1. [1931] Pezh zo heverk eus bezañs, tremen pe oberoù ub. pe udb. en ul lec'h bnk., ur mare.
Den ! Nag anad a zen ! Piv a gavo un anad ganin ag ur gaou ? Diskouez dezho un anad ag e vraventez hag ag e splannder.
&
Trl.
Na vezañ, na welet anad (ebet) ag udb. : na vezañ, na welet, merk ebet anezhañ.
N'eus ket anad a vrezel ganimp. Ne oa ket mui anad ebet ag ar boufam. Kaer hon eus monet ned eus anad ebet e tostaomp.
HS. arouez, merk, roud, sin (2), tres.
&
Trl.
[2015] Na ober anad ebet : chom hep mont e darempred gant den.
Lod eus hor mignoned hag a oa ken gredus gwezhall n'o deus graet anad ebet tro ar bloaz.
[2015] Ne ouzomp-ni ket pelec'h klask Nasiotis ha hennezh ne ra anad ebet.
2. RELIJ.
Spes.
Korf Doue dindan anad ar bara.