I.
1. Tro-gelc'h.
N'eo ket bras e gant. Kant ur pezh moneiz.
2. Gorreenn udb. kelc'hiek.
Kant skedus an heol. Kant al loar.
II.
1. Stern ront, bord udb. kelc'hiet.
Kant un tamouez. Kant ho krouer zo torret.
2. Dre ast.
Benveg a dalvez da wentañ an ed.
Nizat gant ar c'hant. Roit din ho kant evit un devezh.
[1954] [...] paotred kustum da zibradañ ar berchenn er pardonioù ha da wintañ kuit a boan ur c’hant gwinizh war o chouk.
III.
(db. an traezoù plat, kelc'hiek pe get)
Tu an tevder.
Lakaat ur plankenn war e gant. Emañ ar pezh moneiz en e gant.
HS. silh.
Daveenn :
GON.II
pg kañt (Le bois de votre crible est brisé).
kantoù
kañtou
1850
Daveenn :
GON.II
pg kañt (Cercle. Circonférence. Tour. Van. Le bois d'un crible, d'un tamis. Chantier. Chevalet. [...] le côté d'un corps plat et équarri. Pl.)
kant al loar
kañt-al-loar
1850
Daveenn :
GON.II
pg kañt-al-loar (Pleine lune. (Le cercle, le disque plein de la lune).
Emañ en e gant.
Éma enn hé gañt.
1850
Daveenn :
GON.II
pg kañt ([On dit d'un madrier ou planche épaisse] Il est sur son côté, sur son épaisseur, et non sur son plat ou sa largeur).
N'eo ket bras e gant.
Né két brâz hé gañt.
1850
Daveenn :
GON.II
pg kañt (Son cercle n'est pas grand, sa circonférence n'est pas grande).
Roit din ho kant evit un devezh.
Rôid d'in hô kañt évid eunn dervez.
1850
Daveenn :
GON.II
pg kañt (Prêtez-moi votre van pour un jour).
kañchoù
kañchou
1850
Daveenn :
GON.II
pg kañt (Cercle. Circonférence. Tour. Van. Le bois d'un crible, d'un tamis. Chantier. Chevalet. [...] le côté d'un corps plat et équarri. Pl.)
kant
kañt
1850
Daveenn :
GON.II
pg kañt (Cercle. Circonférence. Tour. Van. Le bois d'un crible, d'un tamis. Chantier. Chevalet. [...] le côté d'un corps plat et équarri), kañta, tiñt
Ar mor, e ouelec’hioù louet ha glas, a gelc’hias an douar evel ur c’hant arc’hant pe un naer-veur, e-keit ha m’en em gaerae an douar gant koadoù ec’hon hej-dihej ha heson bepred dindan anal an avel.
Ar mor, e ouelec’hiou loued ha glas, a gelc’hias an douar evel eur c’hant arc’hant pe eun naer-veur, e-keit ha m’en em gaerae an douar gant koadou ec’hon hej-dihej ha heson bepred dindan anal an avel.
An deiz war-lerc’h beure-mat e tifloupas eus ar pevar c’horn ar vro, ha dreist-holl eus Penn-ar-Bed, tolpadoù gwazed a-well-forzh, gant pep a vazh en o dorn, paotred kustum da zibradañ ar berchenn er pardonioù ha da wintañ kuit a boan ur c’hant gwinizh war o chouk.
An deiz war lerc’h beure mat e tifloupas eus ar pevar c’horn ar vro, ha dreist-holl eus Penn ar Bed, tolpadoù gwazed a-well-forzh, gant pep a vazh en o dorn, paotred kustum da zibradañ ar berchenn er pardonioù ha da wintañ kuit a boan ur c’hant gwinizh war o chouk.
1954
Daveenn :
VAZA
p.57
Notennoù studi
Lenn a reer e GON.II. eo "kañt-al-loar" un dro-lavar eus Bro-Gerne.