I.
1. Perzh dibar, kened skedus ub., a vez skoet ar speredoù gantañ.
Gloar Doue.
2. Dre ast.
Brud vras.
Enor ha gloar da virviken !
3. Trl.
Mont d'ar c'hloar : mervel, mont d'ar baradoz.
II.
1. Fougaserezh.
Bezañ kollet gant gloar.
2. Trl. skeud.
Mont e gloar gant udb. : bezañ stad ennañ gantañ dra-se.
Mont a reas ar bugel e gloar gant e zilhad nevez.
Ha pan oa kaset [Katell] d'al lec'h ordrenet evit-se ez c'horroas he daoulagad entreze ha 'n neñv oz ober orezon da gehelañ Doue en ur lavaret : O ! Jezuz gwir roue, enor ha gloar ar gwerc'hezed hag [e]sperañs ha salud ar gristenien.
ha pan oa cazcet dan lech ordrenet euit se ez gorroas he daou lagat entresea ha neff oz ober oraison da quellaff doe en vn lauaret o iesus guir roe : enor ha gloar en guerheset hac sperancc a salut en christenyen,
1576
Daveenn :
Cath
p23-24
[«]Me zo ma em roet a gomañsamant ma yaouankted da Jezuz-Krist evit pried, rak hennezh eo ma holl c'hloar, hennezh eo ma holl joa, hennezh eo ma c'harantez, ma douseur[».]
me so ma em roet a comancement ma iauanctet da iesus-christ euit priet, rachennez eo ma holl gloar henez eo ma holl ioya henez eo ma carantez ma douceur
1576
Daveenn :
Cath
p16
M. Peseurt droug a zigas deomp-ni ar pec'hed marvel ? D. Ober a ra deomp koll Doue, e c'hras, hag ar c'hloar pehini zo prometet deomp, hag en hon rent koupapl, d'ar poanioù infernal.
M. Pe seurt drouc a diguaç deomp-ny an pechet maruell? D. Ober à gra deomp coll Doue, é gracc, hac an gloar peheny so prometet deomp, hac en hon rent coupabl da-n poanyaou Infernal.
1622
Daveenn :
Do.
p36
gloar
glouar
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg orgueil
gloar
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg gloire, superbe (peché)
M. Peseurt droug a zigas deomp ar pec'hed marvel ? D. Ober a ra deomp koll Doue, e c'hras, hag ar gloar a zo prometet deomp, hag en hor rent koupapl eus ar poanioù infernal.
M. Pe seurt drouc à zigaç deomp ar pec'hed marvel ? D. Ober à ra deomp coll Doué, e c'hraç, hag ar gloar à so promettet deomp, hag ên hor rent coupab eux ar poaniou infernal.
1677
Daveenn :
Do.
p37
Doue, dre e vadelezh, a laka en e c'hloar ar re o deus bevet hag a zo marv e stad vat.
Douë dre e vadelez, a lacqa èn e c'hloar, ar re o deus bevet hac a so maro ê stad vad.
1732
Daveenn :
GReg
pg glorifier (Dieu glorife ses élûs après leur mort.)
militout gloar dre e oberioù kaer
militout gloar dre e oberyou caër
1732
Daveenn :
GReg
pg gloire (Acquerir de la gloire par ses beaux exploits.)
chapeled a C'hloar
1732
Daveenn :
GReg
pg chapelet (de Gloire)
seul vui a zo a boan, seul vui a zo a c'hloar
seulvuy a so a boan, seulvuy a so a c'hloar
1732
Daveenn :
GReg
pg (il y a) d'autant (plus de gloire, qu'il y a de peine)
seul vrasoc'h eo ar boan, seul vrasoc'h eo ivez ar c'hloar
seul-vraçzoc'h eo ar boan, seul-vraçzoc'h eo yvez ar c'hloar
1732
Daveenn :
GReg
pg (il y a) d'autant (plus de gloire, qu'il y a de peine)
ar re choazet gant Doue evit posediñ ar c'hloar eus ar baradoz
ar re choaset gand Douë evit poçzedi ar c'hloar eus ar barados
1732
Daveenn :
GReg
pg (les) élûs (ceux qui sont choisis de Dieu pour être sauvez)
gouel an Tabor, gouel ar c'hloar
gouël an Thabor, gouël ar c'hloar
1732
Daveenn :
GReg
pg (la) fête (de la transfiguration de N.S.)
Doue a ro e c'hloar d'ar re choazet, goude o marv.
Douë a ro e c'hloar d'ar re choaset, goude o maro.
1732
Daveenn :
GReg
pg glorifier (Dieu glorife ses élûs après leur mort.)
dellezout gloar
déllezout gloar
1732
Daveenn :
GReg
pg acquérir
tennañ gloar eus a un dra bennak, eus e binvidigezh &c.
tenna gloar eus à un dra-bennac, eus e binvidiguez &c.
1732
Daveenn :
GReg
pg glorifier (Glorifier, tirer vanité de quelque chose, se vanter de son bien, &c.)
tennet gloar eus a un dra bennak, eus e binvidigezh &c.
tennet gloar eus à un dra-bennac, eus e binvidiguez &c.
1732
Daveenn :
GReg
pg glorifier (Glorifier, tirer vanité de quelque chose, se vanter de son bien, &c., pp.)
Tennañ a ra gloar eus e vis.
Tenna a ra gloar eus e viçz.
1732
Daveenn :
GReg
pg glorifier (Il se glorifie de son vice.)
lakaat e c'hloar en un dra bennak
lacqaat e c'hloar èn un dra-bennac
1732
Daveenn :
GReg
pg glorifier (Se glorifier dans quelque chose.)
Ar c'hloar eus ar baradoz a zo prometet gand Doue d'ar re, pere gant sikour e c'hras, he milito dre o euvrioù mat.
Ar c'hloar eus ar barados a so prometet gand Douë d'ar re pere gand sicour e c'hraçz, he milito dre o œuvryou mad.
1732
Daveenn :
GReg
pg gloire (Dieu a promis la gloire à ceux qui aidez de sa grace, la mériteront par la pratique des bonnes oeuvres.)
militout gloar gant e oberioù kaer
militout gloar gand e oberyou caër
1732
Daveenn :
GReg
pg gloire (Acquerir de la gloire par ses beaux exploits.)
gounit kalz a c'hloar dre e oberioù kaer
gounit cals a c'hloar dre e oberyou caër
1732
Daveenn :
GReg
pg gloire (Acquerir de la gloire par ses beaux exploits.)
gounit kalz a c'hloar gant e oberioù kaer
gounit cals a c'hloar gand e oberyou caër
1732
Daveenn :
GReg
pg gloire (Acquerir de la gloire par ses beaux exploits.)
gloar
gloër
1732
Daveenn :
GReg
pg gloire (Gloire, orgueil, Van.)
Kollet eo gant ar c'hloar.
Collet eo gand ar c'hloar.
1732
Daveenn :
GReg
pg gloire (La gloire le perd.)
Monet a ra dreist-penn gant ar c'hloar.
Moûnet a ra dreist penn gad ar c'hloar.
1732
Daveenn :
GReg
pg gloire (La gloire le perd.)
Neb en deus militet kalz a c'hloar.
Nep èn deus militet cals a c'hloar.
1732
Daveenn :
GReg
pg glorieux (Glorieux, qui a acquis de la gloire par son mérite.)
ur marv leun a enor hag a c'hloar
ur maro leun a enor hac a c'hloar
1732
Daveenn :
GReg
pg glorieux (Une mort glorieuse.)
gant enor ha gloar
gand enor ha gloar
1732
Daveenn :
GReg
pg glorieusement (avec honneur)
gloar
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg gloar, gloriuz
gloar
gloer
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg gloar
Doue a zo bet gwelet en e c'hloar war ar menez
Doué a zô bét gwélet enn hé c'hloar war ar ménez
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg gloar
Ar beleg : Gloria Patri, et Filio, et Spiritui sancto. Gloar d’an Tad, dar Mab, d’ar Spered-Santel.
Ar belek : Gloria Patri, et Filio, et Spiritui sancto. Gloar d’an Tad, dar Mab, d’ar Spered-Santel.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.164
Evit gloar Doue em eus savet tour Gwinevez hag iliz Plouzane ; tremen daou-ugent vloaz a zo abaoe ma’z on beleg ; gwellañ ma c’hellen am eus graet evit distreiñ an dud diwar an hent fall hag o lakaat war an hent mat ; direbech on, a gredan, dirak Doue ; n’em eus aon rak netra.
Evit gloar Doue em euz savet tour Guinevez hag iliz Plouzane ; tremen daou-ugent vloaz a zo abaoue ma’z oun belek ; guella ma c’hellen am euz great evit distrei an dud divar an hent fall hag ho lakaat var an hent mad ; direbech oun, a gredan, dirag Doue ; n’em euz aoun rak netra.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.251-252
Deraouiñ a rae evel-henn : Gwenole, abostol eürus, / Enor ha gloar Breizh-Izel, h.a. -Niv. 13-8-98-.
Deraoui a rae evel-hen : Gwennole, Abostol eürus, / Enor ha gloar Breiz-Izel, h.a. -Niv. 13-8-98-[.]
1944
Daveenn :
EURW.1
p66
Me ma-unan, e oa gourc'hemennet din sevel ur barzhoneg e brezhoneg a-zivout Emgann Hohenlinden, en Alamagn, ma oa 'n em c'holoet a c'hloar ar rujumant enni (1800).
Me ma-unan, e oa gourc'hemennet d'in sevel eur barzoneg e brezoneg a-zivout Emgann Hohenlinden, en Alamagn, ma oa 'n em c'holoet a c'hloar ar rujumant enni (1800).
1944
Daveenn :
EURW.1
p.202
Kounaat a reas al lean yaouank azen bihan ar gouent, a ganas gloar, ar sul araok [a-raok], pa oa 'n em gavet, ar wech kentañ, gant Palmira.
1949
Daveenn :
SIZH
p.66
Pediñ ' rin ma vezoc'h galvet / Da c'hloar skedus ar Re Salvet.
Pedi ' rin ma vezoc'h galvet / Da c'hloar skedus ar Re Salvet.