
bagad