Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
4
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. A. (en egor) 1. (dirak un ak., ur rag., un adv. pe ur g. goul.) Termen a dalvez d'ober anv a lec'h orin un dilec'hiadenn. Mont, dont (kuit) eus ul lec'h bnk. Dont eus pell, eus krec'h. Degouezhout eus ul lec'h bnk. Perak int deuet eus keit-se, eus keit all ? Eus pelec'h, eus pe du emaint o tont ? • Bezañ bet eus ul lec'h bennak : bezañ kuitaet al lec'h-se. N'on ket bet eus ar gêr, eus an ti. • Kouezhañ eus ul lec'h bnk. Sevel eus e wele. Diboukañ eus touez al lann, eus a-dreñv ur garreg. • Tennañ udb. eus ul lec'h bnk. Tennañ dour eus ar puñs. Tennañ udb. eus kreiz an tan. & RANNYEZH, PEMDEZ EUS A : eus [1732, 1877, 1924, 1927] [1732] Donet a ra eus a Roazhon. [1877] Neuze e teuas, eus a Bariz, urzh d’an dud-a-lezenn a Vontroulez da gas an Aotrou de la Marche er-maez eus e eskopti, pe d’hen d[a]stum er prizon. [1924] O tont d’ar gêr eus a Vro-Zaoz [.] [1924] Eus a belec'h ?... [1927] Eus a Bariz e teu. 2. A-wechoù Termen a dalvez da c'heriañ ar pellaat diouzh ub., udb. Diskregiñ eus udb. : diskregiñ dioutañ. Sevel eus taol : diouzh taol. Redek eus an engroez : redek evit pellaat dioutañ. [1877] Ar mammoù ne ziskrogent ket kennebeut eus o bugale. 3. Termen a dalvez d'ober anv eus lec'hiadur ub., udb. Sellet ouzh ub., ouzh udb. eus ul lec'h bnk. & Tr. adv. Eus un tu, eus un tu all, eus an daou du, eus an eil tu hag egile : diouzh un tu, diouzh an tu all, diouzh an daou du, diouzh an eil tu ha diouzh egile. Gwelet a reer Brest eus un tu ha Gourenez Kraozon eus an tu all. 4. Termen a dalvez da c'heriañ ar pellder diouzh ul lec'h bnk. Pegeit emañ Kemper eus Douarnenez ? Pell emañ Brest eus Roazhon. Pegeit zo eus Montroulez betek Karaez ? Brest ha Kemper zo keit-ha-keit eus Roazhon. 5. Termen a dalvez d'ober anv eus al lec'h, ar vro m'eo ganet ub., eus lec'h orin ub., udb. Un den eus Roazhon. Bezañ genidik eus Gwened. Bezañ nevez-deuet eus e gorn-bro. • Roit dezhañ dour eus ar feunteun : bet kerc'het er feunteun. Roit dezho eus ar picher : dour, gwin, h.a., zo er picher. Kemer kig eus ar soubenn : kig zo er soubenn. & RANNYEZH, PEMDEZ EUS A : eus [1850] Eus a Bariz eo. [1927] Tud eus a Bondi. B. (en egor, en amzer ; dirak un anv pe ur raganv heuliet gant an ar. da pe betek hag un anv pe ur raganv all) Termen a dalvez d'ober anv eus orin udb. Mont eus Sant-Brieg da Naoned, betek Naoned. Mont eus an eil ti d'egile. Mont eus an eil d'egile, d'eben. • Eus an nec'h d'an traoñ, betek an traoñ. Eus ar barr d'ar strad. Eus penn an nec'h betek an traoñ. Eus tal krec'h betek traoñ. • Eus ar penn d'an treid, eus beg e dreid betek penn, betek krec'h, eus penn an traoñ betek krec'h. • Eus an eil penn d'an ti d'egile. • Eus dek eur da greisteiz, be tek kreisteiz. Eus ar mintin betek an noz. • Eus an eil devezh d'egile. Eus an eil penn d'an deiz d'egile. & RANNYEZH, PEMDEZ EUS A : eus [1659] Eus a sevel-heol bete kuzh-heol. C. (hep ober dave war-eeun d'an egor, d'an amzer) 1. Termen a dalvez d'ober anv eus orin ub., udb. Dont d'ar gêr eus ar brezel. Un daol bet prenet eus ur werzh : da-geñver ur werzh. N'en deus ket kalz a laezh eus e c'hivri : ne vez ket kalz a laezh gant e c'hivri. Aet eo an dra-se eus ma spered : ankounac'haet eo bet ganin. Mont eus kure da berson. Ur ger brezhonek deveret, tennet eus al latin : a orin latin. 2. Trl. Eus an eil sklêrijenn d'eben : eus gouloù-deiz betek serr-noz. & Eus un heol d'egile : dindan peder eurvezh warn-ugent. & (db. an dud) Eus e du : diouzh e du. Hennezh a laere hag e vreur a rae kement all eus e du. & Dre skeud. (db. an dud) Na vezañ eus an torad diwezhañ : gouzout diouzh e labour. & Tennañ ampled, splet eus udb. : kaout gounid diwarnañ. & Mont a-dreuz eus ur gaoz d'unan all : paouez gant ur gaoz ha kregiñ diouzhtu gant unan all hep ma vefe liamm ebet etrezo. & Dont eus ar c'homzoù d'an oberoù : paouez a dremen gant komzoù hep ken evit stagañ d'ober udb. & (db. an traoù) Dont eus udb. : bezañ stag ouzh udb., bezañ diouzh udb., tennañ d'udb., sellet ouzh udb. & (db. ar boudoù, an traoù) Dont, sevel eus udb. : bezañ e orin en dra-se. & RANNYEZH, PEMDEZ EUS A : eus [1732] Eus a veur a somm ober unan hepmuiken. 3. Termen a dalvez d'ober anv eus abeg udb. Honnezh he deus ul leve eus he mab lazhet. Koeñvet e oa e zaoulagad eus gouelan. Gouzout a reomp an dra-se eus bezañ touellet : diwar skiant-prenet dre ma'z omp bet touellet. Kaout arc'hant eus udb. : diwar gwerzh an dra-se. II. (dirak un ak., ur rag. pe un ag. en zerez-uhelañ) 1. Termen a dalvez da ober dave d'un elfenn pe da lies hini, dibabet en un teskad, d'un dam pe da lies hini, digemmet diouzh an darnoù all a ya d'ober udb. Ur wezenn eus ar c'hoad. Ur prenestr eus an ti. Dorioù eus ar c'hastell. Un troad eus an daol. Ur c'hostez eus ar c'hleuz. • Ur rumm eus ar baotred. ul lodenn eus e zanvez. Ur c'heit all eus e vuhez : un darn ken hir anezhi. • Marc'hadourezh eus an dibab, eus ar gurunenn. Tud eus ar gwellañ, eus ar re wellañ. Ur park eus ar c'haerañ, eus ar re gaerañ. • An hanter eus an dud, eus an aval. An hanter brasañ eus o madoù. Ar c'hantved, ar vilvedenn eus udb. An trifarzh eus an amzer. Ar braz, an darn vuiañ eus ar skolidi. Ar mad eus udb. : al lodenn vat anezhañ. • Piv, pehini eus ar vugale-se ? Unan bennak, hini ebet eus an dud-se. • Ar pep brasañ, ar pep gwellañ eus an dud-se. Ar pep all eus ar baotred. • Ar fallañ eus an hentoù. Ar goantañ eus ar merc'hedigoù. An hini koshañ eus ar wazed. • Ar yaouankañ, ar c'hoshañ, an eil eus pemp : a bemp bugel. • Unan eus ar re-mañ, eus ar c'hwec'h-se, eus an holl. Daou eus he faotred. Unan bennak eus ar rederien. [1878] Piv a oar pet eus hor breudeur hoc’h eus lazhet pe lakaet da lazhañ ? 2. (goude un ak.) Termen a dalvez da verkañ ul liamm ster etre un anv hag e renadenn. Un daolenn eus ar mor : un daolenn zo bet livet ar mor warni. [1949] Un daolenn war baper eus ar C’halonoù Sakr. 3. (goude un ak. divizet strizh, zo un ag., ur rn. disk. pe ur renadenn stag outañ) Termen a dalvez da zegas ur renadenn divizet strizh. Ar pajennoù kentañ eus al levr. Er penn-se eus ar gêr. Er mareoù-mañ eus ar bloaz. E penn ar c'huzh-heol eus an ti. 4. (goude lod eus an anvioù-kadarn zo degaset gant ar ger-mell strizh ha lakaet dirak un termen divizet strizh) Termen a dalvez d'eren un anv ouzh ur renadenn a lakaer d'e heul. Ar gwel eus e zremm. Ar c'heloù eus e varv. An nemorant eus e vadoù. Ar soñj eus e gomzoù. An nec'h eus an ti. An niver eus e zanvez. An emell eus an tiegezh. 5. A-wechoù (dirak un ak. degaset gant ar ger-mell strizh) Termen a dalvez da eren un anv ouzh ar renadenn a lakaer d'e heul. An dud eus an ti. An dour eus al lestr. III. (goude ur g. niv. pe ur g. goul., dirak miz pe bloaz) Termen a dalvez da c'heriañ an deiziadoù. An eil warn-ugent eus ar miz emaomp hiziv. Ar petvet, ar bet eus ar miz emaomp ? An tri-c'hant pempvet devezh eus ar bloaz. IV. (gant un anv-gwan doareañ) Termen a dalvez da zegas renadenn anvioù-gwan zo. Bezañ anaoudek eus udb. : bezañ desket-mat war ar c'hraf-se. Bezañ dianaoudek, diouiziek eus udb. : na c'houzout an dra-se. Bezañ gouest eus e dorfed : bezañ dan vez a-walc'h ennañ evit ober ur seurt torfed. Bezañ sur eus udb. Bezañ gwell, gwazh eus udb. : bezañ gwell, gwazh e stad abalamour d'an dra-se. Bezañ lodek eus udb. : kaout an dra-se en e lod. V. (gant ur v.) A. (gant ur v.k.e.) 1. (dirak ur renadenn dra divizet strizh) Termen a dalvez da c'heriañ al lodennañ. Debret em eus eus ar bara-se. 2. (dirak ur renadenn dra) Araogenn a dalvez da zegas ur renadenn doareañ. Terriñ ub. eus e garg : lemel e garg digantañ. Lavaret udb. eus ub. : lavaret udb. diwar e benn. • Ober tammoù, ober div zarn, ober daou eus udb. : e rannañ e tammoù, e div zarn. Ober, reiñ un diverrañ eus ur pennad skrid. Degas arroudennoù eus ul levr : menegiñ an arroudennoù-se. Ober un doue eus e gof : bezañ prederiet gant e gof hep ken. Ober daou c'her eus unan : en em zislavaret. • Ober un den fur eus ub. : e lakaat da zen fur. Ober Pêr eus ub. : ober gant ar c'hentanv-se evit komz outañ, evit komz diwar e benn. • Ober e vad eus udb. : tennañ splet anezhañ. Ober e rann, e gerz eus udb. : e gemer, e skrapan evit ma teufe da vezañ en e gerz. Ober e annez eus un ti bnk. : dont da chom ennañ. • Kaout an dizober eus udb. : en em zizober anezhañ. Kaout an dieub, an disamm, an distag eus udb. : dont a-benn d'en em zizober anezhañ. Klask ar poell eus udb. : klask gouzout petra a dalvez. Ober al lu eus ub. : ober goap anezhañ. • Ober dilez eus udb. : e zilezel. Ober meneg eus udb. : e venegiñ. Reiñ keal eus udb. : e zisklêrian. Degas koun eus udb. : lakaat ub. da gaout koun anezhañ en-dro. Tennañ frouezh eus udb. : kaout ur gounid bnk. diwarnañ. Na c'houzout keal, anv, ster, ger, grik eus udb. : na c'houzout netra diwar e benn. • Ober udb. eus e benn e-unan : drezañ e-unan, hep bezañ levezonet gant udb. diavaez. • Ober eus e wellañ : er gwellañ doare ma c'hall. Deredek eus e vuanañ : ar buanañ ma c'hall. B. (gant ur v.k.d.) Termen a dalvez da zegas ur renadenn dra dieeun. Komz eus udb. Emellout eus traoù ub. Mankout eus traoù zo. Bourrañ eus udb. : kaout plijadur oc'h ober udb. a denn d'an dra-se. C'hoarvezout a ra ar bagad-se eus daou vil den : bez' ez eus daou vil den ouzh e ober. C. Termen a dalvez da zegas ur renadenn doareañ. Dont koun d'ub. eus ub., udb. Dont a-benn eus udb. Bezañ anv, keal, meneg eus udb. Bezañ e klask eus ub., udb. : bezañ ouzh e glask. Bezañ dleour da ub. eus udb. : dleout udb. dezhañ. En em vataat eus udb. : tennañ splet anezhañ. En em gavout gwazh eus udb. : bezañ gwazh e stad abalamour d'an dra-se. D. Termen a dalvez da zegas un anv-verb renadenn. Dont, erruout eus pesketa : dont en-dro goude bezañ bet o pesketa. Dont eus kaout ul lec'h bnk. : dont diouzh tu al lec'h-se. E. G. pouez. (distag diouzh e genarroud kent, dirak ur v. displ.) Termen a dalvez d'ar c'homzer da reiñ muioc'h a nerzh d'e gomzoù, evit lakaat an dud da grediñ aesoc'h ar pezh a lavar. Ar bleizi zo er goadeg, eus emaint : ya, bez' emaint, evel-just. Kavet 'm eus un dra bennak, eus am eus. Un tamm diskuizh ne ray ket droug dit, eus na ray. VI. 1. Ar. sk. Termen a lakaer etre un nebeud araogennoù hag an anv-kadarn a implijer d'o heul. Mont er-maez eus ul lec'h bnk. Bezañ war-c'hed eus ub., udb. 2. Ar. erlec'h. Termen a dalvez da sevel stummoù displeget un nebeud araogennoù savet diwar an araogenn a. A-douez ar raden, eus o zouez. A-greiz ar park, eus e greiz. A-gichen an arvesterien, eus o c'hichen. A-berzh e amezegez : eus he ferzh.

Skouerioù istorel : 
432
Kuzhat roll ar skouerioù

M. Pe da dra e servij ar Sakramant a'n Nouenn ? Evit hon naetaat eus ar pec'hedoù a c'halze bezañ restet deomp ha reiñ deomp nerzh evit rezistañ d'an anuioù ha d'ar boan a'r c'hleñved ha da demptasionoù an aerouant.

1622
Daveenn : Do. p46

M. Piv eo an heni a zle bezañ galvet kristen ? D. An hini pehini, goude bezañ badezet, a gred hag a ra profesion eus an doktrin kristen.

1622
Daveenn : Do. p6

Eus an anv a Gristen, hag an Doktrin a zle da c'houzout.

1622
Daveenn : Do. p4

Goude en em lakaan da soñjal [e] peseurt pec'hedoù am eus kometet an deiz-se, er soñjezonoù, er c'homzoù, hag en euvroù, hag e c'houlennan pardon ouzh Doue eveus ar re am eus kavet kometet ganin o propoziñ mont da gofes hag en em gorrijañ.

1622
Daveenn : Do. p52

M. Piv en deus-i [sakramantoù an iliz] bet instituet ? D. Jezuz Krist, hor Salver benniget. M. Pe evit tra ? D. Evit ar yec'hed hag ar satisfaksion eus hon eneoù, hag evit aplikañ deomp ar frouezh hag ar meritoù eus e Basion ha komunikañ ouzhomp e c'hrasoù.

1622
Daveenn : Do. p38

eus al laez

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (eus al) laë

privañ ur re bennak eus a

1659
Daveenn : LDJM.1 pg priuer (quelqu'vn de)

miret ur re bennak eus

1659
Daveenn : LDJM.1 pg perseruer (quelqu'vn de)

eus a-dreñv, eus a-raok

1659
Daveenn : LDJM.1 pg par (derriere, par devant)

soursiañ eus ur re bennak

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (se) mesler) de quelqu'vn)

eus

1659
Daveenn : LDJM.1 pg de

afer am eus eus ur levr

1659
Daveenn : LDJM.1 pg affaire

eus a sevel-heol bete kuzh-heol

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (depuis) soleil (leuant iusques a soleil couchant)

en em servijañ eus ul levr

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (se) seruir (de liure)

ober goap eus

1659
Daveenn : LDJM.1 pg railler

derc'hel eus ur re bennak

1659
Daveenn : LDJM.1 pg dependre (de quelqu'vn)

en em dennañ eus ar garantez a'r priñs

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (se) soustraire (de l'amitié du Prince)

16. Grit din dougen gant devosion / Ar gwir groaz e pep feson, / Kaout ivez memoar atav / Eus e holl boanioù ha marv.

1677
Daveenn : Do. p69

[M.] Petra a dle ur gwir gristen da ober diouzh ar mintin pa sav ? D. Dleout a ra en em lakaat d'an daoulin devotamant e-kichen e wele dirak un imaj bennak, hag eno da gentañ rentañ grasoù da Zoue eus a gement tra en deus resevet digantañ.

1677
Daveenn : Do. p51

13. Pa sellin ouzh an tourmañchoù / Eus ho mab JEZUZ, va Aotrou, / Grit din neuze geneoc'h gouelañ / En ur gaout truez outañ.

1677
Daveenn : Do. p68

mell eus ar bez

1699
Daveenn : Har. pg an, biz, eus, mell (article du doigt)

en em akuitañ eus e ouestl

1732
Daveenn : GReg pg accomplir

en em dremen eus a win

1732
Daveenn : GReg pg abstenir

abuziñ eus a basianted Doue, eus ar sakramantoù

1732
Daveenn : GReg pg abuser

an ton eus ar vouezh

1732
Daveenn : GReg pg accent

ar c'hostez kleiz eus an arme

1732
Daveenn : GReg pg aile

bezañ gwennet eus ur c'hrim dre lizheroù a…

1732
Daveenn : GReg pg abolition

kaout joa eus…

1732
Daveenn : GReg pg aise

karus eo eus ar studi

1732
Daveenn : GReg pg amateur

eus

1732
Daveenn : GReg pg a

an dilost eus ar blez

1732
Daveenn : GReg pg arriere(-saison)

eus

1732
Daveenn : GReg pg a, de (après un verbe. & quelque fois il ne s'exprime point du tout), des (article pluriel)

eus a veur a somm ober unan hepmuiken

1732
Daveenn : GReg pg additionner

ober dilez eus e garg

1732
Daveenn : GReg pg abdication

pardon jeneral a ro ar Roue eus an droug graet diaraok a-enep e lezennoù

1732
Daveenn : GReg pg amnistie

pe eus a dra eo kistion entrezoc'h

1732
Daveenn : GReg pg (s')agir

rentañ kont eus ar pezh a zo etre e zaouarn

1732
Daveenn : GReg pg administrataion

eus a aer

1732
Daveenn : GReg pg air

an antre eus a un diviz

1732
Daveenn : GReg pg exorde

al lodenn sekretañ ha prinsipalañ eveus an oferenn

1732
Daveenn : GReg pg canon (de la messe)

eus a di

1732
Daveenn : GReg pg (de) chez

eus va zi-me

1732
Daveenn : GReg pg (de) chez (moi)

eus ho ti-hu

1732
Daveenn : GReg pg (de) chez (vous)

eus e di

1732
Daveenn : GReg pg (de) chez (lui)

eus e di-eñ

1732
Daveenn : GReg pg (de) chez (lui)

eus

1732
Daveenn : GReg pg de (signifiant le lieu, à la question unde), des (article pluriel)

eus a

1732
Daveenn : GReg pg de (signifiant le lieu, à la question unde)

eus a

1732
Daveenn : GReg pg de (signifiant le lieu, à la question unde)

eveus a

1732
Daveenn : GReg pg de (signifiant le lieu, à la question unde)

dimeus a

1732
Daveenn : GReg pg de (signifiant le lieu, à la question unde)

dimeus a

1732
Daveenn : GReg pg de (signifiant le lieu, à la question unde)

dimeus a

1732
Daveenn : GReg pg de (signifiant le lieu, à la question unde)

emeus a

1732
Daveenn : GReg pg de (signifiant le lieu, à la question unde)

Donet a ra eus Roazhon

1732
Daveenn : GReg pg (il vient) de (Rennes)

eveus a Roazhon e teu

1732
Daveenn : GReg pg (il vient) de (Rennes)

donet a ra eus a Roazhon, eveus a Roazhon, eus a Roazhon, demeus a Roazhon

1732
Daveenn : GReg pg (il vient) de (Rennes)

eus a Roazhon e teu

1732
Daveenn : GReg pg (il vient) de (Rennes)

eveus an ti

1732
Daveenn : GReg pg de (la maison)

eus an ti

1732
Daveenn : GReg pg de (la maison)

eus an ti

1732
Daveenn : GReg pg de (la maison)

dimeus an ti

1732
Daveenn : GReg pg de (la maison)

ez an ti

1732
Daveenn : GReg pg de (la maison)

leun eus a zour

1732
Daveenn : GReg pg (plein) d' (eau)

em servijout a ra eus e levr

1732
Daveenn : GReg pg (il se sert) de (son livre)

ezhomm en deveus eus anezhañ

1732
Daveenn : GReg pg (il a besoin) de (lui)

bezañ en deus arc'hant

1732
Daveenn : GReg pg (il a) de (l'argent)

eveus

1732
Daveenn : GReg pg des (article pluriel)

eus

1732
Daveenn : GReg pg des (article pluriel)

dimeus

1732
Daveenn : GReg pg des (article pluriel)

dimeus

1732
Daveenn : GReg pg des (article pluriel)

eus

1732
Daveenn : GReg pg des (article pluriel)

dimeus

1732
Daveenn : GReg pg des (article pluriel)

eus

1732
Daveenn : GReg pg des (article pluriel)

emeus

1732
Daveenn : GReg pg des (article pluriel)

emeus

1732
Daveenn : GReg pg des (article pluriel)

ar pratik eveus ar vertuzioù

1732
Daveenn : GReg pg (la pratique) des (vertus)

komzet en deus deomp eus a joaioù ar baradoz, hag eveus a boanioù an ifern

1732
Daveenn : GReg pg (il nous a entretenu) des (joies du paradis, & des peines de l'enfer)

deuet eveus a gostez kleiz Jupiter

1732
Daveenn : GReg pg descendu (de la côte de Jupiter)

relijius eus a urzh Sant Dominig

1732
Daveenn : GReg pg dominicain (religieux de Saint Dominique)

delivriet eus ar pirilh

1732
Daveenn : GReg pg du (article) (qui devant un nominatif sing. masc. n'a point d'expression bretonne. Par exemple ; du pain, bara. du vin ; guïn. devant un genitif, il s'exprime par, ar, & en van, par, er. en bas Leon, pour ar, ils disent toujours an. devant un ablatif, du s'exprime par gand, & par eus)

