Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (db. al loened) 1. Lakaet hual(où) dezhañ. Ur marc'h hualet. II. (db. an dud) 1. Dre ast. Lakaet kefioù dezhañ en e dreid. Pêr a voe taolet en ur prizon all, e dreid hualet. 2. Dre skeud. Un den hualet : unan na oar morse penaos en em gemer en e labour, h.a. [1924] Jarlig kozh, daoust d’e gozhni, n’oa ket hualet.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

hualet

1499
Daveenn : LVBCA p100 (enheudé)

hualet pe chadennet

1499
Daveenn : LVBCA p45 (ampieges ou enchaines)

Evit bezañ eürus, atav, atav an den / Rank bezañ hualet ha stag gant ur gordenn.

1867
Daveenn : MGK p65

Ha Bilzig hualet, sparlet gante, a chomas eno, sonnet dirak ar sakrist.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.865 (Miz Meurzh 1924)

Jarlig kozh, daoust d’e gozhni, n’oa ket hualet.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1027 (Gouere-Eost 1924)

Peseurt plas reiñ d'ar mediaoù all, pe vefent prevez pe foran, ha d'o ajañsoù hag a zo hualet evelte -abalamour da insterestoù politikel pe ekonomikel- ?

2015
Daveenn : DISENT p117

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial