Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. an dud, al loened, ar plant) Perzh ur boud bev pe udb. bev a zo o vevañ abaoe un niver bihan a-walc'h a vloavezhioù, ur prantad berr a amzer. Ur c'hazh yaouank. Plant yaouank bloaz, a vloaz. Ar paotrig-se zo yaouankoc'h eget pemp bloaz. Hi eo an eil yaouankañ eus a seizh bugel. & Trl. Kozh* ha yaouank. & Yaouank-flamm : yaouank-tre, yaouank ken e sked. 2. (en e furm vihanaat) En e oad tenerañ. Gant bugale yaouankik ne c'halle ket bezañ ken dieub-se. Yaouankik eo da vont war ar vicher-se. 3. (er c'heñveriadennoù ; en e zerez-uheloc'h) Nebeutoc'h a oad dezhañ. Ar vamm-gozh zo yaouankoc'h egetañ. (en e zerez-uhelañ) An nebeutañ a oad dezhañ. E vreur yaouankañ zo deuet da gozh ivez. 4. Difetis Dezhañ perzhioù dibar da vareoù kentañ ar vuhez. Yaouank e oa e ene. Un den yaouank a galon a oa anezhañ. 5. Ent strizh (db. an dud) Dizimez c'hoazh. Ar plac'h yaouank he doa c'hoant da gaout ur pried diouzh he dere. Ar baotred yaouank a zouge, deiz an eured, ur wiskamant mezher du gant ur gouriz glas. & Paotr yaouank kozh, plac'h yaouank kozh : chomet dizimez hag eñ (hi) kozh. & Den yaouank, tud yaouank : zo o vont da zimeziñ pe o paouez dimeziñ. Ar pedadennoù kaset, gant an daou zen yaouank a oa brezhoneg warno. Un eured gant dek koublad tud yaouank. Madik a-walc'h ez ae an traoù en-dro d'an daou yaouank abaoe o eured. & Ober e baotr yaouank : kemer e blijadur ; ober e gañfard. 6. Dre ast. En e benn kentañ. Yaouank eo an noz. ES. kozh.

Skouerioù istorel : 
133
Kuzhat roll ar skouerioù

yaouank

1499
Daveenn : LVBCA p204 (jeune)

16. Neuze an impalarz, karget a furor, a gomañsas d'o zamall ha d'o blam oz lavaret dezhe ez oant ifam lavaret bezañ holl faezhet gant un verc'hig yaouank[.]

1576
Daveenn : Cath p14

Neuze unan anezhe, gant despid, a respontas : ur c'huzul gailhart evit un impalaer, añsembliñ kellies a zen savant a divers ha pell vroioù evit disputen ouzh ur verc'h yaouank ha debil ha frajil e-lec'h ma'z c'hallse fasilamant unan [a] hor paotred pe lakezed he faezhañ.

1576
Daveenn : Cath p11-12

12. Sezar a respontas dezhe : [«] Amañ en hon eus un verc'h yaouank peheni n'he deus ket a gompagnonezh e skiant hag eo gouvizek 'vez[. »]

1576
Daveenn : Cath p11

aba voen yaouank

1659
Daveenn : LDJM.1 pg des (ma jeunesse)

yaouank

1659
Daveenn : LDJM.1 pg ieune

yaouank

1732
Daveenn : GReg pg Abel

Abel a varvas yaouank

1732
Daveenn : GReg pg Abel

den yaouank adalek an oad a bevarzek vloaz bede pemp warn-ugent

1732
Daveenn : GReg pg adolescent

balanigoù yaouank

1732
Daveenn : GReg pg genet (Jeunes brins de genêt, ou genêt qui est encore bien jeune.)

tud yaouank

1732
Daveenn : GReg pg garçon (Garçon, celui qui n'est pas encore marié.)

ar yaouankañ

1732
Daveenn : GReg pg agé

ejenned yaouank

1732
Daveenn : GReg pg (jeune) beuf (bouvillon)

oc'hen yaouank

1732
Daveenn : GReg pg (jeune) beuf (bouvillon)

paotr melen en deus blev melen

1732
Daveenn : GReg pg blondin

den yaouank a zo melen e vlev

1732
Daveenn : GReg pg blondin

yaouank hêr

1732
Daveenn : GReg pg cadet (puîné)

ar yaouankañ eus ar mibien

1732
Daveenn : GReg pg (le dernier) cadet

ki yaouank

1732
Daveenn : GReg pg (jeune) chien

chas yaouank

1732
Daveenn : GReg pg (jeune) chien

bioc'h yaouank

1732
Daveenn : GReg pg genisse (jeune vache qui n'a point porté)

An dud yaouank a gemer aes ompinionoù nevez, en em ro prest d'an ompinionoù nevez.

1732
Daveenn : GReg pg (les jeunes gens) se coëffent (volontiers de nouvelles opinions)

An tri den yaouank a Izrael a yoa stlapet en ur fournez elumet.

1732
Daveenn : GReg pg fournaise (Les trois enfans d'Israël furent jettez dans une fournaise ardente.)

Marv eo yaouank-flamm.

1732
Daveenn : GReg pg fleur (Il est mort à la fleur de son âge.)

Marv eo yaouank-flour.

1732
Daveenn : GReg pg fleur (Elle est morte à la fleur de son âge.), fleur (Il est mort à la fleur de son âge.)

derc'hel berr gant an dud yaouank

1732
Daveenn : GReg pg (tenir de) court (la jeunesse)

Marv eo yaouank-flour.

1732
Daveenn : GReg pg fleur (Il est mort à la fleur de son âge.)

un den yaouank desavet mat, desket mat

1732
Daveenn : GReg pg (un homme bien) elevé

Godelloù an dud yaouank ne vezont nemeur karget eus a arc'hant.

1732
Daveenn : GReg pg finance (Les jeunes gens ne sont guères chargez de finances.)

plac'h yaouank

1732
Daveenn : GReg pg fille (Jeune fille.)

plac'h yaouank-flour

1732
Daveenn : GReg pg fille (Fille à la fleur de son age.)

Marv eo, siwazh, ha hi yaouank-flour.

1732
Daveenn : GReg pg fille (Elle est morte à la fleur de son âge.)

ur verc'hig yaouank

1732
Daveenn : GReg pg fillette

paotr yaouank

1732
Daveenn : GReg pg fils (Jeune fils.), garçon (Jeune garçon.), garçon (Garçon, celui qui n'est pas encore marié.)

paotr yaouank-flour

1732
Daveenn : GReg pg fils (Fils a la fleur de son âge.)

den yaouank

1732
Daveenn : GReg pg garçon (Garçon, celui qui n'est pas encore marié.)

Godelloù an dud yaouank ne vezont nemeur karget eus a finañs.

1732
Daveenn : GReg pg finance (Les jeunes gens ne sont guères chargez de finances.)

paotred yaouank

1732
Daveenn : GReg pg garçon (Garçon, celui qui n'est pas encore marié, p.)

na kozh na yaouank

1732
Daveenn : GReg pg age

plac'h yaouank lart ha tev-onestamant

1732
Daveenn : GReg pg gagui (fille jeune, jolie & qui a beaucoup d'embonpoint)

kenteliañ an dud yaouank

1732
Daveenn : GReg pg apprendre

ur wezenn yaouank

1732
Daveenn : GReg pg arbre

ar yaouankañ eo eus a bevar

1850
Daveenn : GON.II pg iaouañk

mab yaouank

1850
Daveenn : GON.II.HV pg mâb (-iaouañk)

mibien yaouank

1850
Daveenn : GON.II.HV pg mâb (-iaouañk)

merc'h yaouank

1850
Daveenn : GON.II.HV pg merc'h (-iaouañk)

plac'h yaouank

1850
Daveenn : GON.II pg plac'h

Korf en deus, hag eñ yaouank

1850
Daveenn : GON.II pg korf

lammout a ra evel un ebeul yaouank

1850
Daveenn : GON.II pg ébeul, eûbeûl, heûbeûl

An abafder a zere oud ur plac'h yaouank.

1850
Daveenn : GON.II pg abafder (La timidité convient à une jeune fille).

An den yaouank-se en deus doare abaf.

1850
Daveenn : GON.II pg abaf (Ce jeune homme a l'air étourdi, étonné).

Bagol eo an den yaouank-se.

1850
Daveenn : GON.II pg bagol (Ce jeune homme est sain, vigoureux).

Balc'h-bras eo an den yaouank-se.

1850
Daveenn : GON.II pg balc'h (Ce jeune homme est bien étourdi).

den yaouank blouc'h

1850
Daveenn : GON.II pg blouc'h (Jeune homme sans barbe).

Gwall varvek eo evit un den yaouank.

1850
Daveenn : GON.II pg barvek (Il est fort barbu pour un jeune homme).

Gwall vlank eo an den yaouank-se.

1850
Daveenn : GON.II pg blañk (Ce jeune homme est bien délicat, bien faible).

n'eo ket ar yaouankañ eo ar c'hoantañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg koañt

yaouank

1850
Daveenn : GON.II pg dén (-iaouañk)

yaouank

1850
Daveenn : GON.II pg dén-iaouañk

un den yaouank eo

1850
Daveenn : GON.II pg dén-iaouañk

tud yaouank int o-daou

1850
Daveenn : GON.II pg dén-iaouañk

Ur plac'h yaouank na dle nepred ankounac'haat an dereadegezh.

1850
Daveenn : GON.II pg déréadégez (Une jeune fille ne doit jamais oublier la décence.)

an dibab eus an dud yaouank eo

1850
Daveenn : GON.II pg dibab

Gwall ziek eo evit un den yaouank.

1850
Daveenn : GON.II pg diek ou diegus (Il est bien paresseux, bien nonchalant pour un jeune homme).

difelc'het eo bet ez yaouank, war a lavarer

1850
Daveenn : GON.II pg difelc'ha

digalon eo an den yaouank-se

1850
Daveenn : GON.II pg digaloun

digar-bras eo evit un den yaouank

1850
Daveenn : GON.II pg digar

digempenn-bras eo an den yaouank se

1850
Daveenn : GON.II pg digempenn

n'eo ket dic'houzvez an den yaouank-se

1850
Daveenn : GON.II pg dic'houzvez

n'eo ket direizh an dud yaouank er gêr-mañ

1850
Daveenn : GON.II pg direiz

dirollañ a ra an dud yaouank

1850
Daveenn : GON.II.HV pg dirolla

Diskolpañ a gar an den yaouank-se.

1850
Daveenn : GON.II pg diskolpa (Ce jeune homme aime à se divertir).

dishual eo evitañ da vezañ yaouank

1850
Daveenn : GON.II pg dishual

divarv eo c'hoazh an den yaouank-se

1850
Daveenn : GON.II pg divarv

n'eo ket brav da un den yaouank diveureiñ

1850
Daveenn : GON.II pg diveûret

gwall zivezh eo evit ur plac'h yaouank

1850
Daveenn : GON.II pg divéz, divézet

an dud yaouank a zo peurvuiañ dizoan

1850
Daveenn : GON.II pg dizoan

dizouj-bras eo an den yaouank-se

1850
Daveenn : GON.II pg dizouj

drant-bras eo an den yaouank-se

1850
Daveenn : GON.II pg drañt

an drouiz en deus douget, pa oa yaouank

1850
Daveenn : GON.II pg drouin

an ebatoù a gar an den yaouank-se

1850
Daveenn : GON.II pg ebat

an den yaouank-se ne gar ket farlotañ

1850
Daveenn : GON.II pg farlota

yaouank-flamm eo e wreg

1850
Daveenn : GON.II pg flamm

yaouank

1850
Daveenn : GON.II pg iaouañk, iaouañkoc'h

n'eo ket ken yaouank ha me

1850
Daveenn : GON.II pg iaouañk

un den yaouank

1850
Daveenn : GON.II pg iaouañk

ur plac'h yaouank

1850
Daveenn : GON.II pg iaouañk

yaouankoc'h

1850
Daveenn : GON.II pg iaouañk, iaouañkoc'h

yaouankoc'h eo egedon

1850
Daveenn : GON.II pg iaouañk

yaouankañ

1850
Daveenn : GON.II pg iaouañk, iaouañka

Ho merc'h a zo yaouank ha koant.

1850
Daveenn : GON.II p.93, livre second, « Votre fille est jeune et jolie ».

Ret eo plegañ ar wezenn e-pad ma eo yaouank.

1850
Daveenn : GON.II p.83, livre second, « Il faut plier l’arbre pendant qu’il est jeune ».

An holl dud yaouank a dle kerzhout evit diwall ar vro.

1850
Daveenn : GON.II p.64

Va mab a zo yaouankoc'h evit hoc’h hini, hag evel-se hoc’h hini a zo koshoc’h evit va hini.

1850
Daveenn : GON.II p.68

Ur plac'h yaouank, morgant-meurbet, / E devoa c'hoant kaout ur pried / Yaouank, fur, brav hag a-zoare, / Tomm e galon dioc'h he dere.

1867
Daveenn : MGK p55

Ar vamm-giez a c'houlenn outi / Pemzek dervezhiad all da chom c'hoazh en he zi ; / — « Rak, emezi, va bugale / Yaouank-flamm ne c'houzont bale. »

1867
Daveenn : MGK p107-108

— « Va zad, lavarit din penaos e c'hell an dud / » Dastum, evel a reont, madoù ha kalz a vrud ? » / Eme un den yaouank d'e dad deut war an oad.

1867
Daveenn : MGK p144

Hag en ur hopañ d'ar skrivagnerien yaouank : "Taolit pled war gement-mañ, emezañ, tud yaouank eus a Vreizh-Izel !"

1867
Daveenn : MGK Rakskrid IX

Ar c'hwreg yaouank d'he zro, oc'h ober he diviz, / Ne lezas ket ur vlevenn wenn / E-touez ar re zu war e benn, / O-div, evel div yar, dre skrabat penn o gwaz, / A lakeas anezhañ 'vel un irvinenn noazh.

1867
Daveenn : MGK p63

aet eo aze d'al leur nevez, Fieka Kalvez eus e gostez, gante pep a abid nevez, bravañ daou den yaouank o vale

1874
Daveenn : GBI.II p468

ur werz nevez a zo savet, d'ur plac'hig yaouank ec'h eo graet; he deus bet un abid lien gwenn a gouste pemp skoed ar walenn. Pa oa an abid nevez graet, d'ar plac'hig yaouank eo plijet

1874
Daveenn : GBI.II p528

digasit-c'hwi ganeoc'h ma abijoù kaerañ ha lakait anezhe da'm c'hoarig yaouankañ

1874
Daveenn : GBI.II p8

leal, aet eo d'al leur nevez, an hini a gar eus he gostez, indani 'n abid satin gwenn; Doue, bravañ da femelenn; indanañ 'n abid satin gris; bravañ den yaouank a welis

1874
Daveenn : GBI.II p480

Ur manac’h yaouank-flamm, hag a yoa o chom er penn pellañ eus ar gouent, a zihunas o klevet an tennoù fuzuilh kentañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.42

Pa voe tennet ar baotrezig eus a-zindan ar gwele, e-lec’h m’oa kuzhet, e chomas ar soudarded souezhet da sellet an eil ouc’h egile. — Daoust, emezo, hag ur plac’hig ker yaouank a c’hellfe bezañ roet un taol ker start ?

1878
Daveenn : EKG.II p.144

ar plac'h yaouank-hont a zo friantiz enni

1909
Daveenn : BROU p240 (cette jeune fille est bien volage)

Hounnezh e voe ar reolenn ma voe reizhet diouti buhez Vindosêtlos adal ma tremenas, etre divrec’h Kênos, treuzoù Vissurix betek an deiz ma kimiadas, hag eñ deut da zen yaouank, evit distreiñ davet e gerent.

1924
Daveenn : SKET.II p.17-18

Barner an aotrou, an aotrou Kerjantjili, ur paotr yaouank kozh [m]iret, a oa anavezet gant an holl, ha dreist-holl gant kanfarded ar vro ; hag hemañ ivez a anaveze mat anezho, ne oa ket evit o anduriñ dirak e zaoulagad.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.868 (Miz Meurzh 1924)

Triwec’h vloaz a zo abaoe ! triwec’h vloaz !… Plac’h yaouank eo atav Soazig. — Plac’h yaouank !… Plac’h yaouank kozh viret ! a c’hrozmolas unan bennak.

1925
Daveenn : BILZ2 p.136

Ha koulskoude, plac’h yaouank kozh viret ne chomo ket, nann, ah ! nann !… Plac’h yaouank kozh viret ne vo ket : ne fell ket dezhi, heñvel eus [ouzh] he moereb, c’hoar he mamm, tintin Katell, disec’hañ war droad gant ar c’heuz hag an erez.

1925
Daveenn : BILZ2 p.151

Gant an oad e oa deut da vezañ un tammig doñvet, muioc’h douget da glask kompagnunezh ar baotred hag ar merc’hed yaouank.

1925
Daveenn : BILZ2 p.178

War frankizenn un amdor pourvezioù kanol, seizh soudard yaouank gwennwisket a spure, a vernie, a gigne hag a live melladoù bolidi kanol melen-aour.

1929
Daveenn : SVBV p5

bloaz yaouankoc'h

1931
Daveenn : VALL pg (d'un) an (plus jeune)

plant yaouank bloaz

1931
Daveenn : VALL pg (jeunes plants d'un) an

Ret e voe d'ar "re zilezet" en em harnezañ, sammañ o sac'h, kregiñ en o fuzuilh ha mont en hent... En o zouez en em gave Yann Seitek hag e gamalad yaouankoc'h Pêr Mahe

1941
Daveenn : ARVR niv.6, p4

Tamm-ha-tamm e teu treuz an draonienn-se da gemer stumm un U, tra ma vez d'un draonienn diwar stêr stumm ur V (pa vez yaouank da vihanañ), dre ma vez krignet kalz buanoc'h an talweg eget an torioù.

1943
Daveenn : TNKN p42

Hag, evit lavarout ar wirionez penn-da-benn, o c’herent, ma c’houlennent diganto un dra bennak, ne raent ket fout gant respontoù, rak gouzout a raent, kerkoulz ha n’eus forzh piv, n’o doa ket an daou baotr yaouank kozh o far e kanton Pleiben da livañ gevier kaer.

1944
Daveenn : ATST p.37-38

Mouezhioù rok a gemenne : « Dre amañ ! Ar soudarded yaouank d’hor c’haout ! En em renkit pevar ha pevar, ha buan ! Hallo ! Un tamm hast, bandenn « bleuien ! » Ni ho tesko da stlejal ho potoù… »

1944
Daveenn : EURW.1 p.191

Komz a rae ar galleg gant pouez-mouezh kañfarded Montmartre, ha koulskoude, hennezh yaouank ne oa sur-mat na Parizian a ouenn, na zoken Gall.

1944
Daveenn : EURW.1 p.193

A-boan ma oa aet Lom d’ar park, ma lavaras Soazig, ar c’hoar yaouankañ : — « O ! sur, Lom n’eo ket aet da zic’harzhañ, rak gwelout a ran e falz war gorre an armel. ».

1944
Daveenn : ATST p.40

Ne lavarin anv maouez ebet, rak merc’hed ar c’hêriadennoù am eus anvet a oa aet da Garreg-al-Louarn ar buanañ m’o doa gallet ; holl e oant aet di eus an hini vrasañ betek an hini vihanañ, an hini goshañ evel an hini yaouankañ, dre hent[-]bras, dre hent-karr, dre gwenodenn ha kammboulenn, dreist kleuzioir [sic, "kleuzioù"], a-dreuz gwarimier sec’h ha parkeier priellek, holl, holl, d’ar red, eeun gant o hent ar re a c’halle mont, kamm-digamm ar re all, pep hini hervez hirder ha nerzh he divesker.

1944
Daveenn : ATST p.80

Nag a bet gwerz entanet am eus meizet ha skrivet eno, pa oan erru d'an oad a baotr yaouank...

1944
Daveenn : EURW.1 p16

Dre-se, darn a gavo da zeren din bezañ en em [ur ger a vank amañ, -gontet ?-] e 24 bloaz bevet ent gwir kement ha tud arruet da 50 vloaz, e respontin c'hoazh n'eo ket tre ma istor ma-unan eo e fell ganin dezrevelliñ, mes istor an traoù souezhus a zo bet digouezhet e Breizh em amzer yaouank, hag on bet evel ur benveg graet gant an tonkadur evit o seveniñ.

1944
Daveenn : EURW.1 p5

Setu perak e oa deut ken niverus, kozh ha yaouank, gwazed ha merc'hed, da selaou kannad ar vrezhonegerien a oa ac'hanon, an devezh-se.

1944
Daveenn : ARVR Niv. 165

Paotr yaouank kozh e oa anezhañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p79

Kaout a rae din gwelout chouanted, evel m'emaint war ar skeudennoù hag e soñjen ennon ma-unan : — « O ma vije tu da ober d'ar re yaouank dougen c'hoazh dilhad broadel Breizh-Izel... O na me 'garje kaout ur wiskamant evel-se... »

1944
Daveenn : EURW.1 p75

Paourkaezh beleg yaouank ; ar brederouriezh en doa troet e benn dezhañ un tammig ouzhpenn, klañvidik e oa, ha klevet em eus keloù e varo nebeut a vloavezhioù goude.

1944
Daveenn : EURW.1 p63

Pemzek vloaz he doa ha kregiñ a rae da vezañ plac'h yaouank.

1944
Daveenn : EURW.1 p44

Goude e oa aet betek penn pellañ ar vali izelañ, evit bezañ outañ e-unan. Ur meni-gwelva [meni gwelva] a oa eno, ma tizhed gwelout, dre dreuz skramm rouez ha dreinek kasiaenned yaouank, unan eus talbennoù louet ar gouent, ar jardin kloz, kêr Viranda a-bezh gant he zoennoù ruz, ar stêr Ebro, hag ar gompezenn ec'hon-meurbet, glas evit un nebeu[d] amzer c'hoazh, harzet du-hont, pell, gant menezioù Alava, er vro [e]uskarat.

1949
Daveenn : SIZH p.47

- Te a zo diwar ar maez, Sezni, hag eus bro-Leon ar gatolikañ. Em c'hêr c'hinidik, avat, du-mañ, war vordig mor Kernev-Izel, eo douget, ouzhpenn dreist, ar merc'hed yaouank d'al lammoù ha d'an dañsoù, ha, 'm eus aon, e karont ivez kompagnunezh ar baotred yaouank.

1949
Daveenn : SIZH p.53

Ha ma pare dirazon goanagoù ur vuhez nevez, e chome em spered paotr yaouank skeudenn va bro, dindan an heol d'an deroù hañv.

1985
Daveenn : DGBD p9

Gantañ [ar patron meur] e voe graet un dra ha ne vo ket tu da zresañ morse : klask a reas tec'hout diouzh an tabut gant ur c'harr-tan ha flastrañ a reas gar an den yaouank.

2015
Daveenn : DISENT p83

Ar blenier yaouank zo unan speredek, gouzout a ra embreger ar c'harr hag ober gant ar c'hwitellerez.

2015
Daveenn : EHPEA p33

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial