dar
dar
dar
Digor e oa an nor, du-se, war ar C’hornog, ha drezi e tiskenne betek an daroù koroll didrouz ur bann heol [bann-heol] melenik, - koroll an efl ha moged klouar ezañs ar gousperoù, - a lakae teñvaloc’h ec’honded an nev sakr.
Dibunañ a reot ho tiv dizenez chapeled, war ho taoulin, gant ho tivrec'h e kroaz, ha, pa ho po echu, e pokot teir gwech d'an daroù gant ho muzelloù...
Poole a skoas gant e droad, da sonteal daroù an trepas.
War an dar marmor emañ ar voutailhad vodka hanter c'houllo hag en armel-voger a-us dezhi ez eus pevar asied, peder gwerenn, daou das hag al loaioù.