Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
9
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Nep savadur war flod savet evit merdeiñ, treuzdougen, dre vor pe dre ar stêrioù. Ur porzh-mor leun a vagoù. Bagoùigoù, bigiigoù a welan du-hont. Paramantiñ ur vag. Mont, sevel e bourzh ur vag. Mont gant ar vag : sevel en ur vag evit mont d'ul lec'h bnk. HS. batimant, gouelier, herrvag, kanoe, kobar, lestr, mordreizher, ramoker, sammlestr, skaf. & (impl. hep gm.) Reiñ bag d'ub. da dreuziñ ar mor. Evit mont larkoc'h er mor eo ret kaout bag. & Bag-a-dan : loc'het gant ur c'heflusker. & Bag pesketa, bag pesketaerezh : bag zo pesketaerien en he bourzh, bag zo paramantet evit ar pesketaerezh. & Bag-saveteiñ : bag a dalvez da saveteiñ ar re zo war var o buhez er mor. & Bag vezhina : bag zo bezhinaerien en he bourzh, bag zo paramantet evit dastum ar bezhin. 2. Trl. skeud. Saveteiñ ar vag : saveteiñ ar pep retañ, ar pezh a sura an dazont. & Bezañ stag e vag dre-holl : kaout dle e pep lec'h.

Skouerioù istorel : 
55
Kuzhat roll ar skouerioù

bag

1499
Daveenn : LVBCA p31 (petit bateau, sentine)

bagoù

1732
Daveenn : GReg pg bac (grand bateau plat sur les rivieres pour y passer les charrettes)

bageier

1732
Daveenn : GReg pg bateau

bag ar gordenn

1732
Daveenn : GReg pg bac (grand bateau plat sur les rivieres pour y passer les charrettes)

bagoù bras

1732
Daveenn : GReg pg bac (grand bateau plat sur les rivieres pour y passer les charrettes)

bag vras

1732
Daveenn : GReg pg bac (grand bateau plat sur les rivieres pour y passer les charrettes), bateau

bag

1732
Daveenn : GReg pg bac (grand bateau plat sur les rivieres pour y passer les charrettes), bateau

bag

1850
Daveenn : GON.II pg bak, pg bag (Bateau. Barque. Canot. Chaloupe), koked

Bagoù

1850
Daveenn : GON.II p.16, livre premier, "des bateaux" + pg bak, pg bag (Bateau. Barque. Canot. Chaloupe. Pl.)

bag

1850
Daveenn : GON.II pg bak, pg bag (Bateau. Barque. Canot. Chaloupe).

dre vag

1850
Daveenn : GON.II p.7, intro. "en bateau"

Kalz a avel a ioa, kosteziñ a rae ar vag.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kostézi, kostésia (Il y avait beaucoup de vent ; le bateau penchait).

er vag ez in

1850
Daveenn : GON.II pg er

bageier

1850
Daveenn : GON.II pg bak, pg bag (Bateau. Barque. Canot. Chaloupe. Pl.)

E bag e teuint.

1850
Daveenn : GON.II pg bag (Ils viendront en bateau).

bag

1850
Daveenn : GON.II p.16, livre premier, (bateau), pg bag (bateau. barque. canot. chaloupe), bak, koked

Un den war un oad diazez / O welet e vlev deut glaswenn, / A ya ur sorc'henn en e benn / Da vont e bag 'r briedelezh.

1867
Daveenn : MGK p62-63

Neuze, kerkoulz ha bremañ, aotrounez Kastell o doa bagoù bras a-walc’h evit mont da Vro-Saoz ; neuze, kerkoulz ha bremañ, e vije kavet, e-touez an noblañs evel e-touez ar goueriaded, martoloded kalonek a-walc’h evit ober a-galon-vat ar veaj, n’eus forzh peger risklus e oa.

1877
Daveenn : EKG.I. p.17

Ma vije gwelet, dioc'h ar mintin, aet kuit e-pad an noz eus a Bempoull bag unan bennak eus ar re binvidik, kerkent e vije savet trouz ha klask dezhi.

1877
Daveenn : EKG.I. p.17

Ar bagoù a horjelle hag a vrañskelle, a save hag a ziskenne, pep hini d’he zro, gant ar gwagennoù.

