I.
H.g.
A.
1. Arsav debriñ klok a reer a-youl-gaer.
Pevar den o deus graet yun evit enebiñ. Marv eo goude tri-ugent devezh yun. Un devezh yun, war yun : hep bezañ debret. Terriñ e yun : lakaat ur paouez d'e yun.
HS. harz-debriñ.
2. Tr. adv.
Bezañ, (di)war yun, diwar e yun : na vezañ debret tamm, bezañ goullo e stomog.
War yun emaon. Ne felle ket dezhañ kas anezho d'ar gêr diwar o yun. Ret e vo deoc'h bezañ war yun pa vo tennet gwad diganeoc'h.
&
Dre skeud.
Bezañ war yun eus udb. : dioueriñ an dra-se, na gaout anezhañ.
Edo war yun a vutun.
3. Digresk lakaet d'an debriñ boued e-pad ur prantad, diwar abegoù yec'hed alies.
Lakaat ub. war yun : erbediñ ar yun dezhañ.
B. Ent strizh
Boaz relijiel, anezhañ an arsav debriñ boued, klok pe glokoc'h, e-pad ur prantad amzer bevennet-strizh.
E-pad ar C'horaiz e veze graet yun strizh gwechall.
&
Trl.
Yun ar seizh steredenn, yun an nav steredenn : yun a raed gwechall e lec'hioù zo eus ar vro an devezh a-raok Nedeleg ma tleed yunañ adal ar mintin betek gwelet seizh pe nav steredenn en oabl.
&
Dre skeud.
Ober yun an nav steredenn : bevañ en dienez.
II.
G.
Dre ast.
Prantad ma reer yun.
Arabat e oa mankout war unan eus ar yunioù merket gant an Iliz.
Yunioù ar C'horaiz. Yun zo hiziv.
HS. vijil.
22. Pan tistroas an impalaer ez eure he frezantañ dirazañ ha pan he gwelas ken kaer ha ken resplañdisant ha maz oa-hi, peheni a estime a vefe kastizet ha tourmantet dre an yunoù hag an abstinasion a grede he devoa graet, ez teuas da estimiñ ez oa bezet repuet ha maget gant ur re er prizon.
22. pan distroas an impalarz ez gueure he presentaff dirazaff: ha pan he guelas quen cazre ha quen resplendissant ha maz oa hy peheny a estime a vihe castizet ha tourmantet dre an iunou hac an abstination a crede he deffoy great: ez deuz da estimi ez oa bezet repuet ha maguet gant vn re en prison,
1576
Daveenn :
Cath
p18
ur yun
vn iun
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg (vn) ieusne
yunoù
iunou
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg (vn ieusne)
bezañ war yun
beza voar iun
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg estre (a ieun)
reiñ da yun
rei da yun
1732
Daveenn :
GReg
pg enjoindre (des jeûnes)
reiñ yunioù
rei yunyou
1732
Daveenn :
GReg
pg enjoindre (des jeûnes)
reiñ yunioù da ober
rei yunyou da ober
1732
Daveenn :
GReg
pg enjoindre (des jeûnes)
dispañset da yun
dispançzet da yun
1732
Daveenn :
GReg
pg (dispensé) de (jeûner)
yun
iûn
1850
Daveenn :
GON.II
pg iûn, iuni
yunioù
iûniou
1850
Daveenn :
GON.II
pg iûn
yun eo hiriv
iûn eo hiriô
1850
Daveenn :
GON.II
pg iûn
war yun
war iûn
1850
Daveenn :
GON.II
pg iûn
diwar yun emañ c'hoazh
diwar iûn éma c'hoaz
1850
Daveenn :
GON.II
pg iûn
mirout a ra an holl yunioù
miroud a ra ann holl iunioù
1850
Daveenn :
GON.II
pg iûn
Disleber eo deuet gant ar yunioù.
Disléber eo deûet gañd ar iuniou.
1850
Daveenn :
GON.II
pg disléber (Il est devenu tout exténué par les jeûnes).
Ur miz eus tregont deiz, / Ha yun bete neuze, a ve ur gwall goraiz.
E[u]r miz euz tregont deiz, / Ha iun bete neuze, a ve eur gwall-goreiz.
1867
Daveenn :
MGK
p81
O welet en ur park ur goulm all o tebriñ, an tremeniad war yun ha digor e galon a ya di da welet
O welet enn eur park, eur goulm all o tibri, ann tremeniad war iun ha digor he galoun a ia di da welet
1867
Daveenn :
MGK
p19
« Unan, daou, tri, pevar : evit peder sizhun / Peadra da zibriñ, ha me a zo war yun ! »
» Unan, daou, tri, pevar : evit peder zizun / » Peadra da zibri, ha me a zo war iun !
1867
Daveenn :
MGK
p98
(1) Diwar-benn an ober gant ar yun evit rediañ hervez reizh ha lezenn, boaz kent an amzervezh kristen e-touez ar Gelted kozh hag ar pobloù ariek all, Rev. celt., 1910, pp. 254-255.
(1) Diwar-benn an ober gand ar yun evit redia hervez reiz ha lezenn, boaz kent an amzervez kristen e-touez ar Gelted koz hag ar poblou ariek all, Rev. celt., 1910, pp. 254-255.
1923
Daveenn :
SKET
p.37
Hogen e-pad eizh miz goañvezh, ez a ar stêriadoù dour da stêriadoù skorn-[sklaer], hag e rank an hemolc’herien menel war yun en o foukennoù dister.
Hogen e-pad eiz miz goanvez, ez a ar stêriadou dour da stêriadou skourn-sklezr [sic], hag e rank an hemolc’herien menel war yun en o foukennou dister.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.64
diwar yun
1931
Daveenn :
VALL
Rakskrid p XXVI
war yun
1931
Daveenn :
VALL
Rakskrid p XXVI
yun
1931
Daveenn :
VALL
Rakskrid p XXVI
Al likorioù, dreist-holl an aperitivoù, a vez evet pa vezer war yun, a zo noazusoc'h c'hoazh.
Al likoriou, dreist-holl an aperitivou, a vez evet pa vezer war yun, a zo noazusoc'h c'hoaz.
1943
Daveenn :
TOAA
p1
Da Lom e voe lavaret gant e c’hoarezed e oa gwelloc’h dezhañ chom war yun betek kreisteiz.
1944
Daveenn :
ATST
p.27
Divadeziñ ur straed, ur savadur, panelloù-heñchañ; adplantañ ha hadañ e-lec'h ma rank tremen un hent-tizh; adsevel traoù war douaroù a rank bezañ dilezet abalamour d'ur raktres euzhus; vomit in -mont da sellet ouzh emvod ur c'huzul departamant da skouer, hag en em lakaat da zislonkañ pa vez divizet un dra euzhus-; nac'h degemer un enor -ur priz pe ur vedalenn-; skuilhañ teilh [teil] pe follennoù bruderezh; chom war yun a-wel d'an holl.