Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. Lakaat da vezañ uhel, uheloc'h. Uhelaat ur voger : he sevel uheloc'h. Ret dezhañ uhelaat e vouezh evit ma klevfe an holl. Ar marc'hadour a fell dezhañ uhelaat e brizioù. Divizet ez eus uhelaat ar c'hargad. & Trl. skeud. (db. an dud) Uhelaat un den dreist ar begoù gwez : e veuliñ en un doare entanet. DHS. gorren. II. V.g. 1. Dont da vezañ uhel, uheloc'h. Ar gwez a oa uhelaet o ment. Uhelaat a ra al laboused en oabl. Uhelaet eo an dour er stêr. E vouezh zo uhelaet. Priz ar c'hig a ya war uhelaat. C'hoant en deus da uhelaat en e vicher. 2. Dre skeud. Pinvidikaat. Gant e genwerzh ez uhela a vloaz da vloaz. HS. sevel. III. V. em. EN EM UHELAAT. 1. Brasaat e c'halloud, e gargoù, e roll. Klask a ra en em uhelaat dreist ar re all. 2. Fougeal, kemer lorc'h. An neb en em uhela a vo izelaet.

Skouerioù istorel : 
29
Kuzhat roll ar skouerioù

uhelañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg exalter

uhelaat

1659
Daveenn : LDJM.1 pg vhelat

uhelaat ur voger

1732
Daveenn : GReg pg elever (une muraille)

uhelaat

1732
Daveenn : GReg pg elever (hausser)

uhelaet

1732
Daveenn : GReg pg elever (hausser), hausser (élever, rendre plus haut, pp.)

ihuelaat

1732
Daveenn : GReg pg elever (hausser)

uhelaat kaer

1732
Daveenn : GReg pg elever (louer), exalter (loüer hautement)

uhelaat

1732
Daveenn : GReg pg encherir (augmenter le prix, devenir plus cher)

uhelaet eo an ed

1732
Daveenn : GReg pg (les blez ont) encheris

uhelaat an traoù

1732
Daveenn : GReg pg (faire) encherir (les denrées)

uhelaat

1732
Daveenn : GReg pg hausser (élever, rendre plus haut)

uhelaat

1732
Daveenn : GReg pg hausser (élever, rendre plus haut)

uhelaet

1732
Daveenn : GReg pg hausser (élever, rendre plus haut, pp.)

uhelaat

1732
Daveenn : GReg pg hausser (élever, rendre plus haut, Van.)

uhelaat ur vur

1732
Daveenn : GReg pg hausser (Hausser un mur.)

Ret eo uhelaat ar voger.

1850
Daveenn : GON.II pg huélaat ou uc'hélaat (il faut hausser, exhausser le mur).

Uhelaat a ray an ed.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg uc'hélaat (le blé montera).

uhelaet

1850
Daveenn : GON.II pg uhélaat, uc'hélaat

uhelaat

1850
Daveenn : GON.II pg uhélaat, uc'hélaat

uhelaat

1850
Daveenn : GON.II.HV pg uc'hélaat (monter, croître en valeur, haussser de prix, renchérir).

uhelaet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg uc'hélaat (monter, croître en valeur, haussser de prix, renchérir. Part.)

Unan en doa c’hoant da werzhañ dre zroug ouc’h ar veleien, egile en doa c’hoant da brenañ dre zroug ouc’h Doue ivez, me 'gred, da vihanañ evit uhelaat e karg ; unan en doa c’hoant da gaout arc’hant, egile ne rae ket a forzh pegement paeañ, rak ar Republik eo a bae.

1878
Daveenn : EKG.II p.152-153

Neuze n’oa ket anv c’hoazh a laeradennoù, a beilhadegoù chatal, a skrapadennoù merc’hed, a emgannoù etre gwazed kenwad ha kenvro, a vrezelioù diwar orged, direizhvennad, droukyoul, gwallc’hoant d’an emvrud, d’ar preizh, d’ar pennoù troc’het, pa na glaske den en em uhelaat dreist ar re all.

1923
Daveenn : SKET p.68

An div c’hlann, oc’h uhelaat, a zeu roc’hellek, serzh, toullet a gevioù teñval m’en em daol drezo an dour en ur droenniñ ha ma klever o tifroñkal enno leñv an Islonk.

1924
Daveenn : SKET.II p.48

Endra ma lakae tamm-ha-tamm an traezh hag al lec'hid da uhelaat goueled ar mor er plegoù-mor ledan, ha ma oa damziverket eno an draonienn, e vane houmañ diatred e-lec'h ma veze skubet kuit ar gouelezennoù gant ur vorredenn bennak.

1943
Daveenn : TNKN p23

N'eo ket echu c'hoazh an adsavadenn-se, e pleg-mor Botnia dreist-holl, ma uhela an douar a 1 metr bep 100 vloaz, ar pezh a zo herrek-meurbet.

1943
Daveenn : TNKN p50

Amañ da nebeutañ e oa bet sevenet ar pezh a oad o klask kas da benn un tammig e pep lec'h : stagañ an den ouzh e zouar, hag uhelaat e stad war un dro.

1985
Daveenn : DGBD p176

Prederiet int gant meur a dra : uhelaat en o micher, ar gevezerezh, o zamm ego, ar vignogiezh hag ar mennozhioù uhel hag ar sell hiniennel o deus ouzh o micher...

2015
Daveenn : DISENT p118

Muioc'h-mui ivez eo un doare da uhelaat ar stadegoù kousto-pe-gousto, evel m'eo bet broudet ar boliserien d'ober gant politikerezh Nicolas Sarkozy.

2015
Daveenn : DISENT p167

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial