bannier
banniel
banniel
banniel
Gwechall, pa oan war va studi er skolaj, d’an naontek a viz Mae e tirede holl barrezioù ar c’horn-bro, ha ne gomzan ket eus un dornad saverien-o-fri e sell d’arvestiñ ouzh ar prosesion war lein ur c’hleuz en ur vandrouilhat gwestell hag avaloù-oranjez, met eus ar parrezioù a-bezh o kanañ ken ma findaone war lerc’h person ha kure, hag er penn-araok ar chasgeu, ar c’hroazioù lugernus gant kleier munut e-pign outo, un drapell a bep seurt liv o fraoñval a-us da bep bugel, hag evel-just ur bern bannieloù : darn, ar re skañv a-walc’h, douget gant plac’hed yaouank, ur gatiolenn war o fenn hag en gwenn-erc’h penn-da-benn, ha d’o heul un druilhad krennardezed, gwisket ganto dilhad o fask kentañ ; bannieloù all, seiz pe voulouz, gant gwragez Breuriezh ar Rozera, un toullad mat anezho hag ivez en gwenn, ha d’an diwezh ar bannieloù bras, kaeroc’h an eil eget egile, ha pounner, va Doue, pe bounneroc’h.
Tevel a rin war ar vartoloded vunut o tougen bigi dre lien [bigi-dre-lien] graet gant o zad pe o breudeur, war ar plac’hed yaouank en gwenn hag ivez gwrac’hed Breuriezh ar Rozera, war ar banieloù [bannieloù] ken pounner, ar c’hroazioù aour pe arc’hant, rak kavout a rin marteze tu da gomz diouto pa rin meneg eus pardon Sant Erwan.
Harp ouzh an douar e tremen al lestr hag e c'heller gwelout mat-tre pep liv eus banniel ar vro, a zo o frizañ er-vann a-zioc'h an arouezlec'h.
A-benn neuze emañ pep tra en e blas evit ma fazife an enebourien, evel ma c'hoarvezas e 2009 e Strasbourg da geñver emvod meur an OTAN, pa oa krog ar boliserien da vont e ti an dud evit kemer digante ar bannieloù peoc'hus a oa bet staget ouzh ar pondalezioù-diavaez.
Deviñ a-wel d'an holl paperioù melestradurezh peotramant bannieloù, tagañ skeudennoù ar galloud -evel an delwennoù- en ur mod arouezius -troc'hañ, livañ...-; drailhañ paperioù goulennaouegoù foran toull...
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
bannielañ