Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
11
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1499, 1985] Amprevan eus an urzhad Lepidoptera, dezhañ eskell livet-flamm prl., hag un drompilh a dalvez dezhañ da vleuniaoua. Treuzfurmadur ar viskoulenn en ur valafenn. Balafenn ar preñv-seiz. & Balafenned-noz : balafenned a vez gwelet o nijellat da serr-noz pe da noz, dispak o eskell pa ne vezont ket o nijal. 2. Dre heveleb. Malzenn-erc'h. Ur valafenn-erc'h. HS. fulenn-erc'h, pluñvenn-erc'h. 3. Dre skeud. (db. an dud) [1927] Den hedro, skañvbenn, divemor. & Ur spered balafenn : ur penn skañv a zen.

Skouerioù istorel : 
17
Kuzhat roll ar skouerioù

balafenn

1499
Daveenn : LVBCA p31 (papeillon)

balafenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg balavê

balafennig-Doue

1699
Daveenn : Har. pg balafennig-Doue

balafenned

1850
Daveenn : GON.II pg balafen (Papillon, insecte volant à ailes poudreuses. On le dit aussi, au figuré, au sens de volage, inconstant, etc. Pl.)

balafenn

1850
Daveenn : GON.II pg balafen, balaven (Papillon, insecte volant à ailes poudreuses. On le dit aussi, au figuré, au sens de volage, inconstant, etc.)

Ken hedro hag ar valafenn eo.

1850
Daveenn : GON.II pg édrô (Il est aussi volage, aussi inconstant que le papillon).

malafenn

1850
Daveenn : GON.II pg balafen (Quelques-uns prononcent "malafen" au lieu de "balafen"), malafen (Voyez "Balafen").

balafennoù

1850
Daveenn : GON.II pg balafen (Papillon, insecte volant à ailes poudreuses. Pl.)

balafenn

1850
Daveenn : GON.II pg balafen, malafen (Papillon, insecte volant à ailes poudreuses).

palafenned

1909
Daveenn : BROU p. 204

palafinier

1909
Daveenn : BROU p. 204

palafenn

1909
Daveenn : BROU p. 204

balafenn

1927
Daveenn : GERI.Ern pg balafenn (Papillon ; un étourdi).

- Te 'zo va aveler, emezi, neuze, yaouankiz en he lagad. Reiñ a reas dezhañ un taolig en-dro gant he benvegig splann ha bresk e-giz eskell ur valafenn.

1949
Daveenn : SIZH p.50

Ar Bed ?... Dileuret en doa, da hilligañ e ene kizidik, da douellañ e ene barzh, mignon d'ar bleunioù ha d'ar balafenned, en emors an hoalusañ, an dañjerusañ ivez.

1949
Daveenn : SIZH p.48

Ar valafenn, skañvbenn hag hedro, a oa anezhañ, o teviñ edo he divaskell ouzh flamm ar c'hadaliezh.

1949
Daveenn : SIZH p.59

An heol, eñ, a graz an delioù, a ro liv da bep tra, a laka ar gwenan hag ar c'hwiled a bep seurt da voudal e beg ar gwez, tra ma weler dindanno o tremen balafenned a bep stumm hag a bep liv ; evned sant Varzhin hag ar balafenned eo loened splannañ ar gouezeri, an dra skedusañ a gaver er vro-se.

1985
Daveenn : DGBD p57

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial