Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. (goude ur v. prl.) Termen a dalvez da verkañ e kendalc'h ar stad-mañ-stad, an ober-mañ-ober. En e vurev emañ atav. Glav a rae atav. Butunat a rit atav. Labourat a reont atav gant o zad. [1878] Daou zervezh goude taol Trefalegenn, e-pad m’edomp o tommañ en-dro d’un tamm tan hor boa alumet, war-dro peder eur dioc’h [diouzh] an abardaevezh, e teuas en hon touez an Aotrou de Kerbalaneg [sic], atav un aer nec’het dezhañ. DHS. c'hoazh. HS. bepred, dalc'hmat. ES. ken (1), mui. 2. Termen a dalvez da verkañ ez adc'hoarvez an darvoud-mañ-darvoud gant kendalc'helezh. Atav e vez en he liorzh. Diouzh an abardaez e laka atav e garr dirak e di. Atav e c'hoari ar vugale er porzh. & Trl. Ur wezh n'eo ket atav : n'eo ket war zigarez ma reer an dra-mañ-tra ur wezh ez eur boazet d'e ober evit kelo-se. DHS. ingal. HS. bepred, dalbezh, dalc'hmat. ES. morse, nepred. & G. pouez. Dalc'hmat atav e veze o pediñ. 3. (db. buhez an dud) E pep degouezh. Atav e rank an den bezañ war e soñj. Hiviziken e raimp atav evel-se. HS. bepred, dalbezh, dalc'hmat. ES. morse, nepred. II. 1. (db. an tremened) A-viskoazh. Atav em eus klevet lavaret an dra-se. Mignoned int bet atav. HS. dalc'hmat. 2. (goude ur v. en amzer-da-zont) Da viken. Ar beorien a vo paour atav. Ne vevint ket atav. HS. bepred. & Evit atav : da viken. [1924] Yac’haet ar paotr, dizonet evit atav ? evit ur pennad da vihanañ da vont da giesa… III. 1. (goude ur v. en doare gourc'h.) Petra bennak a vefe, a c'hoarvezfe a-hend-all. Deuit en ti atav ! Taol pled atav. Lavarit atav ! HS. bepred. 2. (db. an disoc'hoù a zeuer a-benn da gaout) Kement-se eo atav : bez' eo gwelloc'h eget netra, mat eo da gaout n'eus forzh penaos. 3. Ger a dalvez da sevel disklêriadurioù groñs. Me ne rin ket e labour atav ! Hennezh, atav, a chomo er gêr. "Piv en deus kemeret anezhi ?" - "n'eo ket me atav !". HS. bepred.

Skouerioù istorel : 
91
Kuzhat roll ar skouerioù

16. Grit din dougen gant devosion / Ar gwir groaz e pep feson, / Kaout ivez memoar atav / Eus e holl boanioù ha marv.

1677
Daveenn : Do. p69

Yit atav gant an hent pilet !

1732
Daveenn : GReg pg frayer (Suivez toujours le chemin frayé.)

atav ober pe dizober

1732
Daveenn : GReg pg action

atav war evezh

1732
Daveenn : GReg pg alerte

atav war vale

1732
Daveenn : GReg pg alerte

digor eo atav an nor da gement a ya hag a zeu

1732
Daveenn : GReg pg allant

emaon atav mont-dont

1732
Daveenn : GReg pg aller

stegnet eo atav e spered e-c'hiz da ur wareg

1732
Daveenn : GReg pg arc

madoù beleien, ha plouz gwinizh-du, a ya atav war an diminu

1732
Daveenn : GReg pg bien(s de prêtre provenus uniquement de l'Eglise, ne prosperent point en mains Laïques)

ar glouton-hont a zo atav en ostaliri

1732
Daveenn : GReg pg bouger (ce débauché ne bouge du cabaret)

atav

1732
Daveenn : GReg pg (a tous) bout(s de champs), continuellement, , eternellement (sans cesse)

atav e c'hoari war ar mestr

1732
Daveenn : GReg pg (il met à tous coups sur le) but

atav e vez war ar bunt

1732
Daveenn : GReg pg (il met à tous coups sur le) but

arme vihan a ya hag a zeu atav

1732
Daveenn : GReg pg camp (volant)

atav-atav

1732
Daveenn : GReg pg (sans) cesse

un den atav ar memes

1732
Daveenn : GReg pg (un esprit toujous) égal

Yit atav gant an hent gwenn !

1732
Daveenn : GReg pg frayer (Suivez toujours le chemin frayé.)

Dinerzh eo ha dinerzh e vezo atav.

1732
Daveenn : GReg pg flasque (Il est flasque , il ne sera jamais vigoureux.)

Heuilhit atav an hent fraeet

1732
Daveenn : GReg pg frayer (Suivez toujours le chemin frayé.)

emañ atav o flatrañ e vreudeur

1850
Daveenn : GON.II pg flatra

Atav em eus e welet evel-se.

1850
Daveenn : GON.II pg ataô (Je l'ai toujours vu de même).

Arvariñ a ra atav.

1850
Daveenn : GON.II pg arvari (Il est toujours irrésolu).

atav

1850
Daveenn : GON.II pg ataô (Toujours. Continuellement. Sans cesse. En tout temps. Hors de Léon, "atô"), pg bépréd ou pépréd.

atav

1850
Daveenn : GON.II pg atô (Voyez "ataô"), pg ataô (Toujours. Continuellement. Sans cesse. En tout temps. Hors de Léon, "atô").

Ma atahiniñ a ra atav.

1850
Daveenn : GON.II pg atahinein (Il m'agace sans cesse).

ho tad a zo bet atav un amlier evidon

1850
Daveenn : GON.II pg alier

Douget eo atav d'an amsentidigezh.

1850
Daveenn : GON.II pg amzeñtidigez (Il est toujours porté à la désobéissance).

Tec'hit atav diouzh an dud arouarek.

1850
Daveenn : GON.II pg arwarek (Fuyez toujours les gens oisifs).

an houidi a ya atav a vagadoù

1850
Daveenn : GON.II pg bagad

diarc'hen ez a atav

1850
Daveenn : GON.II pg diarc'hen

va dor a vezo atav digor deoc'h

1850
Daveenn : GON.II pg digor

d'an diskar eus an delioù e vez atav klañv

1850
Daveenn : GON.II pg diskar

ober a ra atav e enklaskoù

1850
Daveenn : GON.II pg eñklask

emañ atav o fichañ

1850
Daveenn : GON.II pg ficha

Ar pintig kaezh, laouen bepred, a gan hep goulenn tra ebet ; hag o klevet ker brav dudi, an holl a rae e veuleudi o lavaret "Ur c'haner eo" ! Gant meuleudioù ne chomer bev. Alies siwazh. Ar pintig paour ne gave tamm na berad dour, e zaou bodig goullo atav, un deiz e voe kavet marv, marv gant naon en ur ganañ

1867
Daveenn : MGK p22

Hogen ar brezhoneg a gomzed e Kerzaoulaz, evitañ da vezañ, evel ma welit, bravoc'h eget hini an dudjentil kouezhet dioc'h lost ar c'harr, ne oa ket atav dinamm a-grenn.

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VIII

N'eus forzh ! Eus hoc'h holl brejoù mat, me ne fell din takenn, gwell ganin mont d'ar c'hoad. Hag ar bleiz en e dro, ha da skarañ mibin. Abaoe red atav.

1867
Daveenn : MGK p9

Ne oa ket kennebeut e zoare skrivañ hervez ar reizh, na zoken atav hevelep, o vezañ e skrive ur ger ur wech en un doare bennak, ha goude-se en un doare all.

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VII

Pa weloc'h al lizherenn s, paket e-kreiz ur ger, e vezo ret atav lavaret anezhi evel pa ve ss : eveshaat

1867
Daveenn : MGK Rakskrid XIV

atav Breizhad kristen, diwar c'hoari 'gelenn

1867
Daveenn : MGK Rakskrid III

Ar bed-mañ a zo kozh, kozh-kozh, a lavarer; / Ha koulskoude atav an den ne vez furaet, / Anez gant marvailhoù e gelennañ ervat.

1867
Daveenn : MGK p4

Lakaet o doa en o fenn ober bepred hag atav, en noz hag en deiz, war ar maez evel e kêr, brezel da Ganclaux ha d’ar republikaned, betek o huanad diwezhañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.300-301

Pa deuje ar soudarded a-zindan tenn deomp, e tleemp tennañ hor-pemp en un taol, ha, mar [d]eujed war hor lerc’h, tec’het dioc’htu ha dont en ur park pe en ur waremm all, atav o tont war-zu Berven.

1877
Daveenn : EKG.I. p.276

Kit atav, chouanted milliget, emezañ, o sellet ouc’h an toulloù graet gant ar bouledoù a ouzoc’h e treust e gambr ; kit atav, m'en talvezo deoc’h ha d’ho tud !

1877
Daveenn : EKG.I. p.143

Daoust ha ne vez ket atav ar vicherourien e kostez an hini fall, pe da vihanañ brudet da vezañ fall ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.65

Ur wech [a]n amzer, etre div c’henaouad, e c’houlenne digant e dad petra c’hoarveze gantañ ; mes e dad ne responte grik ; ne rae atav nemet lavaret : Doue... Diaoul...

1877
Daveenn : EKG.I.

Ar vouezh a glemme atav, ha neuze e oan ken tost dezhi, ma c’hellen zoken demanaout ar pezh a lavare.

1878
Daveenn : EKG.II p.46

Ar Republik he doa atav ezhomm arc’hant. Hogen, evit kaout arc’hant, evel am beus er lavaret deoc’h, he doa lakaet e gwerzh leveoù ar sent, leveoù ar c’houentoù ha re an noblañs.

1878
Daveenn : EKG.II p.68

Herve Soutre a yoa ivez ’ta komper din, ha bezañ komperi, an dra-se a laka atav ar c’halonoù d’en em dommañ an eil ouc’h eben.

1878
Daveenn : EKG.II p.36

Digeriñ a ris anezhi atav hep gouzout kalz perak ; en em lakaat a ris da furchañ anezhi, ha da bavata gant va daou zorn kement kogn a yoa enni.

1878
Daveenn : EKG.II p.121

Netra ne respontas din. N’em boa ket a c’hoant d’en em zoaniañ re ; skeiñ a ris adarre ur wech, hag ur wech all c’hoazh, atav gant kros va fuzuilh, hag atav ne roed respont ebet din.

1878
Daveenn : EKG.II p.39

Koulskoude n’eo ket Yann Pennorz eo an hini a bed alies evit ar sitoianed ; mes en dro-mañ, evel a lavaran deoc’h, o doa graet vad din, hag ur wech n’eo ket atav eo.

1878
Daveenn : EKG.II p.31

atav o c'hoarzhin

1909
Daveenn : BROU p. 423 (rieur, euse)

Hiniennoù a lavar n’oa tra souezhus ebet en unvaniezh-se o ren etre Manos ha Bena, p’o devoa bevet atav a-gevret adalek o oad tenerañ, ha ma’z oant unanet dre liammoù nesañ ar gwad.

1923
Daveenn : SKET p.45

Mont atav war zisheñvelaat (Notennoù, VI, 10)

1923
Daveenn : SKET p.171, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Se différencier de plus en plus".

Ha c’hwi a oar : al Leonard paotr rok ma'z eo, gwall goaper eo an Tregeriad, hag an eil atav en disfiz eus egile.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.809 (Miz Genver 1924)

E eontr Kola a gavas ar ger a speg, a zalc’h, hag a c’halvas anezhañ Bilzig, Bilzig ac’hann, Bilzig alese, ar paotr atav da heul e eontr.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.811 (Miz Genver 1924)

Lavaret ho pije penaos ar paotr a c’houzañve tristidigezh e vamm, eñ diagent ken seder, atav o sutellat, o kanañ, bremañ gant Mad[a]len ha Yannig, pluchet en ur c’hogn bennak, sioul, sioul, evel aon dezhañ pa wele e vamm ankeniet, an dour war he daoulagad.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.812 (Miz Genver 1924)

Bez gourdon da embreger a bep doare riskloù, ha menel en o c’hreiz difrom atav !

1924
Daveenn : SKET.II p.32

Yac’haet ar paotr, dizonet evit atav ? evit ur pennad da vihanañ da vont da giesa…

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1030 (Gouere-Eost 1924)

Evit se, riv n’en doa ket, rak ma veze atav fiñv-difiñv.

1924
Daveenn : SKET.II p.13

C’hwec’h devezh goude peñse ar Vran e varvas he c’habiten. Bilzig atav a chomas gant e gabiten, e-pad ma eo bet en buhez, ha war e arched en deus taolet ar c’hentañ dour binniget.

1925
Daveenn : BILZ2 p.174

Triwec’h vloaz a zo abaoe ! triwec’h vloaz !… Plac’h yaouank eo atav Soazig. — Plac’h yaouank !… Plac’h yaouank kozh viret ! a c’hrozmolas unan bennak.

1925
Daveenn : BILZ2 p.136

atav

1927
Daveenn : Geri.Ern pg atao

atav

1927
Daveenn : Geri.Ern pg atao

atav

1927
Daveenn : Geri.Ern pg atao

War-lerc'h ar c'hi, nemet da goulz ar pred e ve, e kerzhe atav e vestr, an aotrou Pissoli, adjudant-diwaller kreñvlec'h Berrtomm. Kerkent ha ma veze gwelet fri du Tirfeu, unan pe unan eus ar seizh a youc'he : "22!" hag hini ebet ac'hanomp ne veze tapet o sellout ouzh an oabl.

1929
Daveenn : SVBV p7

atav

1931
Daveenn : VALL Levrlennadur p VIII

bezañ atav o jestreouiñ

1931
Daveenn : VALL pg action

atav

1931
Daveenn : VALL pg ça

Diwar-vremañ e c'heller diskontañ goulakadurioù a zo, ar pezh a zo un dra bennak atav: strishaet eo evel-se tachenn an enklask.

1943
Daveenn : TNKN p63

Marteze e vijemp kaset d'ur golaj bennak all. N'eus forzh. Deomp atav.

1944
Daveenn : EURW.1 p36

Ar gelennerien o doa anvioù germanek : Pfister, Schumacher, Werner, Kuster ; ar « pion » a oa Trahen e anv, ur Frank-Kontad, ur breur kozh e oa, damheñvel ouzh ur person kernevad, atav e vrizenn vutun etre e zaou viz, al lodenn vrasañ stlabezet war e livitenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p49

Hor c'haozeadennoù, d'an aotrou Vallée ha din, a veze atav a-zivout Breizh hag ar brezhoneg.

1944
Daveenn : EURW.1 p56

-« It atav, den yaouank, emezi, mirit ho kwenneien, ezhomm ho pezo anezho. Ma gwaz a blije meurbet ar re yaoank dezhañ. Diouzh lein an neñv, e sell gant dudi ouzhoc’h o kerzhout war e roudoù rak ‘hed e vuhez n’eus bet nemet ur soñj en e benn, pa veze fin d’e labour e porzh-mor Brest, ha goude e retred : kanañ atav e brezhoneg Breizh hag ar Feiz… ».

1944
Daveenn : EURW.1 p.94

Dougen a rae gwiskamant p[e]izanted ar c’hornad, nann ur wech, met atav.

1944
Daveenn : EURW.1 p.206

Pa veze leinoù beleien e ti an Aotrou person, - Toussaint Pinson,- e vezen pedet atav, da ziduañ ar gompagnunezh gant ma sonioù.

1944
Daveenn : EURW.1 p.209

Koulskoude. Herri a oa ker pizh ! pa eve ur banne odivi, e veze atav dre ezhomm, ha, morse, dre avi.

1944
Daveenn : ATST p.58

« N’eo ket un dra gristen ar pezh emaomp oc’h ober ; un dra spontus eo zoken hag a vezo tamallet deomp atav gant hor c’houstiañs ; klask lazhañ hor moereb ! ! »

1944
Daveenn : ATST p.75

- ...'M eus aon ez ay ur bern merc'hed da gofes ganit. Me atav a yelo !

1949
Daveenn : SIZH p.46

Ouzhpenn ma oa yac'haus-tre d'ar studierien ma oant, atav gant o c'hresk, lakaat o c'horf d'al labour.

1949
Daveenn : SIZH p.53

Ouzh tor ar menez, e goudor teñval un toull-roc'h, kenaozet gant daroù-ben, mo[u]est atav, hag ur stank a doennad ili[a]v ha gwez kelenn, e oa ur feunteun vras dour rielet [sic, riellet] ha sklaer e-giz lagad an naer.

1949
Daveenn : SIZH p.52-53

N'oa ket bet troc'het ha didosennet holl c'hlastenenned an diribinoù, ha kalz eus platanenned diamzeret ar balioù aet da zouar fu a nac'he atav kouezhañ diouzh o sav.

1949
Daveenn : SIZH p.52

- Emaoc'h o vont da welout ho tousig, breur Arturo ? - Gant ar vezh, breur Alano ! N'hoc'h eus ket mezh o komz evel-se ? - Bez' ez oc'h ur vrav a stipadenn atav ! a deñsas ar c'hwitouz.

1949
Daveenn : SIZH p.44

Hag atav, aze, dirak e zaoulagad, ar gweledigezhioù-se, o kinnig gant ur mousc’hoarzh, da allazigoù e zaouarn, an dra difennet-rik ouzh ar gloareged, hoal gwenngen, flour ha trelatus, o divronn noazh.

1949
Daveenn : SIZH p.38

Difiñv e oa atav ar gup en oabl berv.

1949
Daveenn : SIZH p.54

Sitoianed, ma digarez, m'ho ped / Ma ne vez ma zeod gwall sentus bepred; / Ar voazamant gozh d'ankouaat n'eo ket aes / Pardonit rak-se d'ar personig kaezh. / D'ar Republik e vo atav feal...

1960
Daveenn : PETO p35

N'emañ ket, d'am meno, o tareviñ freuz ; / Ne venn, o kuzhat, 'met mirout e vuhez. / Amañ kuñv ha sioulik, ' vez atav dezhañ, / Ha ne glever morse nep droug anezhañ.

1960
Daveenn : PETO p37

Buan e lavaris kenavo dezhañ. Met hep labour en em gaven atav.

1985
Daveenn : DGBD p5

Arabat kennebeut kontañ war ar fed e teuy atav ar polis da herzel ar stourmerien -dibenn skrijus- rak gallout a ra an dud e karg soñjal ez eus muioc’h a riskloù -evit an dud o-unan, pe war an dachenn bolitikel- ma tibabont mont dre heg.

2015
Daveenn : DISENT p77

Souezhet eo bet rak Patsi a veze er gêr atav diouzh ar beure.

2015
Daveenn : EHPEA p13

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial