Marc’hadourien estren ne weled ket c’hoazh oc’h ergerzhout a-vagadoù hentoù ha gwenodennoù, oc’h en em silañ betek er c’hêriadennoù pellañ, o weladenniñ ar mereurioù distroañ, en ur hadañ e pep lec’h, a-unan gant aour, sklavezed ha traezoù micher diwar zorn estren, an dizurzh hag an dizunvan, o vreinañ kalon ar yaouankizoù dre o c’homzoù hag o skouerioù, o hoalañ ar renerien hag an henaourien d’ar gwallc’hoantegezhioù, d’ar grezni ha d’an uhelegezh, oc’h atizañ mereurioù an holl da c’hoantaat ez direizh kemm ha nevezinti.
E skeud an dizunvaniezhoù-se, ar c’hasonioù a voe hadet ganto hag an emstourmadoù a zeuas da heul, en em silas ar varc’hadourien diavaeziad betek e don ar vro, oc’h anavezadenniñ heñtoù ha gwenodennoù, o jedadenniñ penn-kêriou, kreñvlec’hioù, tiez a-skign, o veizadenniñ niver ar vrezelourien, o hoalañ, o vreinañ an darvuiañ eus an uhelidi, eus ar roueed hag ar pennoù, o saotrañ kalon hag ene ar yaouankiz. Hounnezh e voe ar gentañ gwalenn.
- Te 'zo va aveler, emezi, neuze, yaouankiz en he lagad. Reiñ a reas dezhañ un taolig en-dro gant he benvegig splann ha bresk e-giz eskell ur valafenn.
- Paotr Tin, lakaet eo bet ar yaouankizoù war an douar d'en em zaremprediñ ha... dimeziñ. N'eus netra reishoc'h.
- Gwechall, em yaouankiz munudik, on bet o skrapañ per... hag avaloù... ha kastrilhez... ha... e jardin un amezegez kozh, e-tal ti va c'herent.
Unan eus reolennoù ar gouent a gemenne e vije fiziet er yaouankizoù-se, a oa da vezañ ministred an Aotrou Doue, da lavarout eo ar vegenn eus ar Gristenienn, pep a sizhuniad labourioù izel, da voazañ o c'halonoù ouzh ar sentidigezh hag an izelegezh.
Ne glemme gouerouz ebet ouzh ar seurt boued, rak d’am meno n’eus neblec’h gwelloc’h keginer eget kalon digor ar yaouankiz.
Pa zeue dezho, un nebeud bloavezhioù goude, dont da welout o zud, o devoa ankounac'haet, n'eo ket hepken o brezhoneg, met ivez an doare da labourat a oa bet o hini en o yaouankiz.
"Me 'wel e soñjit eveldon", eme an Ao.Enfield. "Ya, un istor keuzius eo". Rak va faotr oa un hailhon na c'hell den e zaremprediñ, un den milliget e oa evit gwir. Drouktunerezh moarvat ; un den onest a lakaer da zichakodañ evit ur follinach yaouankiz bennak.
Dibaouez e vezan dindan taeriñ rak ho kenseurted, Aotrou C'haritos, a glask atav penaos kas ar yaouankizoù-se d'an toull evit ma vo dibrez o spered.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
yaouankted