delivret ag ar perilh

1732
Daveenn : GReg pg du (article) (qui devant un nominatif sing. masc. n'a point d'expression bretonne. Par exemple ; du pain, bara. du vin ; guïn. devant un genitif, il s'exprime par, ar, & en van, par, er. en bas Leon, pour ar, ils disent toujours an. devant un ablatif, du s'exprime par gand, & par eus)

eus a gement-se

1732
Daveenn : GReg pg en (relatif de la chose, signifiant: de cela)

eus an dra-se

1732
Daveenn : GReg pg en (relatif de la chose, signifiant: de cela)

Unan eus an daou genbrometet.

1732
Daveenn : GReg pg fiancé (Un des deux fiancez.)

ar poell eus a un diviz

1732
Daveenn : GReg pg fil (Fil d'un discours, suite faite droite & naturelle des parties d'un discours)

an neudenn eus a un diviz

1732
Daveenn : GReg pg fil (Fil d'un discours, suite faite droite & naturelle des parties d'un discours)

ar penn eus a un divis

1732
Daveenn : GReg pg fil (Fil d'un discours, suite faite droite & naturelle des parties d'un discours)

an difin eus ar vuhez

1732
Daveenn : GReg pg fin (La fin de la vie.)

ar finvezh eus ar vuhez

1732
Daveenn : GReg pg fin (La fin de la vie.)

ober fin eus a un dra

1732
Daveenn : GReg pg fin (Mettre fin à quelque chose.)

graet fin eus a un dra

1732
Daveenn : GReg pg fin (Mettre fin à quelque chose, pp.)

akustum dioc'h ar fatik eus ar brezel

1732
Daveenn : GReg pg aguerrir, aguerri

ar gousper eus ar foar

1732
Daveenn : GReg pg foire (La veille de la foire.)

eus a greiz ar galon

1732
Daveenn : GReg pg fond (Du fond du cœur.)

ar pinvindigezhoù eus ar bed

1732
Daveenn : GReg pg fortune (Biens de fortune.)

an enorioù eus ar bed

1732
Daveenn : GReg pg fortune (Biens de fortune.)

an ifern kriz ha kruel ne zispeg nepred eveus ar pezh en devez ur wech lonket

1732
Daveenn : GReg pg (l') enfer (impitoïable ne rend jamais ce qu'il a une fois pris)

Ar foultradur eus ar gêr a Sodoma &c.

1732
Daveenn : GReg pg foudroiement (Le foudroiement de Sodome &c.)

bezañ fournis eus a un dra bennak

1732
Daveenn : GReg pg fournir (Etre fourni de quelque chose.)

bet fournis eus a un dra bennak

1732
Daveenn : GReg pg fournir (Etre fourni de quelque chose, pp.)

Fresk-bev eo c'hoazh em penn [sic, fenn] ar soñj eus an istor-se.

1732
Daveenn : GReg pg frais (J'ai encore la memoire toute fraîche de cette histoire.)

muntr eus a ur breuzr

1732
Daveenn : GReg pg fratricide

breuzdeur eus a ur memes kofad

1732
Daveenn : GReg pg frere (Freres jumeaux.)

Ar yenien eus an marbr, eus an dour, &c.

1732
Daveenn : GReg pg froideur (La froidure du marbre, de l'eau, &c.)

ar marz eus a Vreizh

1732
Daveenn : GReg pg frontiere (La frontiere de Bretagne.)

ar bord eus a Vreizh

1732
Daveenn : GReg pg frontiere (La frontiere de Bretagne.)

ober e brofit eus a un dra

1732
Daveenn : GReg pg fruit (Tirer du fruit de quelque chose.)

graet e brofit eus a un dra

1732
Daveenn : GReg pg fruit (Tirer du fruit de quelque chose, pp.)

an diboell eus an ifern

1732
Daveenn : GReg pg furie (Furie d'Enfer, la rage d'Enfer.)

en em zougen gwarant eus a

1732
Daveenn : GReg pg garant (Se porter garant de)

reiñ karg da ur re eveus a un dra bennak

1732
Daveenn : GReg pg garde (Donner quelque chose en garde à quelqu'un.)

roet karg da ur re eveus a un dra bennak

1732
Daveenn : GReg pg garde (Donner quelque chose en garde à quelqu'un, pp.)

leun eus a der

1732
Daveenn : GReg pg gaudron (Plein, ou penetré de gaudron.)

ar jeneraled eus an armeoù

1732
Daveenn : GReg pg general (Les Generaux d'armée.)

jeneral eus a un urzh

1732
Daveenn : GReg pg general (General d'un ordre Religieux.)

tad jeneral eus a un urzh

1732
Daveenn : GReg pg general (General d'un ordre Religieux.)

ar jeneraled eus an urzhoù relijiuzed

1732
Daveenn : GReg pg general (Les Generaux d'ordres.)

an tadoù jeneraled eus an urzhoù relijiuzed

1732
Daveenn : GReg pg general (Les Generaux d'ordres.)

al levr sakr eus a lignez Jezus-Krist

1732
Daveenn : GReg pg generation (Le livre de la generation de Jesus-Christ.)

Ar c'hentañ levr eus ar vibl, pe en hini ez eo diskrivet an istor eus a grouidigezh ar bed, hag eus a vuhez ar Batriarched.

1732
Daveenn : GReg pg genese (le premier livre de la Bible)

a aparchant ouc'h ar muzulaj eveus an douar, &c.

1732
Daveenn : GReg pg geometrique

pevar levr Virjila eveus ar gounidigezh

1732
Daveenn : GReg pg georgique (les georgiques de Virgile)

pevar levr Virjila eus al labouraj

1732
Daveenn : GReg pg georgique (les georgiques de Virgile)

rentañ kont eus e gomportamant en ur wardoniezh.

1732
Daveenn : GReg pg gestion (Rendre compte de la gestion d'une tutelle.)

em riklañ en un ti pe er-maez eus a un ti

1732
Daveenn : GReg pg glisser (Se glisser en une maison, ou hors d'une maison.)

em riklet en un ti pe er-maez eus a un ti

1732
Daveenn : GReg pg glisser (Se glisser en une maison, ou hors d'une maison, pp.)

ar rontder eus ar bed

1732
Daveenn : GReg pg globe (Le globe du monde.)

ar voul eveus an douar

1732
Daveenn : GReg pg globe (Le globe terrestre, figure spherique où sont décrites les diverses regions de la terre, & la mer.)

ar c'hloar eus a Zoue

1732
Daveenn : GReg pg gloire (majesté de Dieu, l'honneur qui lui est dû, & qu’on lui rend)

tennet gloar eus a un dra bennak, eus e binvidigezh &c.

1732
Daveenn : GReg pg glorifier (Glorifier, tirer vanité de quelque chose, se vanter de son bien, &c., pp.)

tennañ gloar eus a un dra bennak, eus e binvidigezh &c.

1732
Daveenn : GReg pg glorifier (Glorifier, tirer vanité de quelque chose, se vanter de son bien, &c.)

Ar roue Frañsez kentañ en hanv ay oa mab d'ar c'hont eveus a Añgoulem eme Rabelais, e termenioù goloet.

1732
Daveenn : GReg pg gosier (Grand-gousier étoit le Pere de Gargantuas, dit Rabelais.)

ar c'hras eus a Zoue

1732
Daveenn : GReg pg grace (La grace, les graces de Dieu.)

ar c'hrasoù eus a Zoue

1732
Daveenn : GReg pg grace (La grace, les graces de Dieu, p.)

Leun eo ar soubenn-mañ eus a zruzoni.

1732
Daveenn : GReg pg graisse (Cette soupe, ce potage est couvert de graisse.)

ar re vras eus ar rouantelezh pe a gêr

1732
Daveenn : GReg pg grand (Les grands du Roiaume, ou d'une Ville.)

an enorioù hag ar pinvidigezhoù eus ar bed

1732
Daveenn : GReg pg grandeur (Les grandeurs du monde.)

Kemeret voa e lestr en antre eus ar porzh.

1732
Daveenn : GReg pg embouchure (Son vaissèau fut pris à l'embouchure du port.)

An antreoù eus ar c'hêrioù a zo ordinal hudur.

1732
Daveenn : GReg pg entrée (Les entrées des Villes sont sales.)

An antreoù eus ar c'hêrioù a zo ordinal lous.

1732
Daveenn : GReg pg entrée (Les entrées des Villes sont sales.)

en antre eus an iliz

1732
Daveenn : GReg pg entrée (A l'entrée de l'Eglise.)

ober marc'had eus a ur pezh labour

1732
Daveenn : GReg pg entreprendre (Entreprendre, faire un marché., &c.)

graet marc'had eus a ur pezh labour

1732
Daveenn : GReg pg entreprendre (Entreprendre, faire un marché., &c., pp.)

Ar gresim hag al latin o deus flipet un niver bras a c'herioù eveus al langaj a brezeg ar Vretoned en Breizh-Arvorig hag en Breizh-Veur.

1732
Daveenn : GReg pg grec (La langue grecque, & la latine ont pris beaucoup de mots de la langue des anciens Celtes, lorsqu'ils s'appelloient encore Gomariens, & Titans, selon le Reverend Pere Dom Paul Pezron Bernardin, dans son livre, de l'antiquité de la nation & de la langue des Celtes, ou anciens Gaulois.)

klevet komps hanv eus a

1732
Daveenn : GReg pg dire (Oüir dire.)

klevet hanv eus a

1732
Daveenn : GReg pg dire (Oüir dire.)

Eus a Wengamp eo.

1732
Daveenn : GReg pg Guingamp (Il est de Guingamp.)

Eus a Wengamp eo.

1732
Daveenn : GReg pg Guingamp (Il est de Guingamp.)

eus al laez

1732
Daveenn : GReg pg haut (D'en haut.)

eus an nec'h

1732
Daveenn : GReg pg haut (D'en haut.)

eus an nec'h d'an traoñ

1732
Daveenn : GReg pg haut (Du haut en bas.)

eus al laez d'an traoñ

1732
Daveenn : GReg pg haut (Du haut en bas.)

an hanter eus a voul ar bed

1732
Daveenn : GReg pg hemisphere (la moitié du globe)

pennkaoz eus a un erezi bennak

1732
Daveenn : GReg pg heresiarque

ar bevare lodenn warn-ugent eus a un deiz

1732
Daveenn : GReg pg heure (la vingt-quatriéme partie du jour)

dont a-benn eus un dra

1850
Daveenn : GON.II pg a-benn

Eus e aotrouniezh e talc'han.

1850
Daveenn : GON.II pg aotrouniez (Je relève de sa seigneurie).

an dastum eus an den ennañ e-unan

1850
Daveenn : GON.II.HV pg dastum (Recueillement, action de se recueillir).

An darn vuiañ eus an dud.

1850
Daveenn : GON.II pg darn (La plupart des hommes, la plus grande partie des hommes).

Eus a ur c'hofad int.

1850
Daveenn : GON.II pg kôfad, kôvad (Ils sont jumeux).

N'am eus klevet hanv eus a gement-se.

1850
Daveenn : GON.II pg klévout (Je n'ai pas entendu dire cela.)

klevout hanv eus

1850
Daveenn : GON.II pg klévout (entendre dire, ouïr dire.)

eus

1850
Daveenn : GON.II pg a-benn, eûz, éveûz

tennit-eñ eus e zargud

1850
Daveenn : GON.II pg argud

n'eo ket deuet c'hoazh an arreval eus ar milin

1850
Daveenn : GON.II pg arréval

né helleur kéd hé denna eûz hé abafder

1850
Daveenn : GON.II pg abafder

n'em eûz anaoudégez é-béd eûz ann drâ-zé

1850
Daveenn : GON.II pg anaoudégez

Kalz a araskl a sav eus al lin-se.

1850
Daveenn : GON.II pg arak (Il s'élève beaucoup de duvet ou de fétus de ce lin).

Hervez an aoz eus an traoù.

1850
Daveenn : GON.II pg aoz (Suivant la nature des choses).

Dibrit eus ar c'hreiz.

1850
Daveenn : GON.II p.89, livre second, "Mangez du milieu".

A behini eus ar pesked ho pezo-hu ? eus ar silienn.

1850
Daveenn : GON.II p.89, livre second, (Duquel des poissons aurez-vous ? De l'anguille).

Ouc'hpenn kant lev a zo eus a Vrest da Bariz.

1850
Daveenn : GON.II p.84, livre second, "Il y a plus de cent lieues de Brest à Paris".

Eizh lev a zo eus a Gonk da Eusa.

1850
Daveenn : GON.II p.83, livre second, (Il y a huit lieues du Conquet à Ouessant).

Dispennit ar yar-se ha roit eus an askell d’ho mamm.

1850
Daveenn : GON.II p.91, livre second, « Découpez cette poule-là, et donnez de l’aile à votre mère ».

Ar gwellañ eus ar c'hezeg a zo klañv.

1850
Daveenn : GON.II p.60, livre second, "Le meilleur des chevaux est malade".

eus a

1850
Daveenn : GON.II p.57, Table des Prépositions composées, "de".

A-benn an deiz kentañ eus ar bloaz ez in d'ho kwelout.

1850
Daveenn : GON.II p.92, livre second, (J’irai vous voir au premier jour de l’an).

Ne ra van eus a gement-se.

1850
Daveenn : GON.II p.96, livre second, (Il n’en fait semblant).

Na rit ket goap eus ho tad.

1850
Daveenn : GON.II p.96, livre second, "Ober goab eûz ; Ne vous moquez pas de votre père".

En em glemm a reer eus a gement-se.

1850
Daveenn : GON.II p.96, livre second, (On se plaint de cela).

En em glemm a reer eus ho mab.

1850
Daveenn : GON.II p.96, livre second, "On se plaint de votre fils".

Derc'hel a ra eus he mamm.

1850
Daveenn : GON.II p.95, livre second, « Elle tient de sa mère ».

Kouezhet eo eus va dorn.

1850
Daveenn : GON.II p.95, livre second, « Il m’est tombé de la main ».

Komzet em eus eus an dra-se.

1850
Daveenn : GON.II p.95, livre second, « J’ai parlé de cela ».

Klevet hoc'h eus-hu ha roet en deus ho preur eus e geloù ?

1850
Daveenn : GON.II p.95, livre second, « Avez-vous appris si votre frère a donné de ses nouvelles ? »

Pehini eo ar vihanañ eus ho preudeur ?

1850
Daveenn : GON.II p.72

Pere a gemerot-hu eus ar re-se holl ?

1850
Daveenn : GON.II p.72, "Lesquels prendrez-vous de tous ceux-là ?"

Eus a di va breur e teu ar re-mañ.

1850
Daveenn : GON.II p.71

Eus a betra e komzit-tu ?

1850
Daveenn : GON.II p.71

Hogen ur c'hiz kozh [a] oa en Israel e-touez ar gerent, penaos ma tileze unan bennak e wir da un all, evit ma vije start an dilez e tenne an den e votez evit he reiñ d'e gar : hounnezh e oa an [t]esteni eus an dilez en Israel.

1850
Daveenn : GON.II.HV p.106, Buez Ruth.

Booz a lavaras eta d'e gar : Tenn da votez. Hag eñ he zennas raktal eus e droad.

1850
Daveenn : GON.II.HV p.106, Buez Ruth.

Ar pinvidikañ marc’hadourien eus a gêr int.

1850
Daveenn : GON.II p.69, "Ce sont les plus riches marchands de la ville".

Me am eus gwerzhet lod eus va ed.

1850
Daveenn : GON.II p.66

Dec’h hor boe eus e geloù.

1850
Daveenn : GON.II p.66, "Nous eûmes hier de ses nouvelles".

Eus an hent fall e tennin anezho.

1850
Daveenn : GON.II p.65

Ar c'hein eus a ul lestr a zo kuzhet en dour.

1850
Daveenn : GON.II p.59, "La quille d'un vaisseau est cachée dans l'eau".

Evit an dalvoudegezh eus a ur skoed.

1850
Daveenn : GON.II p.59, "Pour la valeur d'un écu".

ar finvezhoù diwezhañ eus an den

1850
Daveenn : GON.II.HV pg finvez (Les fins dernières de l'homme).

tennit eñ eus an heol pe e faouto

1850
Daveenn : GON.II pg faouta

tennit ar fank eus ho lostenn

1850
Daveenn : GON.II pg fañk

ober fae eus a

1850
Daveenn : GON.II pg faé

nec'het eo gant an ezhomm eus a arc'hant

1850
Daveenn : GON.II pg ézomm

mar hoc'h eus ezhomm eus a un dra bennak, livirit

1850
Daveenn : GON.II pg ézomm

an euzh eus ar vro int

1850
Daveenn : GON.II pg eûz, heûz

N'em eus kavet nep hini / hini ebet / hini eus ar re a glasken.

1850
Daveenn : GON.II p.76

Galvit unan bennak / un hini bennak eus ho merc'hed.

1850
Daveenn : GON.II p.76, "Appelez quelqu'une de vos filles".

Roit din ur re bennak eus ho mederien, hag e roin deoc'h ur re bennak eus va c'houezerezed.

1850
Daveenn : GON.II p.76, "Donnez-moi quelques-uns de vos moissonneurs, je vous donnerai quelques-unes de mes blanchicheuses".

Gwelet em eus hiniennoù / lod / darn eus ho tud.

1850
Daveenn : GON.II p.76, "J'ai vu quelques-uns de vos gens".

An eil hag eben eus ho merc'hed a zo yaouank-bras.

1850
Daveenn : GON.II p.77

Kasit unan bennak eus ho mitizhien da di va breur.

1850
Daveenn : GON.II p.77

Arvariñ a reer eus an dra-se.

1850
Daveenn : GON.II pg arvari (On doute de cela).

Ar stêr a zo aet er-maez eus he naoz.

1850
Daveenn : GON.II pg aoz (La rivière est sortie de son lit).

Ne oa hini eus ar varnerien a-enep din.

1850
Daveenn : GON.II p.77

Skuizh-bras on, eus a di va breur e teuan.

1850
Daveenn : GON.II p.80

Elimelek a raed eus hemañ, ha Noemi eus e c’hwreg : e zaou vab a oa hanvet, unan anezho Mahalon, hag egile Chelion.

1850
Daveenn : GON.II p.98

Genidik e oant eus a Efrata e Betleem Juda.

1850
Daveenn : GON.II p.98

O-daou e varvjont, da lavarout eo, Mahalon ha Chelion ; ha Noemi en em gavas dioueret eus he daou vab hag eus he fried.

1850
Daveenn : GON.II Buez Ruth p98

Ne anavezan hini ebet eus ho pugale.

1850
Daveenn : GON.II p.77

Ur sae am eus prenet evit pep hini eus ho c'hoarezed.

1850
Daveenn : GON.II p.74

Ret eo din kaout eus an dra-se.

1850
Daveenn : GON.II p.74, "Il faut que j'en aie".

N’em eus netra da lavarout anezhi.

1850
Daveenn : GON.II p.74, « Je n’ai rien à en (d’elle) dire ».

Gwelet hoc’h eus-hu ar bugel eus a behini e komzer kement amañ ?

1850
Daveenn : GON.II p.74

Anouedik eo e-giz pa 've eus ar c'hreisteiz.

1850
Daveenn : GON.II pg anouédik (Il est frileux, comme s'il était du midi.)

Komzit dezhañ eus a gement-se.

1850
Daveenn : GON.II p.73, (Parlez-lui-en).

Reiñ a rin deoc'h eus an dra-se.

1850
Daveenn : GON.II p.73, « Je vous en donnerai ».

Ne anavezan hini ebet / hini eus ho c'hoarezed.

1850
Daveenn : GON.II p.76

En em gaout a reas penaos ar park-se en doa evit aotrou unan eus a gerent Elimelek, hanvet Booz.

1850
Daveenn : GON.II p.100, Buez Ruth.

Komzet em eus deoc’h anezhañ.

1850
Daveenn : GON.II p.73, "Je vous en (de lui) ai parlé".

Gwelet em eus ar merc’hed eus a bere e c’houlennec’h keloù.

1850
Daveenn : GON.II p.73

An den eus a behini hoc’h eus komzet din a zo deuet amañ.

1850
Daveenn : GON.II p.73

eus

1850
Daveenn : GON.II pg eûz, éveûz

eus a Bariz eo

1850
Daveenn : GON.II pg eûz

eus an ti e teu

1850
Daveenn : GON.II pg eûz

lakaet eo bet er-maez eus an ti

1850
Daveenn : GON.II pg er méaz, é-méaz

en deiz all eo e welis unan eus ho merc'hed

1850
Daveenn : GON.II pg enn-deiz-all

un emprenn eus ar rod a zo torret

1850
Daveenn : GON.II pg empren

eost a zo an eizhvet miz eus ar bloaz

1850
Daveenn : GON.II pg eizved

an eil eo eus ar rouantelezh

1850
Daveenn : GON.II pg eil

an druzoni eus ar menezioù a gouezh e-barzh en traoñiennoù

1850
Daveenn : GON.II pg druzôni

darev eo bet dezho bezañ mouget gant an drougavel a save eus an toull

1850
Daveenn : GON.II pg droug-avel

Chetu evit an doug eus va dilhad.

1850
Daveenn : GON.II pg doug (Voilà pour le port de mes hardes).

biken na zeuot a-benn eus a gement-se

1850
Daveenn : GON.II pg doñt, doñd, donet

dibrit eus an dra-mañ, nemet doñjer ho pe

1850
Daveenn : GON.II pg doñjer

d'an eil donedigezh eus hon aotrou

1850
Daveenn : GON.II pg donédigez

un doan vras em eus bet eus a gement-se

1850
Daveenn : GON.II pg doan

abred a-walc'h e vezo dizonet eus a gement-se

1850
Daveenn : GON.II pg dizouna

an dizalc'h eus e zouaroù en deus graet din

1850
Daveenn : GON.II pg dizalc'h

ne'm eus ket bet va lod eus an diwisk

1850
Daveenn : GON.II pg diwisk

n'on ket bet diwallet eus va c'holloù

1850
Daveenn : GON.II pg diwallout

N'eo ket c'hoazh divoas eus a gement-se.

1850
Daveenn : GON.II pg divoaz (Il n'est pas encore désaccoutumé de cela).

n'o zennit ket eus an neizh, distuc'h int c'hoazh

1850
Daveenn : GON.II pg distuc'h

an distro eus ar yec'hed, eus ar gweled

1850
Daveenn : GON.II.HV pg distrô

an distervez eus e vadoù

1850
Daveenn : GON.II pg distervez

me a garehe bezañ diskarget eus a gement-se

1850
Daveenn : GON.II pg diskarga

ann diskarg eo eus a gêr

1850
Daveenn : GON.II pg diskarg

d'an diskar eus an delioù e vez atav klañv

1850
Daveenn : GON.II pg diskar

Souezhet on eus e zinac'h.

1850
Daveenn : GON.II pg dinac'h (Je suis surpris de son désaveu).

graet em eus a dilez eus va zra

1850
Daveenn : GON.II.HV pg dilez

warc'hoazh e tilec'ho eveuz a Naoned

1850
Daveenn : GON.II pg dilec'hi

gant an dilamm eus an dour eo bet glebiet

1850
Daveenn : GON.II pg dilamm

an digemer eo eus a gement laer a zo er vro

1850
Daveenn : GON.II pg digémer

diskouezet em eus dezhañ an didalvedigezh eus a gement-se

1850
Daveenn : GON.II pg didalvédigez

an dibab eus an dud yaouank eo

1850
Daveenn : GON.II pg dibab

eus an diavaez anezhañ e komzan

1850
Daveenn : GON.II pg diavéaz, diañvéaz

diarbennet eo bet eus e c'houlenn

1850
Daveenn : GON.II pg diarbenna

an diaraog eus a ul lestr

1850
Daveenn : GON.II pg diaraok

eus a ziabarzh an douar eo bet tennet

1850
Daveenn : GON.II pg diabarz

Chetu eno an deroù eus a bep tra.

1850
Daveenn : GON.II pg dérou (Voilà le principe de toute chose).

Eus a un dellid bras eo.

1850
Daveenn : GON.II pg dellit, dellid (C'est d'une grande valeur, d'une grande importance).

En em harpit noz-deiz, an eil hag egile, / Ha ne skuizhot en hent, kaer ho pezo bale ; / Nad it ket eus ho pro, nad it ket pell da gantreal, / Gant aon na ve anken en hent ouzh ho kedal.

1867
Daveenn : MGK p21

« Perak, Doue galloudek, c'hwi a dro ar rod vras, / Perak ho peus-hu graet eus ac'hanon, siwazh ! »

1867
Daveenn : MGK p121

Setu amañ danevelloù kozh hag o tont a-bell : pevar mil bloaz bennak zo e oant o redek, seizh mil lev eus a Vreizh-Izel ! Hon tadoù kentañ o doa joa outo en amzer ma'z aent gant o loened eus a ur menez d'egile e-kreizig-kreiz bro an Azia

1867
Daveenn : MGK Rakskrid V

Pediñ, pediñ zo ret ; mont eus ar bed zo mat, / Ha gwelloc'h, kalz gwelloc'h, magañ paour, emzivad !

1867
Daveenn : MGK p120

aet eo aze d'al leur nevez, Fieka Kalvez eus e gostez, gante pep a abid nevez, bravañ daou den yaouank o vale

1874
Daveenn : GBI.II p468

Pegement a goust deoc'h ar walenn dimeus hoc'h abid kamolod gwenn?

1874
Daveenn : GBI.II p450

Dre amañ eo c’hoazh sot a-walc’h an dud evit krediñ eus un Doue hag a gas traoù ar bed-mañ en-dro hervez e faltazi.

1877
Daveenn : EKG.I. p.159

Pell a zo emaoc’h o c’houlenn digant Yann Pennorzh kontañ deoc’h e vuhez : Mat, setu amañ un abadenn eus e yaouankiz.

1877
Daveenn : EKG.I. p.1

Neuze e teuas, eus a Bariz, urzh d’an dud-a-lezenn a Vontroulez da gas an Aotrou de la Marche er-maez eus e eskopti, pe d’hen d[a]stum er prizon.

1877
Daveenn : EKG.I. p.11

Pehini eus an div istor-se eo an hini wir ? N'ouzon ket : Kastelliz a gont anezho o-div.

1877
Daveenn : EKG.I. p.15

Me 'gred e oa an daou Aotrou kalonek-se en em glevet evit tennañ an Aotrou Le Mintier de Saint-Andre eus a gêr Landreger.

1877
Daveenn : EKG.I. p.27

Pa'z eo gwir e komzan deoc’h eus a Landreger, ez an da lavaret deoc’h ar pezh a c’hoarvezas eno nebeut goude ma’z oa aet an Aotrou’n eskop kuit.

1877
Daveenn : EKG.I. p.29-30

E leandi Sant-A[l]bin, hennezh [e] oa hanv ar gouent savet gant an Aotrou Olier Lambal, hag a gomzan anezhi, e leandi Sant-A[l]bin [e] oa digor an nor d'an holl ; kerkoulz d’ar pec’her paour a deue di d’en em zisammañ eus e bec’hedoù e-harz treid ur "c’honfesour" karantezus, evel d’ar paour ezhommek n’en doa tamm da zebriñ e-unan, na griñsenn da reiñ d’e vugale.

1877
Daveenn : EKG.I. p.34

Doue a falveze dezhañ digoll, ar c’hentañ ar gwellañ, er bed all, el lec’h m'emañ ar gwir eürusted, ar venec’h eus ar boan o doa hag eus ar binijenn a raent war an douar, ha paeañ anezho abred eus ar vad a raent d’o nesañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.36

Pebezh tristidigezh ne voe ket evit an daou zen-mañ ar gwel eus a gement all a grizder !

1877
Daveenn : EKG.I. p.48

Mat, va soñj eo distreiñ d’am c’houent ; re hir on chomet da zibriñ eus ho para.

1877
Daveenn : EKG.I. p.50

Biken ne c’hellin trugarekaat re ac’hanoc’h eus ar vad a rit evidon.

1877
Daveenn : EKG.I. p.52

Eus a gement manac’h a yoa e kouent Sant-A[l]bin, n’eus chomet nemedon-me e buhez.

1877
Daveenn : EKG.I. p.59

D’ar mareoù-se, ar re a yoa e kostez ar Roue, e Sant-Brieg, o doa c’hoant da vont war gêr evit tennañ eus ar prizon ar re eus o zud hag eus o mignoned a yoa bet paket gant ar republikaned.

1877
Daveenn : EKG.I. p.62

Ha goude kement-all a ziskianterezh eus o ferzh, e vezint klevet o klemm, o kaout kasoni ouc’h ar re vat, abalamour ma ne roont ket a voued a-leizh-kof dezho, d’o zud ha d’o bugale, evel pa ne vent ket ar pennkaoz eus o dienez hag eus o foan !

1877
Daveenn : EKG.I. p.66

Dioc’h an aer ac’hanomp marteze ec’h anavezas n’oamp ket eus ar vro, rak dont a reas d’hor c’haout hag e lavaras deomp : — Me gav din, gwazed, n’oc’h ket eus ar vro, ha marteze emaoc’h e klask eus a unan bennak.

1877
Daveenn : EKG.I. p.67-68

— A ! n’eus liñser ebet en hor gwele ! Ar re-mañ a zo gweleoù e giz Treger neuze ’ta, Yann ? — Ehan da farsal, Per, ha kaozeomp da vat. Petra 'soñjez eus a Jañ-Mari, an ozhac’h, hag eus e vugale ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.74

Mat, evit miret ouc’h Loull ar Bouc’h hag e sitoianed da c’houzout e komzed dirazo eus a veleien, oa roet d’ar pemp aotrou-mañ pep a leshanv.

1877
Daveenn : EKG.I. p.89

Roit deomp o hanv, livirit ur ger, ha ni a zo war-eeun en hent ; hag a-barzh warc’hoazh vintin ma n’emaint ket re hir ac’halen, o devezo rentet da Zoue kont eus o gwalloberoù.

1877
Daveenn : EKG.I. p.108

Sevel a reas sioulik eus e wele, en e roched, diarc’hen, diskabell ; dont a reas da gaout ar prenestr, hag en ur astenn e c’houzoug a-rez, a-hed ar voger, evit miret da vezañ gwelet, e reas ur sell en hent.

1877
Daveenn : EKG.I. p.119

Ar chouanted a oa atav e-tal an nor war-c’hed eus a un dra bennak.

1877
Daveenn : EKG.I. p.119-120

Pebezh dervezh e vezo hennezh evidot, Loull ar Bouc’h !... Neuze e c’helli lavaret e pezo paeet ar chouanted eus ar vezh hag eus an droug o deus graet dit.

1877
Daveenn : EKG.I. p.146

Kaer o devoe klask a-gleiz hag a-zehou, dre-greiz an drez hag ar spern, kerkoulz ha dre ar gwenojennoù, ne gavjont tres ebet eus anezhañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.151

Ha n'eo ket gwir o deus graet gwellañ ma c’hellent evit disc'hriziennañ ar feiz eus hor bro ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.168

Soñj ac’h eus eus a Doull-al-Lakez, e-harz Pont Krist, war hent Ploueskad ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.201

Amzer hon eus, eme ar c’habiten, a verve e lagad en e benn hag a dride e galon en e greiz o klevet hanv eus a ober fest.

1877
Daveenn : EKG.I. p.222

Sec’h da zaeloù, Kivoron, ur bugel a c’hell gouelañ ; mes ur c’habiten a rank kaout kalon, bezañ den hag ober e zever ; hon dever-ni eo tennañ an Aotrou Poullaoueg eus a skilfoù ar republikaned.

1877
Daveenn : EKG.I. p.227

Ar mammoù ne ziskrogent ket kennebeut eus o bugale.

1877
Daveenn : EKG.I. p.266

Klevet a reer tud hag a c’hoarzh o kaozeal eus a emgann Kergidu, evel pa ne vije bet nemet ur bugaleaj, un taol brabañs graet gant tud ha ne ouient ket petra a raent.

1877
Daveenn : EKG.I. p.307

N’oa ken hanv ganto nemet eus an Aotrou Borgne de la Tour, eus an Aotrou de Kervalaneg, eus a Yann Prijant.

1878
Daveenn : EKG.II p.25

Diskenn a rejomp d’an traoñ hep soñjal hor boa freuzet ar pont er penn-kentañ eus an emgann.

1878
Daveenn : EKG.II p.2

Katell Eukat a yoa bev c’hoazh pa deuas an Aotrou Krenn eus e fallaenn, rak en ur gouezhañ er puñs e oa semplet, ha n’eo ket souezh : ur gwall-lamm e oa ivez hennezh, kouezhañ war ar penn en ur puñs don ; meur a hini a vije semplet evit nebeutoc’h.

1878
Daveenn : EKG.II p.84

Goude bezañ trec’het Canclaux, va mennozh e oa mont war-zu Brest evit kas eus ar gêr vras-se an divroidi deuet di, hag a laka kement a spont da redet dre ar vro gant o lezennoù dizoue hag ho c’hrizder.

1878
Daveenn : EKG.II p.102-103

Pa voe leun o c’hof hag o godelloù, e tivizjont da c’houzout petra da ober eus a dud an ti.

1878
Daveenn : EKG.II p.83

N’hoc’h eus graet droug da zen ebet ? Piv a oar pet eus hor breudeur hoc’h eus lazhet pe lakaet da lazhañ ?

1878
Daveenn : EKG.II p.62

Gwir eo an dra-se. Sell 'ta, peogwir e komzez eus a emgann, n’em beus ket da welet abaoe Kergidu, petra eo deuet da vezañ da gamaraded, ar re a zo eus da barrez ?

1878
Daveenn : EKG.II p.127-128

Tec’het a rin c’hoazh, ha mont a rin da lavaret d’an Aotrou de Kerbalanek en deus graet mat digas Yann Pennorz da Verven da ober goap eus ar republikaned.

1878
Daveenn : EKG.II p.133

Brutus ! Ha c’hwi a glevfe ? Brutus ! Daoust ha biskoazh oc’h eus gwelet an hanv-se e Buhez ar Sent ? Daoust ha biskoazh an Aotrou Person en deus komzet deomp eus a sant Brutus en e sermonioù ?

1878
Daveenn : EKG.II p.55

Ar c’hristen paour a yoa er puñs a roje marteze din keloù eus a Herve Soutre hag a Gatell Eukat.

1878
Daveenn : EKG.II p.50

Evit gwir, anaoudek e oa bet a gement-se, ha bezañ e oan bet zoken, tri miz a yoa, paeron d'an diwezhañ eus e vugale, a raed an Didik anezhi, abalamour ma’z oa Marc’harid hec’h anv.

1878
Daveenn : EKG.II p.35-36

N’oa ket eizh dervezh m’oan aet eus ar gêr, hag em boa gwelet kement a draoù, ma kave din e oa hanter-kant vloaz abaoe m’oan aet eus a di va zad.

1878
Daveenn : EKG.II p.32

Deus an holl Yann n’e[o] ket hañval, / Kammed na blij de[zh]añ tortal. / ‘Tre al lavar hag an ober, / Nebeutañ ‘c’hell, a lak amzer. /

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

An unnek eus ar miz-mañ, a zo marv en Kerborzh ur wreg, Skerenn he hanv, hag he devoa tapet ur gwall lamm un nebeud dei[zi]o[ù] a-r[a)ok.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Un hanter devezh-arat frank a zo deus an dachenn, ha taer [teir] c'harrad teil-ker a zo ezhomm d'an nebeutañ evit digas an treo ken dru[z]-mañ.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Evit tennañ houarn deus ar c'hozh vin-se, pa ve[z] deut er-maez deuz ar vengleu[z), e ve[z] ret teuziñ (pe "fontañ") ane[zh]añ 'barzh ur forn vras a ve[z] heñvel a-walc'h ouzh ur forn raz, nemet e ve[z] kalz muioc'h a dan e-barzh.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Hirie na gomzin dac'h nemet eus an temz neve[z] a ve[z] groet ane[zh]añ "kaoc'h-houarn fosforet" ("scories" en gallek). Unan eus hon mignoned an neus bet ar vadelezh da skrivañ dimp diwar se un diviz a gavfet pelloc'hik.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Petra a rafen-me de[zh]añ ? Me ziskouezfe de[zh]añ pelec'h an neus manket ar mañsoner, hag a gasfe ane[zh]añ er-maez deus ma zi, gant un tol troad er lec'h ma teu ar c'hein da goll e anv. Bez' sur na vije ket klañv gant ar c'hoant da addont.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

E-tal din c'hoazh e zo ur beleg breton eus a Vro-Leon, an Ao. Kerjean, person Lambaol-Gwimilio, ur gavadenn evidon hag a dalv aour !

1903
Daveenn : MBJJ p25

Ez a-belec'h out ? Ez a Eusa

1909
Daveenn : BROU p. 236

Meur a wech e neseas beleg-meur gourenez ar Staen d’an teir flac’h yaouank a ziskoueze dre o ment, o neuz-dremm, liv o blev hag o gwiskamant, bezañ divroadezed o tont eus ar Reter.

1923
Daveenn : SKET p.115

Azaouezet ha diwallet evel ma ’z oant gant pep unan, e veze ar plac’hed yaouank sellet gant an holl gwitibunan evel c’hoarezed pe verc’hed, karet evel c’hoarezed pe verc’hed, dezho da c’hallout bale dizaon ha diarvar eus an eil penn d’ar penn all d’ar vro, da bep koulz, noz ha deiz.

1923
Daveenn : SKET p.67-68

Ha, p’en devoa ar paotr yaouank kemeret an aval deus o dorn, ne glaskent ken diwar-se plijout da zen all ebet nemet dezhañ hepken.

1923
Daveenn : SKET p.68

Eus a-douez kant den a wad rik, unan hepken en doa tec’het, ur plac’hig pemp bloaz a voe gwerzhet da varc’hadourien a ziavaez-[b]ro hag a gavis, deut d’he fevarzek vloaz, e ti Diviko, ar Pikton, ma oa sklavez gantañ, lakaet da valañ heiz.

1923
Daveenn : SKET p.22

Eus Tingis ez on aet da Gadir en tu-hont d'ar strizh-mor etre mor-ar-C'hreisteiz hag ar mor-Bras.

1923
Daveenn : SKET p.18

Ar roueed n’eus ken anezho. Steuziet o galloud !

1923
Daveenn : SKET p.15

Penaos ha pe dre hent ez eo deuet an danevelloù diwarnañ betek ennomp, kement-se avat n’ouzomp ket ; … hag, a zo gwazh, n’her gouezimp biken, steuziet-mik ma’z eo an Tarzek, ha kollet da viken evel eus kel lies hini all er brezel, pep roudenn anezhañ !...

1923
Daveenn : SKET p.5-6

Ha ken taer eo ar youc’h-se ha yudadeg tri-ugent arzh feulzet o tiskenn eus ar menezioù, seizh-ugent tarv gouez o tont eus ar gouelec’h, nav-ugent bleiz kriz marnaoniet o tiredek eus ar c’hoadoù.

1923
Daveenn : SKET p.116

Hervez hengounioù ar Goraleted, an Danuvios gwechall, e lec’h en em zinaouiñ evel hiziv e mor ar Sav-heol, en dije en em daolet en ul lenn ec’hon-ec’hon (2) oc’h en em astenn war ar c’hompezennoù ma vev enno hiziv ar Goraleted hag ar Vastarned (3), hag ar pobloù trec’het ganto, da lavarout eo ar C’heted, an Daked hag ar meuriadoù all eus poblad an Draked.

1923
Daveenn : SKET p.42

War a lavar darn, d’ar c’hanaouennoù galloudus kanet gant Matugenos war ar c’havell anezho e voe dleour Manos ha Bena eus o c’huñvelezh-spered, eus o divuanegezh.

1923
Daveenn : SKET p.45

Er feur-se ivez e vezo bet Atir ha Mâtir ur melezour deomp d’e lakaat dirak selloù o gourvibien, ar re, o treiñ kein d’an evadurioù a oa diwarno hon tadoù yac’h hag evurus (da lavarout eo an dour hag al laezh), n’hellont ken hiziv kavout a-walc’h ar mez hag ar bier, hag a werzh kement o deus, a ro kement a biaouont, da gaout digant marc’hadourien estren ul lestrad hepken eus an evaj-se, ruz ha dinerzhus, a vez farlotet gant dorn ganas Kreisteiziz (2).

1923
Daveenn : SKET p.49 (p.197, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 49, [...] lin. 4 kent an dibenn, e lec’h « kement o deus » lenn « kement o devez ». )

Hogen, Siluros, ar yaouankañ eus an tri breur, a lammas ganti, a zalc’has dezhi he daouarn hag he c’hwenias.

1923
Daveenn : SKET p.103

Bremañ ez an da gomz eus o bugale, eus penn-andon ar c’havadennoù hag eus an henlezennoù, anvet lezennoù Belios (1).

1923
Daveenn : SKET p.50

Al louzaouennoù gweus a ziskouezas dezho ouzhpenn, hag ar re a ro al livadennoù ruz, glas, glas-ruz, liv-limestra, gwer, melen, gwenn ; diskiñ a reas dezho tennañ eus ar wrizienn, ar gorzenn pe an delioù an danvez livus hag e intrañ er gwiadennoù.

1923
Daveenn : SKET p.59

Koun a zalc’hent eus an emgannoù a renkas o gourdadoù embreger ouzh ar « Kunokenned » (Kunokenni) hag ouzh ar « Morikuned » (Morikunes), kent diazezañ er gompezenn.

1923
Daveenn : SKET p.126

Rak, kerkent hag adlestret Nemetos, setu ur c’hleñved stagus o tont d’ober e rann eus ar vrezelourien en doa lezet evit diwall ar mengleuzioù hag evezhiañ ar vengleuzerien, ma varvas an div drederenn anezho.

1923
Daveenn : SKET p.129

En gortoz eus an droad-se eo e oa bet an holl diez naetaet penn-da-benn, aozet, adfichet a-nevez-flamm, kaeraet gant barroù glas ha bleunioù.

1923
Daveenn : SKET p.62

Kludañ a rejont war ar gwez tro-dro, ma teuas ar re-mañ, eus glas ma ’z oant diaraok, da vezañ du gant ar brini, ha ma vouge koagadeg an engroez-se a evned mouezhiadeg ar wazed hag ar maouezed, blejadeg ar saout ha c’hwirinadeg ar c’hezeg.

1923
Daveenn : SKET p.131

O gof an doueed, ro din eus al laezh marzhus a zo bet an doueed maget gantañ, pe, a-hend-all, ro din da vuoc’h end-eeun.

1923
Daveenn : SKET p.36

Eus ar c’houblad-mañ e vije deut gouenn ar Gelted.

1923
Daveenn : SKET p.33

Ouzhpenn, e lavar ar C’hresianed en devoe Herakles eus Keltina un eil-vab, peurheñvel ouzh ar c’hentañ, a voe roet dezhañ gant e gerent an anv a « Galatos » (3).

1923
Daveenn : SKET p.32

Ker pouezek eo an trec’h-se ken, p’en em gaven er C’hres, ez oa bihanañ brezelour hor strollad, Bersos (1), mab Kastos, un hanter-benn c’hoazh uheloc’h eget ar brasañ eus ar C’hresianed hag e trec’he er redadeg hag er c’hourenadeg war ar c’hreñvañ anezho

1923
Daveenn : SKET p.32

Lazhañ ar re washañ a reas ha ne lezas o buhez nemet gant ar pep dinoazusañ, ar pep talvoudusañ anezho.

1923
Daveenn : SKET p.30

E-pad navet oad ar bed e voe ergerzhet an douar gant Belios d’e beurskarzhañ eus ar gwallviled hag an euzhadennoù a oa bet engehentet gand ar ramzed (3).

1923
Daveenn : SKET p.30

Nemet, dre enskrivadurioù eus an Henamzer, ec’h anavezomp doueed ha doueezed anvet diouzh anv ar boblad pe ar gêr a warezont : Allobrox, Arvernos, Bibrax, Dexiva, Mogontia, Trikoria, Renel, Religion de la Gaule, pp. 394, 397, 401, 405.

1923
Daveenn : SKET p.23

Unan eus marzhioù enez Abalos eo an dra-se !

1924
Daveenn : SKET.II p.17

— Ma ! an deiz all, Anton ar Saoz, o vont d’an aod, abred eus ar beure a z[am]welas, ur gornandonez o kribat he blev, en ur bod lann, entre ar bourk ha Pennenez.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.948 (Mae 1924)

Darbet eo bet dezhañ semplañ, an dreujenn-gaol a gouezhas eus e zorn.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.866 (Miz Meurzh 1924)

— Penaos, mic’hieg, foreant zo ac’hanout, o laerezh out bet, ne peus-te ket a vezh ?…

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.844 (Miz C'hwevrer 1924)

Gra da lorc’h eus en em zibab da-unan-penn. Ra vo da armoù, da vinvioù, da zilhad-labour da zaouarn. Sav da di. Aoz da voued. N’az pez mevel nemedout. Na zigemer skoazell den. Na zeuet ez kerz road digant den !

1924
Daveenn : SKET.II p.32

Va zad-kozh (Doue d’e bardono !) a gontas din, un devezh ma oamp oc’h ober ur bale — tro ar Palud — penaos e dad dezhañ a oa bet ur c’hamarad bras da Vilzig. Moarvat e oa un tammig eus hon c’herent, ha dre-se, e di a zo kouezhet en hon danvez.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.807-808 (Miz Genver 1924) ("e di a zo koueet en..." reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

Ur vad dreist a zeuas d’ar paotr yaouank eus ar c’hentelioù-se.

1924
Daveenn : SKET.II p.29

En em ziskuizh eus ul labour dre ul labour all, eus ur studi dre ur studi all, eus un emgann dre un emgann all.

1924
Daveenn : SKET.II p.29

An amezeien, aketus eus glac’har hag enkrez an intañvez, a deue d’he c’hlemm, d’he c’huzuliañ, d’he aliañ.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 37, p.813 (Genver 1924)

Beuzet edo an hanter eus ar Rod er bed izelañ pa zigouezhas Vindosetlos en ur rannvor a oa goloet, keit ha m’helle ar sell en em astenn, gant loened-chatal Liros.

1924
Daveenn : SKET.II p.39-40

Kig a vo ivez. Kig ?… eus a belec’h ?… ha penaos ?…

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.976 (Even 1924)

Hag o-daou, Kola hag Izabel, o devoa graet d’o mamm ar bromesa da vagañ ar paotr ha da sevel anezhañ evel unan eus o bugale…

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.812 (Miz Genver 1924)

Seblantout a eure dezhi pa savas he daoulagad, penaos ar vamm he devoa un tammig troet he fenn evit sellet outi, evit trugarekaat mamm hini he devoa kement karet, mamm-gozh he bugelig, eus he c’harantez hag eus he madelezh.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.809 (Miz Genver 1924), ("bugelig" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

En deiz-se, trubuilh ha glac’har en tiig : ur plac’h, ar vamm, war ar varvskaon ; ur bugelig en e gavell, emzivad an deiz kentañ eus e vuhez.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.808 (Miz Genver 1924), ("tiig" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

Ar goaperien, an teodoù fall a lavare « en stank ar vilin-avel » ; en gwirionez, o tont d’ar gêr eus a Vro-Saoz, evit dimeziñ da Janedig.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.808 (Miz Genver 1924), ("dimeï" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

Kontant int eus o stad. Kontant ?… Doujet d’o stad, lavaran ket. Paour eo ar pesketaer, ha paour e vezo.

1925
Daveenn : BILZ2 p.104

Met gwir eo ar pezh a lavar ar re gozh : an traoù am eump bet darempredet a zalc’h un tamm eus hon buhez : o [d]ilezel a zo un dristidigezh.

1925
Daveenn : BILZ2 p.177

Gwragez an daou vartolod a oa deut ivez evit goulenn eus doare o gwazed.

1925
Daveenn : BILZ2 p.177

Evel ma ouzon dre anaoudegezh vat penaos Bilzig, eus e hanv Y. Tanguy, a zo bet ur paotr mat evit e vamm Izabel, evel ma eo bet atav evidon ur martolod mat hag un den a-zoare hag a skiant-vat, e fell din reiñ dezhañ va holl feadra evit hen skoazellañ, evit reiñ dezhañ ar sikour en devo ezhomm evit kendelc’her da vezañ un den fur, un den a vadelezh, evit ma teuio da vezañ ur gwaz, talvoudek d’e dud ha d’e vro.

1925
Daveenn : BILZ2 p.175

Deut ar paotr da vezañ ur gwaz, paotr yaouank a driwec’h vloaz, paotr kreñv ha kalonek, paotr ivez a skiant-vat, lemm a spered, ha, gant alioù ha kemennoù ar c’habiten, ur martolod eus ar re wellañ.

1925
Daveenn : BILZ2 p.169

Eus a Dremedern en devoa klevet brav-ral ar jolori, ha gwalc’h e galon en devoa c’hoarzhet, o klevet kanañ ar son nevez.

1925
Daveenn : BILZ2 p.164

Mous e bourzh ar Gwennili, gwellañ bag a oa e-barzh ar porzh, hag he c’habiten, brudet ar gwellañ e-touez ar re wellañ eus ar besketaerien hag ar vartoloded !

1925
Daveenn : BILZ2 p.105

Saig Jelvest, ar c’habiten, a oa ur gwaz, ma oa unan : un den a c’hwec’h troatad, ledan e c’hoûg ; e zaouarn, div c'holvazh ; a-blom war e dreid, e ziv votez-koad, hep gaou, a oa heñvel eus div laouer-doaz ; e benn, ront ha moal evel ur vilienn, a oa garlantezet a vlev, ruz gwechall, dislivet bremañ, ho pije lavaret livet gant dour soavon ; e fri ledan a oa frank-digor ; ha dindan e ambrankoù louet ha druz, daou lagad bihan a skede lemm gwer-c’hlas, siket don gantañ en e benn.

1925
Daveenn : BILZ2 p.105

Stagit eus groñch Saig un troc’had barv, louet ivez, ledan evel ur bal, rust evel sekrep, hir ha fonnus evel foenn er prad dourek ; ur jod dezhañ, peurvuiañ e jod kleiz, koeñvet gant ur chik ken tev hag ho piz-meud, ha, pa'm bo lavaret deoc’h penaos den biskoazh na glevas Saig Jelvest, memes e-kreiz ar gwashañ degouezh, o sevel e vouezh ur wech uheloc’h eget eben, ec’h anavefet perc’henn ar Gwennili kerkoulz ha me.

1925
Daveenn : BILZ2 p.105

Ha pep hini, goude un devezh ken trubuilhet, ac’h eas d’e wele, evurus evelkent eus e zevezh.

1925
Daveenn : BILZ2 p.148

An archerien, azezet er vag, a selle pizh [ouzh] ar vro, [ouzh] an heñchoù, ar wenojennoù.

1925
Daveenn : BILZ2 p.131

Ha n’hoc’h eus-hu ket klevet komz eus eur marc’hadour lien a Vontroulez a zo bet, a lavarer, lac’het e-pad an noz diwezhañ war al Lev ?…

1925
Daveenn : BILZ2 p.128

Sioul, an eil stok eus [ouzh] egile, o bouteg en o c’hichen, an daou vugel a sante o c’halon o lammet en o c’hreiz dirak an draezhenn vras, ken bras, ken ledan ha ken brudet, pehini en em astenne dirake, adalek Sant-Eflamm betek Lomikael.

1925
Daveenn : BILZ2 p.124

Kregiñ a rejont pep hini en ur [dorngenn] eus ar bouteg.

1925
Daveenn : BILZ2 p.123

Ha pa rankent mont adarre er bagoù, gleb-dour-teil, dent Genver eus o dilhad, eus o blev hag eus o barv ! !…

1925
Daveenn : BILZ2 p.122

eus a Bariz e teu

1927
Daveenn : GERI.Ern pg a3 (il vient de Paris)

tud eus a Bondi

1927
Daveenn : GERI.Ern pg a3 (des gens de Pontivy)

eus

1927
Daveenn : Geri.Ern pg a

gwelet an alberz eus

1927
Daveenn : GERI.Ern pg alberz (apercevoir)

tud eus Poñdi

1927
Daveenn : Geri.Ern pg a

bezañ aet eus ar gêr

1931
Daveenn : VALL pg (être) absent

deuet d'ar gêr eus a soudard

1931
Daveenn : VALL pg (revenu de l')armée

tennañ peoc'h eus

1931
Daveenn : VALL pg apaiser (un enfant)

aet eo eus ar gêr

1931
Daveenn : VALL pg (il est) absent

e tivero mel eus ar mogerioù

1931
Daveenn : VALL pg (il tombera des) alouette(s rôties)

— Uchekon ! paotr. A belec’h e teuez-te ? — Eus a Berroz, mamm. — A Berroz ?… Petra a zo bet c’hoarvezet gant ar Vran ?

1931
Daveenn : VALL p.175-176

eus

1931
Daveenn : VALL Levrlennadur p VIII

war c'hortoz eus

1931
Daveenn : VALL pg attente

eus an eil sklêrijenn d'eben

1931
Daveenn : VALL pg aurore, (d'un) bout (à l'autre du jour)

ar c'hoshañ eus a nav

1931
Daveenn : VALL pg (l')ainé de neuf enfants

— « O ! o ! Job. » — « N’eus o ! o ! ebet da lavarout. Chann Vitouz an hini eo. » — « Me ’lavar eo Na An Du. » — « Chann Vitouz eo, a lavaran deoc’h. » — « Pa lavaran deoc’h eo Na An Du. » — « Me bari eo Chann. » — « Me bari eo Na. » — « Chann eo. » — « Na eo. » — « Chann ! » — « Na ! » — « Me bari va lodenn eus heritaj hon eontr. » — « Ha me, va lodenn eus heritaj va moereb. »

1944
Daveenn : ATST p.19

— « Azezit ! » eme Lukaz dezho, « ma kemerot ur chopinad sistr. Sistr nevez am eus, hini dispar degaset din eus maner ar Gili. »

1944
Daveenn : ATST p.13

Lom ha Job pe Job ha Lom, evel ma karit, ne oant ket daou azen, pell ac’hano, mes daou istrogell eus ar re vrasañ, hag un istrogell gant un istrogell all, en em intent atav evit ober labour fall.

1944
Daveenn : ATST p.13

A-boan ma oa degouezhet Lukaz en ti, ma teuas ivez en diabarzh daou baotr eus Lotei, Job ha Lom dre a [sic, "o"] anv badeziant.

1944
Daveenn : ATST p.13

Ur boblad a dud speredek a zo eus Dinaniz. Klask a reont e pep keñver deskiñ, en em varrekaat, adkavout zoken ar brezhoneg kollet abaoe keit-all gant o c'hendadoù, hag ober anaoudegezh gantañ.

1944
Daveenn : ARVR Niv. 165

Ha setu perak ar baotred a gemeras hent ar maez, ha, goude, hent ar gêr, kerkent ha m’o doa resevet, evit o brasañ damant hag o brasañ displijadur, un testeni start eus buhez bev-buhezek an hini na oa ket beuzet.

1944
Daveenn : ATST p.131

Job, aet skuizh oc’h ober e sarmon, a oa o vont da dennañ ur volennad sistr eus ar varrikenn, pa welas dor ar c’harrdi o tigeriñ.

1944
Daveenn : ATST p.121

An dud war an hent a welas ivez ar goulou. Ober a rejont sin ar groaz evit bezañ diwallet eus ur gwalleur bennak.

1944
Daveenn : ATST p.117

Evit pegement eta e prestit deomp ho pag ? » — « Hanter kant lur evit tri devezh, hag an arc’hant war an daol a-raok mont kuit eus an ti. »

1944
Daveenn : ATST p.102

Ne lavarin anv maouez ebet, rak merc’hed ar c’hêriadennoù am eus anvet a oa aet da Garreg-al-Louarn ar buanañ m’o doa gallet ; holl e oant aet di eus an hini vrasañ betek an hini vihanañ, an hini goshañ evel an hini yaouankañ, dre hent[-]bras, dre hent-karr, dre gwenodenn ha kammboulenn, dreist kleuzioir [sic, "kleuzioù"], a-dreuz gwarimier sec’h ha parkeier priellek, holl, holl, d’ar red, eeun gant o hent ar re a c’halle mont, kamm-digamm ar re all, pep hini hervez hirder ha nerzh he divesker.

1944
Daveenn : ATST p.80

Mat, hiviziken, ni a lezo ar merc’hed da gontañ o istorioù… ha da ziskontañ eus o fortun heritaj ar voereb kozh rak hennezh a vo deomp, kousto pe gousto.

1944
Daveenn : ATST p.76

An eil diaoul. — « Toull e veze lezet e valetenn, ha toull e c’hodelloù gant aon en dije kemeret ur gwenneg eus an armel. »

1944
Daveenn : ATST p.58

Kaer e oa sellout, ne weled roud ebet mui eus krouerien K.V.B e Montroulez.

1944
Daveenn : EURW.1 p.189

Moarvat ar bouetaj-se a oa grounnet bloavezhioù a oa, hag a dremene eus an eil remzi d’egile, evel ma tremene ar wiskamant hag ar fuzul.

1944
Daveenn : EURW.1 p.194

Soñj am eus eus hiniennoù a oa ganin er gevrennad ispisial hag a dalvez ar boan lavarout ur ger berr diwar o fenn, rak ober a rejont o hent…

1944
Daveenn : EURW.1 p.198

Eus a-bell e seblante ur gêr lien, savet e-kreiz ur gouelec'h.

1944
Daveenn : EURW.1 p.204

Kevredigezh Vroadel Breizh ha Skol Veur Barzhed Breizh, ganet en hevelep kavell, a gerzhe bremañ dorn ouzh dorn, abaoe ma oa bet an disamm eus ar Barizianed.

1944
Daveenn : EURW.1 p.205

An Alre a roas herberc’h dimp, eus ar Yaou 25 a viz Gwengolo betek ar Sul 28.

1944
Daveenn : EURW.1 p.205

— « A ! mat eo, neuze, peogwir emaoc’h bremañ gwelloc’h. Mont a reomp bremañ da zebriñ hor merenn, ha, bremaik, e teuimp en-dro, en kas ["kaz"] ho pefe ezhomm eus un dra bennak.

1944
Daveenn : ATST p.36

Diouzh [Deus] ar chapel e oamp kaset d'ar studi.

1944
Daveenn : EURW.1 p33

Ouzhpenn, Aogust Cavalier a oa mab da winierien binvidik eus kichen Montpellier : gallout a rae bevañ en e aez.

1944
Daveenn : EURW.1 p79

N'eo ket brav bepred d'ar « bioned » dont a-benn eus ar vugale.

1944
Daveenn : EURW.1 p40

- Nemet karout a rafen e virfes ez kerz un dra bennak e koun eus hon darempred a vo bet re verr, siwazh ! hep mar ebet.

1949
Daveenn : SIZH p.51

Goude e oa aet betek penn pellañ ar vali izelañ, evit bezañ outañ e-unan. Ur meni-gwelva [meni gwelva] a oa eno, ma tizhed gwelout, dre dreuz skramm rouez ha dreinek kasiaenned yaouank, unan eus talbennoù louet ar gouent, ar jardin kloz, kêr Viranda a-bezh gant he zoennoù ruz, ar stêr Ebro, hag ar gompezenn ec'hon-meurbet, glas evit un nebeu[d] amzer c'hoazh, harzet du-hont, pell, gant menezioù Alava, er vro [e]uskarat.

1949
Daveenn : SIZH p.47

Ur vignoniezh speredel, ya ! a-dra-sur. Skouerioù a zo bet, ur voem, eus ar seurt darempredoù etre ar Sent o-unan.

1949
Daveenn : SIZH p.49

D'ho pinijenn, e lavarot un dizenez eus ho chapeled !

1949
Daveenn : SIZH p.60

Kousk-dihun eo ar breur Arturo en e wele strizh, en e logig, ul logell sec’h, fichet unan nemetken eus e speurennoù gwenn-razet gant un daolenn war baper eus ar C’halonoù Sakr.

1949
Daveenn : SIZH p.38

Harpañ a rejont dindan unan eus gwaregoù toull-didoull ar c'hloastr, nepell diouzh koloennoù ar gwenan.

1949
Daveenn : SIZH p.53

Ya ! Graet e vo ur viltañs anezhañ, ma anzav... ur pezh divergont siet-fall... kaset kuit, marteze, peogwir e vo bet treuzwisket poell e gofesadenn.

1949
Daveenn : SIZH p.60

–…Un eurvad hep e bar [sic] eo hini ar re a zo bet dibabet gant Doue da vezañ disrannet diouzh ar bed, evel m’eo bet ho chañs c’hwi. Gouzout a ran : an huñvre, – an drochig-se eus an ti ! – Bez’ e c’hell turlutat ha fistoulat e pennoù a zo.

1949
Daveenn : SIZH p.40

Unan eus reolennoù ar gouent a gemenne e vije fiziet er yaouankizoù-se, a oa da vezañ ministred an Aotrou Doue, da lavarout eo ar vegenn eus ar Gristenienn, pep a sizhuniad labourioù izel, da voazañ o c'halonoù ouzh ar sentidigezh hag an izelegezh.

1949
Daveenn : SIZH p.41

An diavaeziadez, hi, a oa bet dibouezet ganti he c'heveler gant un taol-lagad : ur bouilh paotr, e vlev melenek damrodellet, troc'het berr a-walc'h, un tal uhel, ha daoulagad liv ar glizin, lemm ha speredek ha nevez-flamm, dic'houzvez-krenn ma oant eus ar vuhez.

1949
Daveenn : SIZH p.42

A-raok koan, e rae an danvez-leaned o monedone, en ur zivizout gant an tadoù-renerien, en hanterenn ledanañ eus ar vali, etre div c'harzhad beuz, traoñ koad an dorgenn.

1949
Daveenn : SIZH p.43

Spurmantañ a reas dindan traoñ ar vantilhenn, a c'holoe dremm e amezegez, un darn eus he c'herc'henn gwenn.

1949
Daveenn : SIZH p.46

Sitoian kabiten, ne welan ket / Piv eo an den zo anezhañ anv. / Eus an noblañsoù amañ den ebet : / Tec'het int holl rak o fri zo tanav, / Gant aon rak ar bobl int nijet da bell / Evel, gant an avel, un dornad pell.

1960
Daveenn : PETO p36

Ne oamp ket dinec'h-dinec'h o pellaat eus an douar, rak ur pennad a oa e kleved ar gurun o krozal ; hag un dra fall e vije bet evidomp bezañ tapet gant ar gorventenn war an dour-digor, skuizh evel ma oamp deut da vezañ.

1985
Daveenn : DGBD p197

Dav eo ober anv amañ deus un dra all : abred pe ziwezhat e vo embannet gant ur stourmer entanet ez eo ret sevel obererezhioù feulsoc'h-feulsañ peogwir e vez graet gant feulster (ha feulster bras a-wechoù) gant an enebourien.

2015
Daveenn : DISENT p66

Kit da welet an traoù pellik amzer a-raok an taol, deoc'h da gaout amzer da zistreiñ meur a wech kuit da sachañ evezh an dud e-karg eus diwall al lec'h.

2015
Daveenn : DISENT p73

Er-maez e son akordeon un enbroad unan eus ar valsennoù-se a veze c'hoariet gwezhall evit kregiñ gant koroll an dud-nevez.

2015
Daveenn : EHPEA p11

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial