1. Meulet.
Ar Werc'hez c'hlorius hag an holl ebestel. Glorius sant Kaourintin, ho pet truez ouzhin.
2. Lorc'hus.
Ur bompinenn eus kêr, gwe-he-revr ha glorius. Ar paotr n'oa ket gwall c'hlorius. C'hwi el lakay da vout glorius gant ho meuleudi.
HS. otus.
M. Ha ret eo enoriñ relegoù ar Sent ? D. Ya. M. Perak ? D. Abalamour ma'z int bet temploù d'an Spered santel ha ma tleont un wezh bennak bezañ reüniet ouzh o eneoù glorius.
M. Ha ret eo enoriff relegaou ar Sent? D. Ya. M. Perac? M. A palamour ma-z int bet templou da-n Speret Santel ha ma-z dleont vn guez bennac bezaff reuniet ouz ho eneffou glorius.
1622
Daveenn :
Do.
p22
M. Petra a gredit-hu someramant eus hon Aotrou Jezuz Krist ? D. Me gred ez eo mab da Doue an Tad, ken puisant, ken gouiziek, ken mat hag an tad, hag ez eo en em graet den evidomp-ni e kof ar Werc'hez glorius Mari hag evel-henn ez eo gwir Doue ha gwir den.
M. Petra a credit hu sommairamant ves hon Autraou Iesus Christ? D. Me cret ez eo Map da Doue an Tat, quen puissant, quen gouiziec, quen mat hac an Tat, hac ez eo em gret den euidomp ny en coff an Guerches glorieux Mary, hac euel hen ez eo guir Doue ha guir den.
1622
Daveenn :
Do.
p14
glorius
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg glorieux, superbe
M. Petra a gredit-hu sommeramant eus hon Aotrou Jezus-Krist? D. Me gred ez eo Mab da Zoue an Tad Hollgalloudek ker gouiziek ha ker mat hag an Tad ; en deus en em graet den evidomp e kof ar Werc'hez glorius Vari, hag evel-henn ez eo gwir Doue ha gwir den.
M. Petra à gredit-hu sommaeramant eus hon Autrou Iesus-Christ? D. Me gred ezeo Map da Zoué an Tat Oll-galloudec quer gouiziec ha quer mat hag an Tat ; endeus en em gret den evidomp e coff ar Verc'hes glorius Vari, hag evelhen ezeo guir Doué ha guir den.
1677
Daveenn :
Do.
p15
Ha ret eo enoriñ relegoù ar sent ? D. Ya. M. Perak ? D. Abalamaour ma'z int bet temploù d'ar Speret Santel, ha ma'z tleont un deiz bezañ reüniet ouzh o eneoù glorius.
Ha ret eo henori Religou ar Sent? D. Ya. M. Perac? D. A balamaour maz int bet Templou d'ar Speret santel, ha maz dleont un deiz beza reüniet ous o enéou glorius.
1677
Daveenn :
Do.
p23
Ar Werc'hez c'hlorius a welas / He mab prizius el Lammgroaz, / Pa varvas evidomp-ni-holl, / D'hor miret nad aziemp da goll.
8. Ar Verc'hes glorius à velas / He map precius en Lamgroas, / Pa varvas evidomp-ny oll, / D'hor miret na daziemp da goll.
Daveenn :
GReg
pg glorieux (-se, qui est dans la gloire celeste), glorieux (glorieux, -se, superbe.), hautain (-e)
ar re c'hlorius
1732
Daveenn :
GReg
pg glorieux (-se, qui est dans la gloire celeste, p.)
glorius
gloériuz
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg gloriuz
glorius
gloriuz
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg gloriuz
Un enor eo evidomp derc'hel da gelennadurezh distagus Merkeur, Pontkalleg, Talc'hoed, Montlouis, Koedig, Ar Chalotez, ha meur a den kadarn-all, dizanvez pe glorius.
Eun enor eo evidomp derc'hel da gelennadurez distagus Merkoeur, Ponkallek, Talhoët, Montlouis, Couëdic, La Chalotais, ha meur a den kadarn-all, dizanve pe glorius.
1911
Daveenn :
PSEP
p IX
Pinvidik, o ! pinvidik, Izabel !… Pinvidigezh Izabel ?… Daou c’hir, yudal a reont an eil deus egile. Pinvidigezh ! gwevn-meurbet eo ar gir-se, en em astenn a ra adalek ar c’hastell beteg an ti-soul. Ha piv a nivero al leve a ra pinvidigezh un den glor[i]us ha piv an dienez a ra hini Izabel.
Pinvidik, oh ! pinvidik, Izabel !… Pinvidigez Izabel ?… Daou c’hir, yudal a reont an eil deus egile. Pinvidigez ! gwevn meurbet eo ar gir-ze, en em astenn a ra adalek ar c’hastell beteg an ti-soul. Ha piou a nivero al leve a ra pinvidigez eun den glorus [sic] ha piou an dienez a ra hini Izabel.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niverenn 40, p.898 (Miz Ebrel 1924)
Bilzig a sellas outi, hag en e benn e troidelle mennozhioù dishegar-meurbet : ar paotr, m’en asur, n’oa ket gwall c’hlorus.
Bilzig a zellas outi, hag en e benn e troïdelle mennoziou dishegar meurbed : ar pôtr, m’en assur, n’oa ket gwall c’hlorus.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.125
Mes un islonk didreuzus a oa etre bugel dianavez Breizh Izel hag heritourez Klannoù glor[i]us tierned Skotia bell.
Mes eun islonk didreuzus a oa etre bugel disanvez Breiz-Izel hag heritourez Klannou glorus tierned Skotia bell.