Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Evn bras eus ar c'hoadoù, e anv spesad Garrulus glandarius, kar d'ar brini, gell-roz e bluñv war e gof hag e gein, du, gwenn ha glas e zivaskell, zo ar mez e voued pennañ gant amprevaned bras. 2. Trl. skeud. Echu an neizh kegin ! : kollet eo pep tra, n'eus mui netra d'ober. II. Dre skeud. (db. an dud) 1. Maouez tagnous, diaes ober outi. Da c'hoar-te 'vat zo ur gegin ! 2. Trl. skeud. Bezañ evel ur gegin fumet : bezañ teñval e benn.

Skouerioù istorel : 
18
Kuzhat roll ar skouerioù

kegin

1499
Daveenn : LVBCA p115 (gay)

gegin

1659
Daveenn : LDJM.1 pg geay

foerous evel ur gegin

1732
Daveenn : GReg pg geai (Foireux comme un geai.)

foerus evel ur gegin

1732
Daveenn : GReg pg geai (Foireux comme un geai.)

kegin

1732
Daveenn : GReg pg choucas (ou, geay, oiseau)

kegined

1732
Daveenn : GReg pg choucas (ou, geay, oiseau)

kegin

1732
Daveenn : GReg pg geai (oiseau qui est d'un plumage bigarré.)

ur gegin

1732
Daveenn : GReg pg choucas (ou, geay, oiseau)

kegined

1732
Daveenn : GReg pg geai (oiseau qui est d'un plumage bigarré, p.)

gegin

1850
Daveenn : GON.II pg kegin ( Voyez "gegin").

kegin

1850
Daveenn : GON.II pg kegin

gegin

1850
Daveenn : GON.II pg gégin

kegined

1850
Daveenn : GON.II pg gégin

kegin

1850
Daveenn : GON.II p.18, livre premier, "geai".

kegined

1850
Daveenn : GON.II p.18, livre premier, "des geais".

Gwelout a raen ivez koadoù al Losked, Milin ar C'hoad ha Kistinig leun a a neizhioù pig, kegin, skoul, sparfell, moualc'h, turzhunell, koulm, bondrask ha gwiñver.

1929
Daveenn : SVBV p.15

Eo, ar c’hegined, pa vezont distagellet mat, a zeu a-benn da zrailhañ meur a gomz, ha klevet em eus unan anezho en un ostaleri a Vro-Leon o lavarout da gement den a zeue en ti : « mezvier brein ! mezvier brein ! »

1944
Daveenn : ATST p.8

Hag ar vran, ar voualc’h, ar gegin, ar pennduig hag holl laboused ar girzhier a hope war-lerc’h Job ha Lom : — « Viltañsoù ! viltañsou ! »

1944
Daveenn : ATST p.29

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial