Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

S.o. "en" rag. gour (III). EVEZH. Kemm. blot. goude "em".

Skouerioù istorel : 
239
Kuzhat roll ar skouerioù

en em rentañ faezh

1499
Daveenn : LVBCA p69, 75, 175 (soy rendre vaincu, ou soy donner ou habandonner)

neb en em lez da gouezhañ alies

1499
Daveenn : LVBCA p18, 49, 69, 71, 123, 133, 149 (qui s-abuche souuent)

An sanktez a respontas : [«] Skrivet eo na zle den en em veuli nag ivez en em vituperiñ ; an dra-se a gustum an dud sot da ober hag an re travailhet gant vanegloar[. »]

1576
Daveenn : Cath p9

Hag en em varvailhe ez vras war an prudañs hag an gened anezhi rak meurbet ez oa kazr ha plezant da welet d'an holl re hag ivez grasius.

1576
Daveenn : Cath p8

Hevelep erfin, pan oa en em avizet, en deus da lavaret dezhi : « O gwreg hon lez da achevañ hon sakrifis, ha goude-se, ni a rento dit respont. »

1576
Daveenn : Cath p8

[«]Da em varvailh war an ornamantoù an neñv eleze an heol, an loar, an stered[!»]

1576
Daveenn : Cath p7

Inkontinant, Porfirius en em brezantas dirazañ en ul lavaret[ : «] Me am eus sebeliet korf ar rouanez, gwir servijerez da Jezuz-Krist hag am eus recevet ar feiz a Jezuz-Krist[. »]

1576
Daveenn : Cath p22

« Da em varvailhañ a rez en bras war an edifis, hag an artifis en templ-mañ, peheni zo gwraet gant douzorn tud ha mecherourien. »

1576
Daveenn : Cath p6-7

Pan ententas ar werc'hez ar c'hombat ay oa eminant dezhi, hi 'n em rekomandas en holl d'an aotroù Doue.

1576
Daveenn : Cath p12

[«]Hoz em warnisit envat gant sin ar groaz hag ez oc'h asuret a vezañ kurunet en eñv.[»]

1576
Daveenn : Cath p15

10. Neuze ez lavaras d'an impalazr Kaezar : « Da bidiñ a ran Kaezar, na em lez ket da vezañ faezhet gant da furor. »

1576
Daveenn : Cath p10

[«]Evit-se me lavaro dit ma lignez, ned eo ket evit ma em vantañ, hogen ma em humilañ.[»]

1576
Daveenn : Cath p9

26. Ar rouanez peheni [a selle ouzh] an holl draezoù-mañ diouzh ar c'hrec'h ha bede neuze nad oa ket em zisklêriet, ez kontinant a ziskennas hag a gomañsas da vlam an impalaer a'r gruelded vras a uze en andred ar werc'hez Katell.

1576
Daveenn : Cath p21

Goude en em lakaan da soñjal peseurt pec'hedoù am eus kometet an deiz-se, er soñjezonoù, er c'homzoù, hag en euvroù, hag e c'houlennan pardon ouzh Doue eus ar re am eus kavet kometet ganin o propoziñ mont da gofes hag en em gorijañ.

1622
Daveenn : Do. p52

M. Pe evit tra en [sin ar groaz] grit-hu er feson-se ? D. Kentañ evit digas em memoar an daou vister priñsipal eus hor feiz; unan eus an Drinded vinniget, o tont da bronoñs ar c'homzoù-mañ : en anv an Tad, ha'r Mab, ha'r Spered santel; an eil eo eus ar marv ha'r Pasion hor Salver binniget, pehini ouzh en em vezañ graet den en deus anduret marv evidomp en ur groaz.

1622
Daveenn : Do. p8

en em lakaat war

1659
Daveenn : LDJM.1 pg saisir

en em lakaat e minic'hi pe e frankiz ur re bennak

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (se mettre a la) sauue(-garde de quelqu'vn)

en em servijañ eus ul levr

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (se) seruir (de liure)

en em soursiañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (se) soucier

en em ober dioc'h an amzer

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (s')accomoder au temps

en em reiñ d'ar pec'hed

1659
Daveenn : LDJM.1 pg abandõner

en em bourveziñ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (se) nanter

en em c'hlorifiañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (s')enorgueillir, (s'en) orgueillir

en em ziskouez

1659
Daveenn : LDJM.1 pg paroitre

en em goll

1659
Daveenn : LDJM.1 pg perir

en em glemm eus ur re bennak

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (se) plaindre (de quelqu'vn)

en em grommiñ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg plier (le corps comme vn arc)

en em lakaat war e daoulin

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (se) prosterner

en em stlejañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg ramper

en em c'hourc'hemenn ouzh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (se) recommander

en em erbediñ ouzh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (se) recommander

en em rekoñsiliañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (se) reconcilier

en em dennañ a-gostez

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (se) retirer (à part)

en em dennañ dioc'h

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (se) retirer (des vices)

en em veñjiñ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (se) reuenger

evit en em veñjiñ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (en) reuenge

en em emellout pe soursiañ eus ur re bennak

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (se) mesler (de quelqu'vn)

en em zroukkemeret

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (se) mesprendre

en em virañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (se) mirer

en em sellet

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (se) mirer

en em aheurtiñ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg s'obstiner

en em zisheoliañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (en em) disheaulia

en em vugadiñ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (en em) bugadi

en em vradelliñ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (en em) bradelli

en em voaziñ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (en em) boasi

en em saotrañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (se) vautrer

en em stlejañ war e barlochoù

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (se) traisner (sur ses genoux)

en em heoliañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (se) tenir (au Soleil)

en em nerzhañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg tascher

en em dennañ eus ar garantez a'r priñs

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (se) soustraire (de l'amitié du Prince)

M. Petra a renker da ober evit en em gofes ervat ?

1677
Daveenn : Do. p43

M. Pe evit tra er [sin ar groaz] gret-hu er feson-se ? D. Da gentañ, evit digas ar memoar eus an daou Vister priñsipal eus hor Feiz ; unan, eus an Drinded binniget, en ur bronoñs ar c'homzoù-mañ : En Hanv an Tad, hag ar Mab, hag ar Spered santel ; an eil, eus ar marv ha Pasion hon Salver, pehini[,] ouzh en em vezañ graet den, en deus anduret ar marv evidomp-holl en ur Groaz.

1677
Daveenn : Do. p9

Goude-se e [Doue] bidiñ ma plijo gantañ reiñ dezhañ ar c'hras n'en ofañso ket evit an deiz-se, ha propoziñ d'en em viret muiañ ma c'hallo.

1677
Daveenn : Do. p51

en em stlejañ

1699
Daveenn : Har. pg en em, stlejañ (ramper)

en em ruzañ

1699
Daveenn : Har. pg en em, ruzañ (ramper)

en em reiñ d'an dristidigezh

1732
Daveenn : GReg pg abandonner

en em akuitañ eus e ouestl

1732
Daveenn : GReg pg accomplir

en em c'hraet

1732
Daveenn : GReg pg accomoder, compatir

en em dremen eus a win

1732
Daveenn : GReg pg abstenir

en em gavout stank en ul lec'h

1732
Daveenn : GReg pg affluer

en em lakaat en disheol

1732
Daveenn : GReg pg abri

en em lakaat en e aez

1732
Daveenn : GReg pg (s')accomoder

en em lakaet

1732
Daveenn : GReg pg abri

en em nec'hiñ

1732
Daveenn : GReg pg abandonner, attrister (s'attrister)

en em ober diouc'h an amzer

1732
Daveenn : GReg pg accomoder

en em reiñ d'ar vis

1732
Daveenn : GReg pg abandonner

en em strikañ an eil da c'houzoug egile

1732
Daveenn : GReg pg (s')accoler

en em viret ouc'h pec'hed

1732
Daveenn : GReg pg abstenir

en em lakaat etre daouarn Doue

1732
Daveenn : GReg pg abandonner

an olifanted n'en em blijont ket er broioù yen

1732
Daveenn : GReg pg (s')aimer

en em reiñ da un dra

1732
Daveenn : GReg pg adonner

en em vriata

1732
Daveenn : GReg pg (s')accoler

mankout d'en em gavout

1732
Daveenn : GReg pg absent

tec'hout d'en em gavout

1732
Daveenn : GReg pg absent

en em lakaat e pep feson

1732
Daveenn : GReg pg figure (Se changer en toutes sortes de figures)

en em antell er rouejoù

1732
Daveenn : GReg pg filet (S’enveloper dans les filets , se prendre dans les lacs.)

en em antellet er rouejoù

1732
Daveenn : GReg pg filet (S’enveloper dans les filets , se prendre dans les lacs, pp.)

[en] em reustlañ e-barzh er rouejoù

1732
Daveenn : GReg pg filet (S’enveloper dans les filets , se prendre dans les lacs.)

en em reustlet e-barzh er rouejoù

1732
Daveenn : GReg pg filet (S’enveloper dans les filets , se prendre dans les lacs, pp.)

em fiziout en ur re

1732
Daveenn : GReg pg fond (Faire fond sur quelqu'un.)

em fiziet en ur re

1732
Daveenn : GReg pg fond (Faire fond sur quelqu'un, pp.)

im fiziiñ en [ur re]

1732
Daveenn : GReg pg fond (Faire fond sur quelqu'un, Van.)

en em fontañ war &c

1732
Daveenn : GReg pg fonder (Se fonder , faire fond sur quelque chose)

en em fontet war &c

1732
Daveenn : GReg pg fonder (Se fonder, faire fond sur quelque chose, pp.)

em lañsañ war e adversour

1732
Daveenn : GReg pg fondre (Fondre sur son ennemi.)

em strinkañ war e adversour

1732
Daveenn : GReg pg fondre (Fondre sur son ennemi.)

em lañset war e adversour

1732
Daveenn : GReg pg fondre (Fondre sur son ennemi, pp.)

em strinket war e adversour

1732
Daveenn : GReg pg fondre (Fondre sur son ennemi, pp.)

em ofañsiñ eus a un dra bennak

1732
Daveenn : GReg pg se formaliser (se fâcher, se choquer)

em fourrañ en un tu bennak

1732
Daveenn : GReg pg fourrer (Se fourrer quelque part.)

em blantañ en ul lec'h bennak

1732
Daveenn : GReg pg fourrer (Se fourrer quelque part.)

em voutiñ en ul lec'h bennak

1732
Daveenn : GReg pg fourrer (Se fourrer quelque part, Van.)

em freskaat

1732
Daveenn : GReg pg frais (Prendre le frais.)

em freskaet

1732
Daveenn : GReg pg frais (Prendre le frais.)

em lakaat e koust hag e mizoù

1732
Daveenn : GReg pg frais (Se mettre en frais.)

em lakaet e koust hag e mizoù

1732
Daveenn : GReg pg frais (Se mettre en frais, pp.)

em oblij gant e c'hrad vat, hag a youl frank

1732
Daveenn : GReg pg franc (S'obliger de son bon gré, & franche volonté. (clause de Contrats.).)

Kement-se en deus skoet em fenn

1732
Daveenn : GReg pg frapper (Cela m'a frappé l'esprit.)

Un tavarnier en em groughe kent egit ma vankhe da farlotiñ e win.

1732
Daveenn : GReg pg frelater (Un cabaretier se pendroit plûtôt qu'il n'eût frelaté son vin.)

Un tavarnier en em groughe kent egit ma vankhe da falsañ e win.

1732
Daveenn : GReg pg frelater (Un cabaretier se pendroit plûtôt qu'il n'eût frelaté son vin.)

Un tavarnier en em groughe kent egit ma vankhe da gemmesk e win.

1732
Daveenn : GReg pg frelater (Un cabaretier se pendroit plûtôt qu'il n'eût frelaté son vin.)

em reiñ da aznaout

1732
Daveenn : GReg pg connoître (se faire connoître.)

em zifenn oc'h ar riv

1732
Daveenn : GReg pg froid (Se garantir du froid.)

en em zeferet

1732
Daveenn : GReg pg froid (Se garantir du froid, H. Leon, pp.)

en em frotañ ouzh ur re

1732
Daveenn : GReg pg froter (Se froter à quelqu'un.)

em diwall ouzh un dra

1732
Daveenn : GReg pg fuir (Fuir quelque chose, l'éviter, s'en garder.)

em diwall diouzh un dra

1732
Daveenn : GReg pg fuir (Fuir quelque chose, l'éviter, s'en garder.)

em diwallet ouzh un dra

1732
Daveenn : GReg pg fuir (Fuir quelque chose, l'éviter, s'en garder, pp.)

em ziwall ouzh pep vis ha heuliañ ar vertuz

1732
Daveenn : GReg pg fuir (Fuir le vice, & suivre la vertu.)

Neb en em gomport gant sevenidigezh.

1732
Daveenn : GReg pg galant (-e, honête, civil)

Neb en em gomport gant dereadegezh.

1732
Daveenn : GReg pg galant (-e, honête, civil)

Neb en em gomport gant grasisiusded.

1732
Daveenn : GReg pg galant (-e, honête, civil)

en em zougen gwarant evit

1732
Daveenn : GReg pg garant (Se porter garant pour)

en em zougen gwarant eus a

1732
Daveenn : GReg pg garant (Se porter garant de)

em ziwall ouzh droug

1732
Daveenn : GReg pg garantir (Garantir, exempter, défendre de quelque mal.)

em ziwall diouzh droug

1732
Daveenn : GReg pg garantir (Garantir, exempter, défendre de quelque mal.)

em jahinañ

1732
Daveenn : GReg pg géner (Se géner.)

em jahiniñ

1732
Daveenn : GReg pg géner (Se géner, Van.)

em barlenn

1732
Daveenn : GReg pg giron (Dans mon giron.)

em riklañ en un ti pe er-maez eus a un ti

1732
Daveenn : GReg pg glisser (Se glisser en une maison, ou hors d'une maison.)

em riklet en un ti pe er-maez eus a un ti

1732
Daveenn : GReg pg glisser (Se glisser en une maison, ou hors d'une maison, pp.)

em vugadiñ gant e vadoù &c.

1732
Daveenn : GReg pg glorifier (Glorifier, tirer vanité de quelque chose, se vanter de son bien, &c.)

em vugadet gant e vadoù &c.

1732
Daveenn : GReg pg glorifier (Glorifier, tirer vanité de quelque chose, se vanter de son bien, &c., pp.)

em disklêriañ e faver ur re

1732
Daveenn : GReg pg épouser (Épouser les intérets de quelqu'un.)

em garget a voed

1732
Daveenn : GReg pg gorger (se gorger de viandes, pp.)

em gargañ a voed

1732
Daveenn : GReg pg gorger (se gorger de viandes.)

em c'houarn ervat

1732
Daveenn : GReg pg gouverner (Se gouverner bien, en honête homme.)

en em gomportiñ ervat

1732
Daveenn : GReg pg gouverner (Se gouverner bien, en honête homme.)

em c'houarn e den onest

1732
Daveenn : GReg pg gouverner (Se gouverner bien, en honête homme.)

em c'houarn evel un den onest

1732
Daveenn : GReg pg gouverner (Se gouverner bien, en honête homme.)

en em gomportiñ e den onest

1732
Daveenn : GReg pg gouverner (Se gouverner bien, en honête homme.)

En em daolet eo war e fled da gousket un nebeud goude e lein.

1732
Daveenn : GReg pg grabat (Il fait la meridienne sur un grabat, sur un lit de salle.)

en em gravat

1732
Daveenn : GReg pg gratter (Se gratter.)

em graviñ

1732
Daveenn : GReg pg gratter (Se gratter, Van.)

em gravat

1732
Daveenn : GReg pg gratter (Se gratter, Van.)

en em atretenet

1732
Daveenn : GReg pg entretenir (S'entretenir, discourir avec d'autres, pp.)

An Hollandezien gentañ en em ravoltas a-enep ar roue a Spagn, pere ay oa lesanvet neuze korked.

1732
Daveenn : GReg pg gueux (Les gueux de Flandre.)

em wisket

1732
Daveenn : GReg pg (se) couvrir (se vétir), habiller (S'habiller.)

em wiskañ

1732
Daveenn : GReg pg (se) couvrir (se vétir), habiller (S'habiller.)

en em voazañ

1732
Daveenn : GReg pg habituer (S'habituer, prendre une habitude.)

em ober diouzh &c.

1732
Daveenn : GReg pg habituer (S'habituer, prendre une habitude.)

em c'hraet diouzh &c.

1732
Daveenn : GReg pg habituer (S'habituer, prendre une habitude pp.)

em akustumiñ da

1732
Daveenn : GReg pg habituer (S'habituer, prendre une habitude, Van.)

em akustumiñ da bidiñ Doue

1732
Daveenn : GReg pg habituer (S'habituer à prier Dieu.)

em akustumiñ da evañ

1732
Daveenn : GReg pg habituer (S'habituer à boire.)

em reiñ d'ar gwin

1732
Daveenn : GReg pg habituer (S'habituer à boire.)

em deurel da evañ

1732
Daveenn : GReg pg habituer (S'habituer à boire.)

em hastet

1732
Daveenn : GReg pg hâter (se hâter, pp.)

en em avanturiñ da

1732
Daveenn : GReg pg hazarder (Se hazarder de.)

en em lakaat e-tailh da

1732
Daveenn : GReg pg hazarder (Se hazarder de.)

em zougen heritour da ur re bennak

1732
Daveenn : GReg pg heritier (Se porter pour heritier de quelqu'un.)

en am ziwiskañ

1850
Daveenn : GON.II pg diwiska

ar bugel-se na c'hell ket en em ziwiskañ e-unan

1850
Daveenn : GON.II pg diwiska

En em ziwall hon eus graet an eil egile.

1850
Daveenn : GON.II p.77

kalz a amzer a goll oc'h en em fichañ

1850
Daveenn : GON.II pg ficha

en em fichañ

1850
Daveenn : GON.II pg ficha

en un taol en em gavas en hon touez

1850
Daveenn : GON.II pg enn-un-taol

en em engouestlañ

1850
Daveenn : GON.II pg eñgwestla

en em lakaat a ra bepred enep din

1850
Daveenn : GON.II pg énép, a-énep, éneb

em

1850
Daveenn : GON.II pg (en) em

en em gannañ a raint

1850
Daveenn : GON.II pg (en) em

En em c'hlazañ a reot an eil egile.

1850
Daveenn : GON.II p.77

en em garout a reont

1850
Daveenn : GON.II pg (en) em

n'eo ket amañ eo en em roet an emgann bras

1850
Daveenn : GON.II pg emgann

en em

1850
Daveenn : GON.II pg em, (en) em

em

1850
Daveenn : GON.II pg em

en em likit e-keñver ho tad

1850
Daveenn : GON.II pg é-kéñver, ékeñver

e douvezioù kaer int en em gannet

1850
Daveenn : GON.II pg douvez, douez

en em zornañ

1850
Daveenn : GON.II pg dourna

en em zoaniañ

1850
Daveenn : GON.II pg doania

en em zizanaout

1850
Daveenn : GON.II pg dizanaout, dianaout

en em glevout

1850
Daveenn : GON.II pg klévout (S'entendre, être d'intelligence, d'accord. Agir de concert avec un autre).

Brav-bras en em glevont.

1850
Daveenn : GON.II pg klévet (Ils s'entendent fort bien, ils sont d'intelligence).

en em zaoniñ

1850
Daveenn : GON.II pg daoni, daouni (se damner).

En em zastumiñ ennañ e-unan sioul ha didrouz.

1850
Daveenn : GON.II pg dastumi (Se recueillir, rappeler ses esprits, ses idées, son attention. HV.)

En em gravit mar hoc'h eus debron.

1850
Daveenn : GON.II pg debron (Grattez-vous, si vous avez démangeaison).

en em zeviñ

1850
Daveenn : GON.II pg devi (Se brûler).

diaveziad en em gav en e vro e-unan

1850
Daveenn : GON.II pg diavésiad

didec'het eo a-barzh ma on en em gavet gantañ

1850
Daveenn : GON.II pg didec'hout

dienaouet e oa pa on en em gavet eno

1850
Daveenn : GON.II pg diéné, diénaouet

en em ziaezañ

1850
Daveenn : GON.II pg diéza

mar gellit e ober hep en em ziaezañ

1850
Daveenn : GON.II pg diéza

war an difenn en em zalc'h bepred

1850
Daveenn : GON.II pg difenn

en em zigollañ

1850
Daveenn : GON.II pg digolla

en em zigustumi

1850
Daveenn : GON.II pg digustumi

en em zic'haoui

1850
Daveenn : GON.II pg dic'haoui

en em zic'hargadennañ

1850
Daveenn : GON.II pg dic'hargadenna

en em zigizañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg dic'hiza, digiza

en em zic'hwenañ

1850
Daveenn : GON.II pg dic'hoenna

en em zilavregañ

1850
Daveenn : GON.II pg dilavréga

En em wiskañ a ra diouzh ar c'hiz.

1850
Daveenn : GON.II pg diouc'h, diout, diouz (Elle s'habille à la mode).

en em ziskabellañ

1850
Daveenn : GON.II pg diskabella

en em likit en disheol

1850
Daveenn : GON.II pg dishéol

en em zishouarnañ

1850
Daveenn : GON.II pg dishouarna

en em zivanegañ

1850
Daveenn : GON.II pg divanéga

en em zivotaoui

1850
Daveenn : GON.II pg divotaoui, divoutaoui

En ur c'hoad bras en em gavas.

1867
Daveenn : MGK p126

"Ned oc'h ket diwar ouenn ho tud-kozh zo marv; ar-re-se kalonek ne vezent diwezhat, da herzel ouzh pep droug ha da ober pep mad; marv int pell a zo, hag e-kreiz o bezioù, ouzh ho kwelet diskiant, poultrenn o relegoù, o eskern o stekiñ dindanoc'h a lavar; ez oc'h tud digalon, tud dall ha tud bouzar. Evel ur reverzhi, droug ar bed o sevel a ya en ho kwazied, ho laka da vervel; ur mergl milliget eo, ur c'hleñved dishegar, savet da gontammiñ pep mad zo war an douar; genel a ra bosenn ha kernez tro-war-dro; ouzh he heul kasoni e pep lec'h, e pep bro, a laka dre ar bed brezel ha lazherezh. Hama, a-barzh nemeur, e vo bec'h hag enkrez : ha penaos ne ve ket ? Pep droug a zo meulet; hiriv an den fallakr zo ar gwellañ deuet. An nebeudig re vat, flastret gant ar re fall, a rank mont da guzhet evit en em ziwall."

1867
Daveenn : MGK p2

Gant an dra-se n'en em douellomp, / Ouzh begig hor skouarn diwallomp !

1867
Daveenn : MGK p62

Neuze ne vent gwelet o vont d'en em grougañ, / D'en em veuziñ er mor, pe da en em lazhañ, / Da gas, en ur ziskouez n'o deus skiant na kalon, / O ene d'an ifern hag o c'horf d'ar c'hontron.

1867
Daveenn : MGK p67

Div goulm en em gare gant ur wir garantez. Unan anezho un dervezh, enoeet en he c'hêr, a lakeas en he fenn, ur pennig skañv-meurbet, mont da foetañ broioù.

1867
Daveenn : MGK p17

Demat deoc'h emezi, aotrou ar c'hont ma fried, pell amzer vras a zo abaoe na oamp en em welet.

1874
Daveenn : GBI.II p8

An [a]otro[u] Des Cognets, hag an [a]otro[u] Charles Vallée, a zo bet pedet da‘n em lakat war ar renk.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

en em zornata

1927
Daveenn : GERI.Ern pg -ata

en em zizleañ diouzh

1931
Daveenn : VALL pg acquitter (une dette)

n'en em reont ket

1931
Daveenn : VALL pg (ils ne peuvent s')accomoder

al louarn en deus en em zouaret

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXIV

en em asplediñ

1931
Daveenn : VALL pg accouder

en em glevet

1931
Daveenn : VALL pg accorder

en em graet

1931
Daveenn : VALL pg (s')accomoder

en em laoskaat da vont (gant)

1931
Daveenn : VALL pg (s')acoquiner (avec)

en em lazhañ

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXIV

en em ober

1931
Daveenn : VALL pg (s')accomoder

en em zigargañ

1931
Daveenn : VALL pg abdiquer (une charge, une fonction)

en em ziroueañ

1931
Daveenn : VALL pg abdiquer

en em ziskouez

1931
Daveenn : VALL pg apparaître

en em arrostiñ

1931
Daveenn : VALL pg (s')acoquiner

en em veuziñ

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXIV

en em stagañ ouzh

1931
Daveenn : VALL pg (s')attacher

en em ren evel

1931
Daveenn : VALL pg agir (en homme)

en em reiñ da

1931
Daveenn : VALL pg s'abandonner

a oar en em ober

1931
Daveenn : VALL pg accomodant

en em ahelañ gant

1931
Daveenn : VALL pg (s')accomoder

en em zesket an-unan

1931
Daveenn : VALL pg autodidacte

en em ziduañ

1931
Daveenn : VALL pg (s')amuser

en em ziduellañ

1931
Daveenn : VALL pg (s')amuser

War-lerc'h an taol-mañ e teuis d'en em gompren ha da blegañ d'ar Red.

1944
Daveenn : EURW.1 p39

Ar vugale en em zastume hervez o anaoudegezhioù, re ar memes parroz, ar memes taread, en em domme an eil ouzh egile.

1944
Daveenn : EURW.1 p34

Plijout a rae dezhañ ar c'hezeg, ha kazi sur en dije 'n em c'hraet ul lec'h en arme, panevet e tegouezhas d'e dad mervel e 1859, ha Glaoda, « mab henañ intañvez » a voe, en akord gant al lezenn neuze, disoudardet, ha lavaret dezhañ distreiñ d'ar gêr.

1944
Daveenn : EURW.1 p10

« Amañ 'n em bliji sur, gant mestroù ken mat ».

1944
Daveenn : EURW.1 p30

Pa 'n em astenn 'hed e gorf war al leur ez eus c'hoarzh.

1944
Daveenn : EURW.1 p23

Diwezhatoc'h, en em lakaas d'en [brezhoneg] diskiñ, ha zoken da sevel sonoùigoù ennañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p70

Adalek neuze en em lakaas da glask istor Breizh da lenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p41

Evel ma oa Breizhad Gallo ar sañsor ivez en em glevjont o-daou da ober brezel d'ar brezhoneg hag e voe graet ganto ur reolennadur kalet evit Tregeriz ha Kerneviz.

1944
Daveenn : EURW.1 p42

Deoc'h ra blijo galv ar bedenn / ' Gas e c'harm eus ar c'houeledenn / M'en em zifret enni gwastet / Gant an heug en deus e fastet.

1960
Daveenn : PETO p83

Ha da heul e vo feulster fizik memestra (en em vac'hagnañ, en em lazhañ, feulster er gêr, felliezh gant feulster...) ouzhpenn d'ar freuzoù kentañ.

2015
Daveenn : DISENT p62

Diaes eo sammañ an traoù-se war tachenn ar politikerezh, rak broudañ a ra an dud d'en em vac'hañ e-barzh ur sistem e-lec'h ma ra fae an eil renkad sokial ouzh egile, ur sistem a ouennelouriezh a spered, ur mod boutin da gevredigezhioù direizh an hiniennoù d'en em lakaat da varnerien kalet [galet], strizh ouzh dislavaroù ar re all met morse ouzh o dislavaroù dezhe o[-]unan.

2015
Daveenn : DISENT p64

Gallout a ra distruj an traoù, al labour, an dud a zo en-dro dezhañ, koulz hag en em zistruj zoken.

2015
Daveenn : DISENT p62

Gantañ [feulster an ensavadurioù] e skuizh an nen tamm-ha-tamm, cheñch a ra an darempredoù gant an dud en-dro dezhañ, koulz hag ar mod en deus d'en em welet ha d'en em briziañ, ha diwar-neuze [diwar neuze] e vod da soñjal e[n e] amzer da zont.

2015
Daveenn : DISENT p61-62

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial