I.
Adv.
1. (gant ur verb a denn d'an dilec'hiañ)
War-du ul lec'h zo uheloc'h.
An hent a bigne war-grec'h. Dont a rae ar wetur war-grec'h. Pa'z a an notennoù war-grec'h e tleez kanañ uheloc'h.
HS. war-bign, war-laez, war-sav.
ES. war-draoñ, war-zinaou, war-ziribin, war-ziskenn
2. Ent strizh
Da lodenn uhelañ an ti, e-kichen au oaled.
Erru e oac'h, ma niz ; tostait war-grec'h.
3. RANNYEZH.
En nec'h, e krec'h.
Pan eo bet ur maread o sellet war-grec'h. Me a savo deoc'h un ti war-grec'h, etre Leger ha Gindi.
4. Dre skeud.
Mont war-grec'h : keraat.
Keloù zo gant an ed da vont war-grec'h. Kas ar priz war-grec'h.
II.
Ar.
E penn uhelañ (udb.).
En em gavout war-grec'h ar menez. Klask repu en un toull don war-grec'h ur menez.
Betek an hordennadoù kolonennoùigoù a gustume diskenn ouzh ar voger, a-zindan ar bolzioù betek al leur, bep etrepeuliad, evel un arouez fetis eus al lusk war-grec'h hag a oa anezho unan eus elfennoù merkusañ ar goteg klasel