Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. [1538, 1576, 1622, 1732, 1850, 1867, 1931, 1944, 1960, 1985, 2013] Furm diazez ar verb "bezañ" en amzer-dremenet strizh. A. (impl. war-lerc'h ar rn. verb "a" pe "e" en e stumm kemmet "voe") 1. (impl. war-lerc'h "a") [1576] Hag ar peder degrez-mañ a vertuz a voe ekselant en itron santez Katell evel ma'z eo patant en he legent. [1576] Santez Katell, merc'h d'ar roe Koste, a voe instruet ha doktrinet en holl ardoù liberal. [1732] Kemeret a [sic, e] voe var ar fed. [1732] Greg ar patriarch Abraham a voe anvet Sara. [1867] Setu evit petra : amañ ez eus meneg / Eus ur c'hreg paour a voe beuzet / En ur stêr zon, ar stêr Oded. [1931] Un deiz a voe. 2. (impl. war-lerc'h "e(z)") [1538] En enor da Doe hon kroueas ez e voe fountet an chapel-mañ an Sul ken[t] fest an Spered Glan - ouzit bremañ an dat dre gont - mil pemp-kant eizh bloaz ha tregont. [1732] Bez' e voe. [1732] Bezañ ez voe bet kondisionet, penaos ez raed. [1867] Krediñ a ran zoken e voe dezho enor Kaout en ho kof, aotrou, dre ho kouzoug digor. [1931] A-walc'h e voe dezhañ lavarout. [1985] En doare-se eo e voe krouet Libreville. B. (impl. war-lerc'h ar rn. nac'hañ "ne" en e stumm kemmet "voe") [1985] Bloaz war-lerc'h, ha me aet pelloc'h e diabarzh ar vro, ouzh troad "Menezioù Strink", ne voe ket heñvel, ha digarez am boe neuze da glemm eus leizhien an "amzervezh sec'h"! C. 1. (impl. war-lerc'h "mar" en e stumm digemm) [1850] Un amprevan eo, mar boe biskoazh. [1867] Ur pezh mousklenn, mar boe biskoazh, / Dremm un den kaer, amzer voa bet. 2. (impl. war-lerc'h "ma" pe "ma'z" en e stumm kemmet "voe") [1576] Evel ma'z ententas ez komeras darn he zud [eus] he palez hag ez em warnisas gant sin ar groaz, hag ez eaz en kêr, hag ez kavas un nombr bras a gristenien, pere a yae da sakrifiañ d'an idoloù rak aon na vient lazhet ma'z voe meurbet nec'het ha keuzet. [1622] Ouzh harz ar Groaz ma'z voe gloazet / Doue hon Roue-ni, krusifiet, / Ez edoa [edo] e vamm estlammet, / Ha hi e zivoud hirvoudet. [1732] An templ kaer a Salomon a oa komañset pevar c'hant ha pevar-ugent vloaz goude ma voe deuet ar bopl a Israel er-maez eus an Ejipt. [2013] an daou beul-se ne oa ket bet aotre d'o sevel, a c'haller soñjal, nemet e penn traoñ an iliz, ar pellañ ma voe gallet diouzh al lodenn gozh, kuit d'ober dismegañs dezhi. D. (impl. war-lerc'h ar stl. "pa" en e stumm kemmet "voe") [1732] Pa voe muiañ ankeniet. [1867] An den, pa voe distro, / A gavas toull he sac'h, 'vel ar roued goullo. [1960] Ar paour-kaezh-mañ pa voe drastet / Me, gant fiziañs, 'm eus ho klasket. II. (war-lerc'h ar merkoù gour unan "am/em" pe lies "hor") Furm eus ar verb endevout er c'hentañ gour en amzer-dremenet strizh. A. (er c'hentañ gour unan) 1. (impl. goude ar rannig-verb "a" kemmesket gant merk ar c'hentañ gour unan "m" : "am") [1954] [...] ha keit ha m’edomp o seniñ an Amzer-Nevez gant Grieg un ton tener ha ken sioul ma termene paotred an trombon hep ober tra, am boe tu da sellout diouzh va c’hoant ouzh an denig a rae da gement a dud plegañ d’e c’halloud divent. [1985] Tomm e oa evel en ur forn c'horet ha poan am boe o kavout ar c'housked en tammig kambr am boa feurmet e-kichen gar Sant-Yann. [1985] Bloaz war-lerc'h, ha me aet pelloc'h e diabarzh ar vro, ouzh troad "Menezioù Strink", ne voe ket heñvel, ha digarez am boe neuze da glemm eus leizhien an "amzervezh sec'h"! 2. (impl. goude ar rannig-verb "e" kemmesket gant merk ar c'hentañ gour unan "m" : "em") [1960] Nann, eus al lec'h-se, sklaer ha fraezh / Ne'm boe disaouzan na keal. [1985] Eno e krogomp gant al labour, hag en eil nozvezh tremenet eno em boe tu da welout ur veilhadenn-gañv, en-dro d'an tan, gant garmoù leñverezed. [1985] Un nebeud devezhioù goude ma oan krog da ergerzhout ar vro-se, em boe tu da welout, e ke[ê]riadenn Evare-Doule, unan eus ar c'haerañ abadennoù dañs a oufed gwelout er Gabon. B. (er c'hentañ gour lies) [1850] Dec’h hor boe eus e geloù. [1985] Diwezhatoc'h hor boe zoken eno ur yenerez dre betrol, rak d'ar mare-se ne oa ket kalz a diez o kaout tredan, hag an doare ordinal da sklerijenniñ an tiez a oa al lamp "Petromax".

Skouerioù istorel : 
48
Kuzhat roll ar skouerioù

En enor da Doe hon kroeas - da sant Tremeur, da sant Weltaz - ez e voe fontet an chapel-mañ - an Sul ken[t] fest an Spered Glan - ouzit bremañ an dat dre gont - mil pemp-kant eizh bloaz ha tregont

1538
Daveenn : GReg Enskrivadur war Chapel s. Tremeur e Kledenn-ar-C'hab

Neuze ez voe digaset a divers proviñsoù hanter-kant orator, pere a eksede an holl re arall mortel e pep siañs monden, maz teuzo[nt] da c'houlenn pe da fin ez oant galvet a gen pell ha divers broioù da Aleksandri.

1576
Daveenn : Cath p11

[«] Koñsider penaos emaint ha pa voe komañset ar bed hag ez vezint bede ar fin, sell ouzh an heol hag ar planedoù pere ne sesont nos na dez oz vonet entreze hag oksidant hag ac'hano ouz retorn adarre da oriant, hag evit-se ne skuizhont ket. [»]

1576
Daveenn : Cath p7

Hag an peder degrez-mañ a vertuz a voe ekselant en itron santez Katell evel maz eo patant en he legent.

1576
Daveenn : Cath p4

Santez Katell, merc'h d'ar roe Koste [Kostus], a voe instruet ha doktrinet en holl ardoù liberal[.]

1576
Daveenn : Cath p5

1. Ouzh harz ar Groaz ma'z voe gloazet / Doue hon Roue-ni, krusifiet, / Ez edoa e vamm estlammet, / Ha hi e zivoud hirvoudet.

1622
Daveenn : Do. p59

bez' ez voe

1732
Daveenn : GReg pg aller

Grweg ar patriarch Abraham a voe anvet Sara.

1732
Daveenn : GReg pg Abraham (Sara étoit la femme d'Abraham.)

bezañ ez voe bet kondisionet, penaos ez raed

1732
Daveenn : GReg pg (on avoit) conditionné (qu'on feroit)

Kemeret a [sic] voe var ar fed.

1732
Daveenn : GReg pg flagrant (Il fut surpris en flagrant délit.)

pa voe muiañ ankeniet

1732
Daveenn : GReg pg fort-e (Au fort de la douleur qu'il ressentoit.)

an templ kaer a Salomon a oa komañset pevar c'hant ha pevar-ugent vloaz goude ma voe deuet ar bopl a Israel er-maez eus an Ejipt

1732
Daveenn : GReg pg après

An deiz-se a voe dizeürus evitañ.

1732
Daveenn : GReg pg funeste (Ce jour lui fut funeste.)

An deiz-se a voe drougeurus evitañ.

1732
Daveenn : GReg pg funeste (Ce jour lui fut funeste.)

Ur vaouez a voe lazhet war an hent.

1850
Daveenn : GON.II p.83 (Il y eut une femme tuée sur le chemin).

Un amprevan eo, mar boe biskoazh.

