1. Torkad spern.
Neuze e stignjont ur gurunenn graet gant bodoù-spern.
2. Trl. kv.
Rust evel ur bod-spern : rust-tre.
&
Trl. skeud.
Ober ur bod spern war e dal : krizañ e dal, e zivabrant dre nec'h pe dre zisplijadur.
&
[1732] Bezañ ur bod-spern war e dal : diskouez bezañ nec'het, reut, displijet o krizañ e dal.
&
Gwelet ur bod-spern e-kreiz tal ub. : kavout ez eus doare gant ub. da vezañ rust, reut.