1877
Daveenn : EKG.I. p.99

Din-me eo mall mont kuit, rak bremaik e chomo va bag er sec’h.

1877
Daveenn : EKG.I. p.221

ar vag a zo stok oud ar c'hae

1909
Daveenn : BROU p. 423 (le bateau touche le quai)

Eno, war an traezh, edo un hanterzaouze[gad] a vagoù pilprennek ha kel lies all a vagoù kroc’hen. Derkeia a lakeas war neuñv unan eus ar re-mañ hag, o vezañ pignet enni gant he c’hoarezed, e stagas a-gevret ganto da roeñvat war-du ar mor.

1923
Daveenn : SKET p.108 (p.199, "Da reiz[h]a[ñ]". P. 108, 6vet dilinenna[ñ], lin. 6, e lec’h « hanter-zaouzek » lenn « hanter-zaouzegad » kentoc’h).

Eus an Ejipt ez on aet da Gartada, kêr he c’hant-ha-kant a vagoù, porzh al listri-rederien-vor ma tired di pinvidigezhioù an douaroù-Bras hag an inizi, ma kaver ennañ sklaved o tont eus par pellañ ar bed, eus pevar c’horn an douar.

1923
Daveenn : SKET p.18

Ac’hano, en ur ober un nebeud deizioù-treizhañ, ez eer war vigi d’ober kenwerzh da Dir ar Maouezed, an Enezennoù Gwenvidik.

1923
Daveenn : SKET p.18

Krouadur illur Kênos eo a zeskas Morimanos, Katumanos, Togodumnos, Anavogenos, Selgova, Selvanos, Veriugodumnos, Tigernomagalos hag an daou vab anezhañ, da gleuzañ bigi ha mordeiñ, frammañ tiez, kilviziañ kirri, damesaat loened gouez, plediñ war-dro chatal, diorren gwenan, stummañ ruskennoù, oberiañ binvioù sonerezh, klavioù-emgann, klavioù-hemolc’h, arouezintioù-brezel ha skoedoù, teuziñ ha labourat aour, kouevr hag arem.

1923
Daveenn : SKET p.58

Hir ha moan, n’o devez ar bagoù-se na gwernioù na gouelioù ; mont diwar roeñv hepken eo a reont, hag int buan-tre.

1923
Daveenn : SKET p.123

Haelerien eler, paotred varchosi ha flec’h ez oant d’an Ambroned ; simiadañ a raent evito, mesa o chatal, sevel o ziez, o c’hlozioù, o bagoù.

1923
Daveenn : SKET p.126

neuñv : lakaat war — (ur vag) ; ivez lakaat war vordo.

1923
Daveenn : SKET p.186, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "mettre à flot (une barque)".

En enezennouigoù nes da veg al ledenez-se ez eus plegioù-mor hag oufoù gwaskedet-mat ma vez eoriet enno un engroez bigi ha listri (4).

1924
Daveenn : SKET.II p.69

Eno emañ, en traoñ gra Pennenez : bevennet eo gant porzh ar bagoù hag ar palud, an aod Gwenn-Veur ha Porzh Biliek.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924)

E porzh ar bagoù, div c’hober hag un toullad bagoù pesketa : bras ha bihan, astennet int war an traezh, o c’hortoz ar mor da zont d’o zihuniñ.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.807 (Miz Genver 1924)

E-lec’h teuler evezh d’ar re vihan, ec’h ez gante da redek, da dourvarc’hat (5) ; gante ec’h ez er bagoù bihan me oar, beuziñ a ri anezho !…

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.844 (Miz C'hwevrer 1924)

Ya, met an Touz a deuas war ar porzh, ezhomm dezhañ eus e vag. Pelec’h emañ ?… Setu hi du-hont, daou ganfard e-barzh… Ho ! ho ! hou… oup !

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 45, p.1066-1067 (Gwengolo 1924)

Na gwelet a rit-hu anezhe, en korf o roched, diarc’hen, o bragoù troñset gante betek o daoulin, o redek war an aod, o klask kontelleged, malkoned, tareleged, pe er poulloù-traezh, er vorlennoù oc’h ober redadegoù gant o bagoù : gobiri, biskinennoù, goueletinier, teir gwernioù graet dezhe gant o zadoù.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 46, p.1088 (Here 1924)

Pounner, gwall bounner Gargam, skañv ha lespoñj un tammig ar vag, pladañ a eure.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 46, p.1091 (Here 1924).

Paotred ha paotrezed ar bourk holl emaint, war an draezhenn, o labourat, o c'hweziñ tre ma c’hallont, evit sevel tour pe gastell, sternañ lestr pe vag a-raok ar gourlen.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1122 (Miz Du 1924).

« En ouf-mor eus an aod-kornog a reer anezhañ « Ec’hoazlec’h ar Reuniged » ez eus, war ar sec’h, ur vag diwern ha diouel, hag enni ur roeñv hepken.

1924
Daveenn : SKET.II p.37

Neuze e lammas war tost-kreiz ar vag ha, savet war veg e dreid, en em soublas en adreñv ken na zeuas ar c’huchennadoù skedus diwar e gern da stekiñ ouzh e seulioù.

1924
Daveenn : SKET.II p. 53

bagoù

1927
Daveenn : Geri.Ern pg bag

bigi

1927
Daveenn : Geri.Ern pg bag

bag-treizh

1927
Daveenn : Geri.Ern pg bag

bageier

1927
Daveenn : Geri.Ern pg bag

bag

1927
Daveenn : Geri.Ern pg bag

bagoù

1931
Daveenn : VALL pg barque, bateau

bag

1931
Daveenn : VALL pg barque, bateau

bigi

1931
Daveenn : VALL pg barque, bateau, batellerie

bageier

1931
Daveenn : VALL pg bateau, batellerie

Daou emaomp, div vag ez eus da gavout.

1944
Daveenn : ATST p.94

Ret eo din lavarout deoc’h, Job ha Lom, hervez m’o doa prometet, a oa o vont da c’houlenn ar bagoù, ar c’herdin hag ar bizhier-krog evit klask e goueled ar stêr Aon korf Herri — Doue r’e bardono ! — beuzet un nebeut devezhioù ’oa.

1944
Daveenn : ATST p.92

— « Bag an treizh ? » — « Ya. » — « Hag an dud o do c’hoant da dreizhañ ? » — « Heu !… heu !… » — « …A chomo gant o c’hoant, Job ? »

1944
Daveenn : ATST p.101

Simudet e chome ar paotr. Ur vag kollet ganti he stur.

1949
Daveenn : SIZH p.58

Tri e oamp eta o tiskenn etrezek ar mor d'ar gwener 23 a viz gouere e bourzh ar binasenn Bonne Espérance, bag hag a zlee chom ganimp goude evit hol labour, ha d'hon heul un ugent bennak a dud, ken gwazed, ken merc'hed, tud hag a oa da vezañ bouedenn hor rummad labourerien.

1985
Daveenn : DGBD p43

Stankañ chanterioù, tourterien, chadennoù-frammañ, kefioù ar gourmarc'hadoù, gichedoù, tier-gar, trenioù a gas lastez nukleel, bagoù gant o marc'hadourezh -pa'z erruont er porzh, pa vezont diskarget-, privezioù un aerborzh pe un embregerezh; stankañ al lastez pe al lizheroù pa zegouezhont peotramant pa'z eont kuit; stankañ dour pe bourvezioù -boued...- ur c'huzuliadeg etre pennoù bras ar bed; stankañ ar pratikoù, an embregerezhioù-pourveziñ, prenañ douaroù e-lec'h ma vo staliet ur raktres noazhus [noazus]; stankañ mont ha dont al lizhiri; stankañ ar c'hreizennoù pellgehentiñ; implijout stank-ha-stank standardoù pellgomz, servij al lizhiri, ar gichedoù, ar faksoù hag ar boestoù posteloù; paeañ an tailhoù hag an taolioù kastiz tamm-ha-tamm, paeañ gant fazioù dister graet a-fetepañs -evel paeañ un nebeut kentimoù re, ar pezh a lak an enebourien da goll amzer hag arc'hant-; troc'hañ an tredan, ar pellgomz, Internet...

2015
Daveenn : DISENT p58-59

Hag ouzhpenn-se, aet int ac'hann gant louzoù kousket ha vodka, n'int ket aet d'ar strad gant ar peurrest eus ar vag.

2015
Daveenn : EHPEA p29

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial