Plantenn arvevat hirvoan ha kalet he delioù, he anv spesad Viscum album, dezhi hugennoù arwenn ha treuzwelus, a gresk war skourroù gwez zo (gwez-avaloù, gwez-elv dh.).
Ur bod uhelvarr.
Daveenn :
GReg
pg gui (Le gui est bon pour plusieurs maux.)
an uhelvarr
an uhel-varr
1732
Daveenn :
GReg
pg gui (excroissance d'arbre, ou plante qui naît sur le chêne, sur le poirier, pommier, prunier &c.)
uhelvarr
huel-var
1850
Daveenn :
GON.II
pg huel (-var), uc'hel (-var)
an uhelvarr, war a leverer, a zo mat ouzh meur a zroug
ann huel-var, war a lévéreur, a zô mâd oud meûr a zrouk
1850
Daveenn :
GON.II
pg huel-var
uhelvarr
uc'hel-var
1850
Daveenn :
GON.II
pg uc'hel (-var)
Arouezioù ar Gorsedd a zo : Ur banniel, Ur c'horn Hirc'hlas, Ur Barr Uhelvarr, Ur c'hleze (arouez kleze Arzhur, arouez ar Peoc'h dre an Nerzh).
Aroueziou ar Gorsedd a zo : Eur banniel, Eur c'horn Hirlas, Eur Barr Uhel-var, Eur c'hleze (arouez kleze Arzur, arouez ar Peuc'h dre an Nerz).
1909
Daveenn :
REZI
p. 7
An Drouiz Veur a zoug ur gurunenn uhelvarr.
An Drouiz Veur a zoug eur gurunenn uhel-var.
1909
Daveenn :
REZI
p. 6
Leuskel a rejont da gouezhañ warni bodadoù uhelvarr ha bleñchoù elv-gwenn (1).
Leuskel a rejont da goueza warni bodadou uhel-varr ha blenchou elo-gwenn (1).
1924
Daveenn :
SKET.II
p.52-53
uhelvarr
1931
Daveenn :
VALL
Rakskrid p XXXVIII
Ne ouien ket er mare-se e tleen un deiz da zont bale war greiz an deiz ha dirak ar bobl gant ur sae wenn en-dro din hag ur bodig uhelvarr em dorn, e-touez hor breudeur tramor o lidañ gouelioù ar Gorsedd e Perroz, Trec'horanteg, hag e lec'h all.
Ne ouien ket er mare-se e tleen un deiz da zont bale war greiz an deiz ha dirak ar bobl gant ur sae wenn e-dro din hag ur bodig uhelvarr em dorn, e-touez hor breudeur tra-mor o lidañ gouelioù ar Gorsedd e Perros, Trec'horenteg, hag e lec'h all.