Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.g. I. Kaout poan o lonkañ un tamm boued, peogwir eo aet en toull gaou pe peogwir e tebrer re vuan. Diwall da darlonkañ ! Tarlonkañ a rae ken e felle dezhi mougañ. Un tamm boued o lakaat ac'hanon da darlonkañ. II. Dre ast. 1. Kinnig mougañ. Ankeniet e oa he mabig o sellet ouzh e vamm, astennet war he gwele, o tarlonkañ gant ar verranal. Butunat ur segalenn hep tarlonkañ gant ar moged. DHS. mougañ, tagañ. HS. stonkañ. 2. [1499] Breugeudiñ. Ne rae ken met tarlonkañ. 3. Teuler trouz eus ar gorzailhenn, dh. trouz heñvel ouzh hini dour o tremen enni. An dour a darlonke e toull he gouzoug. & An daeroù a darlonke e gouzougoù an holl : difronkañ a rae an holl. 4. A-WECHOÙ. [1909] Pasaat. An dud a zeue en ti a gleve ar paotr o tarlonkañ. DHS. teuc'hal, toc'hellañ.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

tarlonkañ

1499
Daveenn : LVBCA p191

tarlonkañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg tarlõca

tarlonkañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (s')engouer

tarlonket

1732
Daveenn : GReg pg engouer (s'engoüer, boucher, se boucher le passage du gosier par quelque morceau trop gros, en mangeant goulument)

tarlonkañ

1732
Daveenn : GReg pg engouer (s'engoüer, boucher, se boucher le passage du gosier par quelque morceau trop gros, en mangeant goulument)

tarlonket

1850
Daveenn : GON.II pg tarlouñka

an askorn-se eo a darlonke ac'hanon

1850
Daveenn : GON.II pg tarlouñka

tarlonkañ

1850
Daveenn : GON.II pg tarlouñka

tourlonkañ

1909
Daveenn : BROU p. 230, p. 406, p. 431 (Tousser. Onomatopée et assimilation de dourlounka)

tarlonkañ

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXXVIII

Notennoù studi

Rouez eo ar stumm "tourlonkañ", kavet ur wech e geriadur Eusa gant Dom Malgorn. Moarvat eo bet levezonet gant ar ger "dour".

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial