Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Sac'hig ma lakaer ar pezhioù moneiz. Ur yalc'h lêr. Tregont lur en deus en e yalc'h. Skrapañ a rae yilc'hier an dud. & Dre ast. Nep endalc'her ma lakaer pezhioù moneiz. & Doare sac'h bras pe vrasoc'h. & Tr. Bezañ kreñv, skañv e yalc'h : bezañ gant arc'hant, hep arc'hant. HS. doug-moneiz, doug-paperioù. 2. Trl. Ober yalc'h a-dreñv : lakaat arc'hant a-gostez, hep gouzout d'ar re all prl. 3. Dre ast. Goloenn. Yalc'h un hadenn. & PEMDEZ Gousac'h. II. 1. Dre skeud. Arc'hant ar Stad. Ministr ar Yalc'h. 2. Ensavadur m'en em vod tud evit obererezhioù kenwerzhel hag eskemmoù marc'hadourezhioù hag arc'hant. Yalc'h Pariz. Donedigezh er yalc'h. & Dre ast. Hollad an obererezhioù kenwerzhel a vez eno. Klozadur ar yalc'h.

Skouerioù istorel : 
52
Kuzhat roll ar skouerioù

yalc'h

1499
Daveenn : LVBCA p204 (bourse)

yilc'hier

1659
Daveenn : LDJM.1 pg bourse

yalc'h

1659
Daveenn : LDJM.1 pg bourse

troc'her ar yalc'h

1732
Daveenn : GReg pg couppeur (de bourses)

yalc'hoù

1732
Daveenn : GReg pg bourse

yalc'h Yuzaz

1732
Daveenn : GReg pg (la) bourse (de Judas)

yalc'h boutin

1732
Daveenn : GReg pg bourse (commune)

yalc'h ar person

1732
Daveenn : GReg pg bourse (à l'Evêque, plante)

spazher ar yilc'hier

1732
Daveenn : GReg pg couppeur (de bourses)

yalc'h ar c'horporalioù

1732
Daveenn : GReg pg corporalier

yilc'hier ar c'horporalioù

1732
Daveenn : GReg pg corporalier

Fourniset-mat eo e yalc'h.

1732
Daveenn : GReg pg garnir (Il a la bourse bien garnie.)

Fournis eo e yalc'h.

1732
Daveenn : GReg pg garnir (Il a la bourse bien garnie.)

lakaat en e yalc'h

1732
Daveenn : GReg pg embourser

tennañ arc'hant eus e yalc'h evit paeañ un dra

1732
Daveenn : GReg pg debourser, (tirer de l'argent de sa bourse pour faire quelque depense)

bezañ skarzhet e yalc'h

1732
Daveenn : GReg pg (être) cu (au jeu)

spazherien ar yilc'hier

1732
Daveenn : GReg pg couppeur (de bourses)

yalc'h ur bilhard

1732
Daveenn : GReg pg blouse (trou d'un billard, où on jette la bille)

yilc'hier ur bilhard

1732
Daveenn : GReg pg blouse (trou d'un billard, où on jette la bille)

lakaat ur vilh er yalc'h

1732
Daveenn : GReg pg blouser (pousser une bille, ou une balle dans la blouse)

yalc'h

1732
Daveenn : GReg pg bourse

yilc'hier

1732
Daveenn : GReg pg (vin) bourru

yalc'h

1732
Daveenn : GReg pg bourse

yalc'h

1850
Daveenn : GON.II p.20, livre premier "bourse"

yalc'h

1850
Daveenn : GON.II pg ialc'h

yilc'hier

1850
Daveenn : GON.II pg ialc'h

dek skoed a zo en e yalc'h

1850
Daveenn : GON.II pg ialc'h

yilc'hier

1850
Daveenn : GON.II p.20, livre premier "des bourses"

dasprenet en deus e vuhez diwar-bouez e yalc'h

1850
Daveenn : GON.II pg daspréna

alies eo goullo va yalc'h

1850
Daveenn : GON.II pg goullô

Evit temziñ pep douar da reiñ ar gwellañ traoù / Nebeut a dra ve ret, ma karfe pep aotrou / Tennañ kresk, komision diwar bep koumanant, / Kaout truez oc'h an tieg hag oc'h e yalc'h damant, / Lezel an aotrou Doue da reiñ glav pe avel, / Derc'hel sioul e c'henoù hag e galon izel.

1867
Daveenn : MGK p95

Evit bezañ eürus n'eo ket ret kaout gened, / Kaout arc'hant leizh ar yalc'h ; ar furnezh [,] gwellañ zo.

1867
Daveenn : MGK p58

« Daou vloaz en deus kollet, seizh vloaz all a gollo, / Ha kement liard en deus[,] eus e yalc'h a yelo ; / Evit reiñ skiant dezhañ[,] er c'hrazañ, pa vez ret, / M'er c'hraz… An Aotrou Doue n'en doa peurlavaret, » / M'en em gavas eno e dieg pleget e benn, / e zaoulagad bremañ digor d'ar sklêrijenn.

1867
Daveenn : MGK p93

Daou varc'h a yae en hent : unan a gerc'h sammet. An eil, o tougen sonn arc'hant holen ar Roue; Bete bouedenn e lost ennañ lorc'h ha fouge, ne roje ket e vec'h evit netra er bed. En em hejañ a ra, stampañ e zivesker, ditirinat e ourouler, p'en em gav war al lec'h skarzherien godelloù, goullo ganto o yalc'h, digor o c'hrabanoù, evit skrabat el lec'h ma'z eus.

1867
Daveenn : MGK p6

Evelato, p’edo o vont a-biou Kroaz ar Born, e tistroas war-zu ar bourg en u[l] lavaret : — It atav, Gorrekêr ha maner ar Skilhoù, bezit dinec’h ; me a deuy diwezhatoc’h da c’houzout ha gwin mat hag aour melen a zo e yalc’h Lorañs Soutre ha Fañch Kabon.

1877
Daveenn : EKG.I. p.253

Ar re zo arc'hant 'n o yalc'h a zo brav de[zhe]. Pikez a goust lakaat ur park er stad-se.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

En pep Gorsedd kuzh bloaziek, an Drouiz-Veur kefier a zispleg stad ar yalc'h dirak ar Varzhed, hag ar Poellgor a ro dezhañ diskarg war e levr-kef.

1909
Daveenn : REZI p.18

Izabel ’ta a heulio ar pardonioù ; en-dro devezhioù ar pardon (derc’hent ar pardon, deiz ar pardon ha deiz an adpardon), an ozhac’h hag ar wreg a zigor frankoc’h ar yalc’h, an arc’h hag an armel.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.897 (Miz Ebrel 1924)

An aotrou a dennas e yalc’h eus e c’hodell hag a roas d’ar paotr ur pezh a ur skoed.

1925
Daveenn : BILZ2 p.126

Ho kabiten, va faotr, a garie [gare] ac’hanoc’h a-greiz e galon : roet en deus deoc’h e holl [b]eadra. Setu ar paper. Tri-c’hant skoed a zo er yalc’h-mañ : pep a gant da wragez an daou vartolod, kant all da Izabel evit he sikour da sevel he bugale, hag ar gwenneien all a [z]euio eus peñse ar c’hober a vo dit.

1925
Daveenn : BILZ2 p.174-175

yalc'h a-dreñv

1927
Daveenn : GERI.Ern pg as-

ti ar yalc'h

1931
Daveenn : VALL pg bourse (lieu où se font els opérations financières)

yalc'h skoliañ

1931
Daveenn : VALL pg bourse (pension payée dans une école)

yalc'hoù

1931
Daveenn : VALL pg blague, blouse (de billard), bourse

yalc'h

1931
Daveenn : VALL pg blague, blouse (de billard), bourse

lakaat er yalc'h

1931
Daveenn : VALL pg blouser (billard)

yilc'hier

1931
Daveenn : VALL pg blague, blouse (de billard), bourse (& anatomie)

yalc'h adreñv

1931
Daveenn : VALL pg bourse (à part, argent ramassé en cachette)

— Bez' e oa teir bañsion, diouzh yalc'h an dud : kentañ, eil, teirvet.

1944
Daveenn : EURW.1 p31

Tri eus hor "blokad" a zeuas eno da zerc'hel kompagnunezh dezho, en desped da briz ar pred (hor yalc'hoù ne oant ket gwarniset evel re ar Barizianed), Vallée, Ewen, ha me.

1944
Daveenn : EURW.1 p.132

Hag an teodoù fall da lavarout zoken e teu e-unan Ministr ar Post war al listri a ra un ehan e Monrovia evit gwerzhañ timbroù d'ar veajourien, evit klask leuniañ un tammig en doare-se yalc'h difoñs ar Gouarnamant.

1985
Daveenn : DGBD p17

Lennegezh ar brezhoneg diouzh he zu, a serro un oberenn all c'hoazh en he yalc'h, unan savet en ur yezh am bo graet va seizh gwellañ d'he skrivañ reizh ha difazi...

2016
Daveenn : ILIAS p. 4

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial