Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Chom hep debriñ, a-youl-gaer pe get. Yunañ a ra ur wech ar sizhun. Rankout a ra chom da yunañ. Yunet en deus e-pad daou zevezh. 2. Trl. Yunañ diwar, àr udb. : chom hep debriñ tra estreget an dra-se e-pad e yun. Yunañ diwar un nebeud frouezh sec'h. Alies e yune diwar bara ha dour hag a-wechoù zoken ne zebre tamm a-hed an deiz. & Yunañ ag udb. : dioueriñ an dra-se. Lod a yunas a vutun e-pad meur a viz e-doug ar brezel. Yunet o deus a vutun, a vier.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

yuniñ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg ieusner

un amzer zo bet ma yune an dud pep Sadorn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (il a esté vn) temps (qu'on ieusnoit tous les Samedis)

Daouzek-deizioù, vijiloù ar sent, / Yun ar c'horaiz antieramant.

1677
Daveenn : Do. p31

yun ar c'horaiz

1732
Daveenn : GReg pg jeûner le) carême

yuniñ ar C'hoaraiz

1732
Daveenn : GReg pg (jeûner le) carême

yunet

1850
Daveenn : GON.II pg iuni

yuniñ

1850
Daveenn : GON.II pg iûn, iuni

yuniñ a reot diwar ar bara hag an dour

1850
Daveenn : GON.II pg iuni

« Lavarit din eta, pet gwech, 'hed ar sizhun, / Diwar bara ha dour ez eo rankout deoc'h yun, / E-pad ma vez ganen bemdez Ivon pe Baol / O kefestañ laouen, o tibriñ oc'h va zaol ?

1867
Daveenn : MGK p123

— Na rit ket a van, eme ar manac’h, me a zo boazet da yun. Evelato ec’h [ay] ganen, a-galon-vat, un tamm bara, rak abaoe dec’h da greisteiz n’em eus debret griñsenn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.45

Hag en em lakeas da yun ken n’en dije rediet ar gov da reiñ dezhañ ar C’hlazenn.

1923
Daveenn : SKET p.37

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial