I. H.g.
A. C'hoant bras, direol.
Pa 'zeus kement a atapi e-touez an dud d'ober traoù evel-se.
B. Trl.
1. Kaout atapi ouzh udb. : bezañ c'hoantek-kenañ d'e gaout.
E atapi ouzh an aour hag an danvez a oa divent.
2. Kaout, kemer an atapi (da ober udb.) : bezañ ingal gant ar c'hoant d'ober an dra-se.
E-pad an hañv em bez atav atapi da aveliñ ma fenn. Ar mic'hieg-mañ en deus kemeret an atapi da zebriñ e ivinoù. Yann en doa an atapi da vont da c'houlenn merc'hed hep kemer nikun ebet morse.
3. Kaout, kemer atapi gant ub. , udb. : bezañ nec'het gant an den-se, gant an dra-se.
Atapi am eus ganit. Pêrig a gemer atapi gant e gornigell.
II. G.
Boaz.
A-viskoazh he doa bet an atapi-se. Un atapi divalav.
HS. albac'henn.