Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

(en amzer) 1. (dirak un ak., un adv.) [1923] Betek. Chom a raint du-mañ ken ar sizhun a zeu. Ken bremañ, ken neuze. [1923] Eno, souchet start an eil ouzh eben, e tomment o izili hag e tiskuizhent ken an hanternoz. & Tr. adv. KEN AC'HANEN DA : ac'hanen da. Ne vo ket tu deomp mont di ken ac'hanen da ziriaou. 2. Tr. adv. (dirak un ak. degaset gant da heuliet gant un av.) [1931] KEN DA : betek ar mare ma (+ v.). Gortozit ken d'ar sekretourez dont : betek ma teuio ar sekretourez. 3. Ger a dalvez da sevel troiennoù kimiadiñ ma reer anv eus kejañ en-dro ouzh an hini, ar re, a yeer dioutañ, diouto. Ken ar c'hentañ (gweled). Ken ar wezh all. Ken warc'hoazh. & Ken ar wezh all, ma ne viot ket gwelet amañ, e viot gwelet e lec'h all ! & Ken evit ar sizhun : ken ar sizhun all. & Ken ma vo dilun, ar wezh all, ar bloaz a zeu. Ken e vi gwelet. B. (dirak un av., o verkañ un heuliad) Betek. Gouelañ a ra ken kleñvel. C. KEN DA UB. BEZAÑ + AGV. : troienn a ziskouez keuz da vezañ chomet hep ober udb. A ! ken dezho bezañ deuet d'ar skol ganin ! A ! ken din bezañ selaouet anezho atav !

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

Un hanter devezh-arat frank a zo deus an dachenn, ha taer [teir] c'harrad teil-ker a zo ezhomm d'an nebeutañ evit digas an treo ken dru[z]-mañ.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Eno, souchet start an eil ouzh eben, e tomment o izili hag e tiskuizhent ken an hanternoz.

1923
Daveenn : SKET p.114

Nemet peursonn e vane o ment ha diroufenn o dremm, ha ken an diwezhañ termen e padent da vezañ skañv ha gwevn o izili ha lemm o spered.

1923
Daveenn : SKET p.70

ken d'ezañ dont

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXVII

ken

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXVII

« Santez Trifina » Gwennou a voe kavet kaer-dreist ; cheñchamant a oa gant « Sant Gwennole » ar bloaz a-raok, ken evit ar steuñvenn, ken evit ar yezh.

1944
Daveenn : EURW.1 p.99

- Adios, Padrito ! » emezi, sev he mouezh, gant ur stou a gostez d'he fenn. Distreiñ a reas, a-greiz mont. - Ken arc'hoazh, va manac'hig !

1949
Daveenn : SIZH p.46

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial