1. [1732] Tamm danvez, hir ha strizh, a dalvez da c'holeiñ, da ginklañ, da zelc'her udb., h.a.
Lakaat ur vandenn war e viz : evit e lienañ.
Gwriat ur vandenn voulouz war ur vrozh : evit he c'hinklañ.
HS. lienenn, lurell, riblenn.
2. [1732] Kelc'h houarn pe zir lakaet en-dro da gammed ur rod-karr.
Ur vandenn karr.
3. Dre ast.
Pezh kelc'hiek ha kleuz, anezhañ kaoutchoug dalc'het gant ur framm koton ha dir, a dalvez da c'holeiñ ar vouzellenn-rod hag a ra gwiskad diavaez ur rod.
Garanoù ur vandenn.
II.
1. Rann eus ur pezh dilhad a vez gronnet an dargreiz ganti.
Bandenn ur vrozh, ur bragoù.
2. Dre ast.
Dargreiz.
Mont en dour betek e vandenn. Lakaat udb. en-dro d'e vandenn. Kaout poan en e vandenn.