Gant ur roeñvadenn hepken e reas d’e vag kilañ war-hed ugent "leuga" en a-dreñv, betek e-kreiz al lenn ; ha neuze, o kregiñ en e vouc’hal-vann, he stlepel a eure gant kement a nerzh ma treuzas war he hed ar speurennad rec’hier ha menezioù ha ma ’z eas da gouezhañ er pradoù en tu-hont, en ur lazhañ tri-ugent buoc’h a oa o peuriñ eno (2).
war-hed
war-hed diraez
war-hed kant lur
Da 55°50' led Hz. ha war-hed 120 km. diouzh Bro-Saoz, avat, e kaver div foz dezho 159 ha 97 m. donder (87 ha 53 "fathom").
Asantiñ a reas diouzhtu Soaz Sapeur, met gant an diviz-mañ : « Kent mont da Vrest, emezi, e chomi davedon ur bloavezh war e hed da ziskuizhañ, kement hag ac’h eus studiet. [...]»
War-hed un div lev bennak, adalek an ti-hent-houarn-se bete Landreger, bez’ e oa a bep tu d’an hent bagadoù paotred ha merc’hed o c’hortoz ar c’hozh kanfard, hag i o sutal, oc’h ober an hu outañ, o kanañ dezhañ e begement daoust d’ar prefed, en desped d’an archerien o trotal e[n]-dro d’e garr brav gant daou varc’h gwenn stag outañ, rak dre amañ ne veze ket gwall stank ar c’hirri dre dan er mare-se.
War-dro un eur hanter goude bezañ kuitaet Sibang en em gaver e Bae ar Monda a ranker treuziñ war-hed pemp kilometr bennak a-barzh en em gavout, e beg Akendje, e genoù aber an Nzeme, ha ma troit eno da vont da Ntoum ho po c'hoazh un tregont kilometr bennak da vont.
Klasket em eus chaokat greun kumin, e soñj eus ar banne vodka en doa ma saveteet, tra d'ober, ouzhpenn-se n'eo ket atav e veze had kumin ganin em chakod, greun tro-heol a veze aliesoc'h war-hed ma dorn, met ar re-se ne raent netra, nemet ober din lartaat.
Ur wech degouezhet war-hed mouezh an eil diouzh egile -eleze dres dindan daoulagad ar vatezh-, an hini koshañ a gevarc'has egile hag a yeas davetañ gant kourtezi.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
war-hed-dorn