Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

(db. an dud) 1. Perzh bred ub. a gav dezhañ ez eo gwelloc'h eget ar re all, emañ a-uc'h ar re all. Leun eo a valc'hder. [1954] Ha distagañ a rae an diotach-se gant pouez-mouezh fentus Gwaskogniz hag ivez gant balc’hder dispar ar ganfarded dizesk. HS. fouge, lorc'h, stad. 2. Emzalc'h ub. en devez dispriz ouzh ar re all, a ziskouez doareoù rok ouzh ar re all. HS. rogentez. 3. Emzalc'h ub. n'en deus ket aon d'en em lakaat e gwall, da bennañ ouzh ar skoilhoù.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

balc'hder

1850
Daveenn : GON.II pg balc'hder (Fierté. Hauteur. Fanfaronnade. Arrogance. Etourderie. - Orgueil. H.V.), herder, rañdon, rogoni, rogeñtez

Leun eo a valc'hder.

1850
Daveenn : GON.II pg balc'hder (Il est plein d'arrogance).

Bagadennnoù zo, gant ar gwall valc’hder-se a weler alies er re yaouank, a refizias en o nerzh.

1923
Daveenn : SKET p.89

"balc’hder" g.

1923
Daveenn : SKET p.157, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Fierté, orgueil.".

balc'hder direizh

1931
Daveenn : VALL pg amour-propre (exagéré)

balc'hder reizh

1931
Daveenn : VALL pg amour-propre (légitime)

balc'hder

1931
Daveenn : VALL pg arrogance

Ha distagañ a rae an diotach-se gant pouez-mouezh fentus Gwaskogniz hag ivez gant balc’hder dispar ar ganfarded dizesk.

1954
Daveenn : VAZA p.142

Etimologiezh

Ger predenek a glot gant ar c'hembraeg "balchder" kenster gantañ.

Ofis publik ar brezhoneg