anat
anat eo
aznat
anat
Anat e oa o doa c’hoant da jarneal ha da sakreal diwar-benn ar boned segovii, abalamour an darn vuiañ ac’hanomp a yoa ar boned-se ganto e Kergidu ; hag ar re a yoa chomet bev eus a soudarded Canclaux, n’o doa ket ankounac’haet penaos e oant bet kempennet ganeomp-ni, ha pegen tost e oa bet dezho kaout holl ar marv war an dachenn.
— Ma vez lazhet hennezh, ne vezo staget netra ouc’h [ouzh] beg tour Berven, anat eo, rak ar republikaned a zalc’ho ganto va banniel du ; mes ma vez lazhet hennezh, egile a vije lazhet ivez ker buan, sklaer eo, rak bezañ e vezint an eil gant egile, hag, e-lec’h unan, daou zen paour eo a vezo marv.
Anat
Lakaat anat
anat
en em ziskouez anat
diskouez anat
anat warnañ en deus evet
anat e…
anat
Bez' ez eus, war a lavarer, dre ar bed bras, levrioù hag oberoù, a-vil-vern, hag ar [sic] zispleg ar gudenn fraez[h] hag anat, pa ne venegont nemet ar garantez... karantez ar c'hig... karantez an den ouzh ar vaouez, a lavare ur wech bennak ar breur Arturo.
- Hag anat eo rekis bevañ dizemez d'an neb a zo galvet da seveniñ kefridi uhel. Ur skoilh d'ar striv eo ar vaouez.
Da gentañ ur gristenez vat e oa « señorita » zu an iliz. Na kalonek e tibune he chapeled ! N'oa ket, anat, kement a zevosion evit kenvevañ gant gwidreoù kannadezed an Diaoul.
Daoust hag e oa anat war e dal ar c'hevrin a vleunie en e galon ? Pe ha gwelet e vije bet, diwar solier an ograoù, gant ur c'hloareg bennak ?...
N’en doa toullet hemañ da zen, anat eo, diwar-benn e huñvre nec’hus.
Evel azen ar gouent, yaouank e oa ar manac’h, etre c’hwezek ha seitek vloaz : anat an dra diouzh flour e zremm, hag ivez diouzh e c’haoliadoù bras hag an tizh, a lakae e soutanenn wenn stardet en-dro d’e zargreiz gant ur gouriz neud tev gwenn, plañsonet da stlakal en-dro d’e zivesker.
N'oa ket souezhet ar paotr yaouank : anat an dra da gement kloareg, ar merc'hed a zo skañv o fennoù.
N'eo ket e yezh ar gwasker e vo saveteet ar re wasket : kement-mañ zo anat dimp.
Evit ma vije mat al labour e ranke an niverenn a veze merket war ar peulioù chom anat.
Anat eo e vez kollet amzer a-leizh evel-se o kargañ hag o tiskargañ.
Ar re a geje ganto, e-pad o baleadennoù Sul, a gonte ne gomzent ket, o doa an neuz da enoeiñ start, ha disammet e vezent, anat, pa spurmantent ur c'heneil, a gevarc'hent gwrezek.
Anat eo n'int ket evit kompren penaos int en em gavet e-kreiz ar janglenn p'o doa prientet mont d'ar C'hiklades.