1850
Daveenn : GON.II pg amprévan (C'est un scélérat, s'il en fût jamais).

Dec’h hor boe eus e geloù.

1850
Daveenn : GON.II p.66, "Nous eûmes hier de ses nouvelles".

kemeret 'voe e lestr en aber

1850
Daveenn : GON.II pg aber

Ma a voe karet.

1850
Daveenn : GON.II p.36, livre premier, Conjugaison du verbe "béza", ETRE, comme auxiliaire, à l’impersonnel, Mode indicatif, temps passé parfait, "Je fus aimé".

Te a voe karet.

1850
Daveenn : GON.II p.36, livre premier, Conjugaison du verbe "béza", ETRE, comme auxiliaire, à l’impersonnel, Mode indicatif, temps passé parfait, "Tu fus aimé".

Ha ne voe-hi ket krozet va c’hoar gant ho mamm ?

1850
Daveenn : GON.II p.86, livre second, (Votre mère ne gronda-t-elle pas ma sœur ? )

Anavezet bremañ, pep hini gant he forc'h : / Ar mestr, ar meveloù a sko a-nerzh o c'horf / War al loen reuzeudik / A rankas mervel mik, / Kaer voe dezhañ ouelañ.

1867
Daveenn : MGK p44

Aotrou, eme 'l louarn, re vras eo ho morc'hed, C'hwi a zo kalz re vat ; n'ho pezet poan-spered; rak m'er goulenn amañ, piv zo 'vit lakaat e ve deoc'h-hu pec'hed debriñ meur [a] benn-dañvad ? Krediñ a ran zoken e voe dezho enor Kaout en ho kof, aotrou, dre ho kouzoug digor. Hag evit ar pastor, e c'heller lavaret E tlee, dre'n hent-se, mont da glask e zeñved. Ha perak 've truez ouzh ur ouenn [a] dud ker kriz, N'o deus evit hor ren ken stur 'met o diviz ?

1867
Daveenn : MGK p25

An den, pa voe distro, / A gavas toull he sac'h, 'vel ar roued goullo, / Setu penaos, a lavarer, / E voe an eilvet gwech paket ar chaseer.

1867
Daveenn : MGK p49

Ha da vont kuit Alan a loc'h, / Pa wel war un daol gaer eno / Ur pezh mousklenn, mar boe biskoazh, / Dremm un den kaer, amzer voa bet.

1867
Daveenn : MGK p140

Nec'het, mar boe biskoazh, e kasas [ar gwaz] da bourmen / E c'hrek, penn digabestr, pizhenn, berr a lostenn.

1867
Daveenn : MGK p74

Ar pezh a lavaran ned eo ket hep abeg ; / Setu evit petra : amañ ez eus meneg / Eus ur c'hreg paour a voe beuzet / En ur stêr zon, ar stêr Oded, / P'edo o vont da gas e lein / D'he fried, bener mein.

1867
Daveenn : MGK p142

Pedet voe ganto da zebriñ, / Petra bennak n'oa fest ar maout.

1867
Daveenn : MGK p68

un deiz a voe

1931
Daveenn : VALL pg beau

a-walc'h e voe dezhañ lavarout

1931
Daveenn : VALL pg (il se) born(a à dire)

Gloazet e voe gant un taol baionetezenn digant ur Glaz, ar pezh na viras ket outañ da vevañ betek an oad a 96 vloaz.

1944
Daveenn : EURW.1 p9

Pa voemp deut barrek da lenn ha da dreiñ mat a-walc'h kembraeg e brezhoneg hag e galleg, setu ni c'hoant dimp da vont uheloc'h c'hoazh, ha kemerout bep a goumanant da Cymru 'r Plant, gazetennig ar vugaligoù, renet gant an Doktor Morgan Edwards.

1944
Daveenn : EURW.1 p61

A-boan m'hor boa karget hor c'horf ha prest da vont da gousket asambles en ur gwele-kloz a oa bet aozet gant an ostizez vat, e voe klevet ur wetur o ruilhal war an hent skornet hag o chom a-sav dirak dor an ostaleri.

1944
Daveenn : EURW.1 p38

A-benn daou vloaz, e soñjas e gerent na dalveze ket ar boan dispign arc'hant d'e skoliata, hag e voe digaset d'ar gêr d'ober ul labourer-douar evel e dud-kozh.

1944
Daveenn : EURW.1 p44

Glaoda vihan a voe kaset d'ar skol da Vontroulez, da di ar Breudeur : war e zaouzek vloaz, e voe lakaet war al latin e Kloerdi Kastell-Paol.

1944
Daveenn : EURW.1 p10

Pêr Jafrenoù a oa unan eus ar re a savas a-enep ar Re C'hlas e 1792 : prizoniet e voe pell e Karaez.

1944
Daveenn : EURW.1 p9

Dre ma tichañsas din bezañ an diwezhañ soner war du kleiz an hantergelc’h, ken tost ha ma ’z oan ouzh an Aotronez-se, a-walc’h e vije bet din astenn va brec’h evit stekiñ ouzh an Impalaer, ha keit ha m’edomp o seniñ an Amzer-Nevez gant Grieg un ton tener ha ken sioul ma termene paotred an trombon hep ober tra, am boe tu da sellout diouzh va c’hoant ouzh an denig a rae da gement a dud plegañ d’e c’halloud divent.

1954
Daveenn : VAZA p.158-159

Ar paour-kaezh-mañ pa voe drastet / Me, gant fiziañs, 'm eus ho klasket.

1960
Daveenn : PETO p81

Nann, eus al lec'h-se, sklaer ha fraezh / Ne'm boe disaouzan na keal.

1960
Daveenn : PETO p38

En doare-se eo e voe krouet Libreville.

1985
Daveenn : DGBD p50

Eno e krogomp gant al labour, hag en eil nozvezh tremenet eno em boe tu da welout ur veilhadenn-gañv, en-dro d'an tan, gant garmoù leñverezed.

1985
Daveenn : DGBD p37

Bloaz war-lerc'h, ha me aet pelloc'h e diabarzh ar vro, ouzh troad "Menezioù Strink", ne voe ket heñvel, ha digarez am boe neuze da glemm eus leizhien an "amzervezh sec'h"!

1985
Daveenn : DGBD p56

Da beder eur hanter goude kreisteiz ec'h en em gaved neuze e Bourdel; primik e oa an amzer am boa da dremen er gêr-se ha ne'm eus ket dalc'het ur soñj eus ar c'hentañ eus an tremen a ris eno: tomm e oa evel en ur forn c'horet ha poan am boe o kavout ar c'housked en tammig kambr am boa feurmet e-kichen gar Sant-Yann.

1985
Daveenn : DGBD p10

Er penn all, oc'h ober kempouez gant ar gambr-se e oa an diri da bignat ha da ziskenn, hag ivez ur plas d'ar boy da renkañ e draoù, ha diwezhatoc'h hor boe zoken eno ur yenerez dre betrol, rak d'ar mare-se ne oa ket kalz a diez o kaout tredan, hag an doare ordinal da sklerijenniñ an tiez a oa al lamp "Petromax".

1985
Daveenn : DGBD p96

Un nebeud devezhioù goude ma oan krog da ergerzhout ar vro-se, em boe tu da welout, e keriadenn Evare-Doule, unan eus ar c'haerañ abadennoù dañs a oufed gwelout er Gabon, met ne 'm eus ket bet tro, gwir eo, da welout ar "bwiti", dañs sakr ar wazed, nag an "njembe", dañs sakr merc'hed ar gouennoù all.

1985
Daveenn : DGBD p74

Ret e voe sentiñ raktal ha neuze, diouzh tro, e plegjont o c'hein da dapout pep hini ugent taol gwilastrenn war o... fenn-a-dreñv, resped deoc'h.

1999
Daveenn : KOKE.II p. 94

Ken tost din e tarzhas un' anezho [obuzioù], ma voen bannet gantañ en aer, kollet ma anaoudegezh ganin ha suilhet euzhus ma fas gant an tan hag an afenn flaerius o tont dioutañ.

1999
Daveenn : KOKE.II p154

an daou beul-se ne oa ket bet aotre d'o sevel, a c'haller soñjal, nemet e penn traoñ an iliz, ar pellañ ma voe gallet diouzh al lodenn gozh, kuit d'ober dismegañs dezhi

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 16

Ofis publik ar brezhoneg