Dezverkoù all

Stankter implij : 

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Stumm bihanaat ar ger "bag".

Skouerioù istorel : 
19
Kuzhat roll ar skouerioù

bagig vihan

1499
Daveenn : LVBCA p31, 37 (petite nef que l-en maine o [= avec] deux navirons)

bagoùigoù livet

1732
Daveenn : GReg pg canots

bagoùigoù

1732
Daveenn : GReg pg bachot (petit bateau de passage sur les Rivieres pour les gens de pied), coquet (petite coque, petit bateau)

bagig livet

1732
Daveenn : GReg pg canots

bagig an treizh

1732
Daveenn : GReg pg bachot (petit bateau de passage sur les Rivieres pour les gens de pied)

bagig

1732
Daveenn : GReg pg coquet (petite coque, petit bateau)

bagig

1814
Daveenn : DBRez. pg. nacelle

Kalz bagoùigoù a welan ahont.

1850
Daveenn : GON.II pg bagik (Je vois là-bas beaucoup de batelets, de petits bateaux).

bagoùigoù

1850
Daveenn : GON.II pg bagik (Batelet. Bachot. Petit bateau. - Nacelle. Yole. Pl.)

bagig

1850
Daveenn : GON.II.HV pg bagik (Batelet. Bachot. Petit bateau. - Nacelle. Yole).

Bremañ hep karantez / Kalz a dud a zimez, / Hag a-benn daou zervezh / Ma vez bet an eured, / Bagig an daou bried, / Gant arnev ha gwall vor, o tont da zisturiañ, / A sko oc'h ar c'herreg hag a ya d'ar oueled.

1867
Daveenn : MGK p58

Daoust ha n’edo ket ar "Sans-Pitié" — e brezhoneg, an hini didruez — e kichen Kastell an Tarv, dare da astenn he lien ha da nijal war-eeun war-zu Bro-Saoz, war-lerc’h ar vagig vihan ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.17

bagig

1931
Daveenn : VALL pg bachot, barque, batelet

bagoùigoù

1931
Daveenn : VALL pg bachot, barque, batelet

bigiigoù

1931
Daveenn : VALL pg batelet

« O ! me a zo bet martolod, e Brest, » emezañ, « ha va micher eno a oa kas an ofiserion eus al lestr d’ar c’hae gant ur vagig heñvel ouzh hoc’h hini. »

1944
Daveenn : ATST p.102

N’eus ket sentusoc’h paotred eget ar Rusianed, ha stagañ a reas o fuzuilherien da dennañ ken ma foeltre war ar vagig dihenchet.

1954
Daveenn : VAZA p.185

Rankout a raen er mare-mañ treiñ kein d’ar mor, rak va bagig am boa da levial war un mor ken dirollet ha ken kriz all, ar bed a-bezh, met da vihanañ ne vijen ket va-unan war vourzh peogwir e oa tu-hont, ouzh va c’hortoz [sic, gortoz] e Moskov ar vaouez a garen hag e oan karet ganti.

1954
Daveenn : VAZA p.190

A-wechoù ur voulc'henn er strouezh hag ur vagig pilprenn damguzhet e-touez ar geot a ziskouez ez eus un tammig buhez bennak dre eno.

1985
Daveenn : DGBD p31

Notennoù studi

Reiñ a ra Vallée un adstum lies "bigiigoù". Ral-kenañ e hañval ar stumm-mañ bezañ. "Bagoùigoù" eo stumm lies boas ar ger-mañ.

Ofis publik ar brezhoneg