1. Str.
Gwez bihan, o anv spesad Ilex aquifolium, dezho delioù padus, kalet, lufrus, dantek ha dreinek, glas-teñval o liv, a gresk er c'hoadoù hag er girzhier.
Ur bod kelen, ur vodenn gelen. Frouezh ruz ar c'helen a anver kokoù.
2. H.g.
Koad ar gwez-se end-eeun.
Ur vazh kelen.
Daveenn :
GON.II
pg kélen (Un seul pied ou une seule branche de houx. Pl.)
kelen
1850
Daveenn :
GON.II
pg kélen (Houx, grand arbrisseau toujours vert), gargel
gouezgelen
gwégélen
1850
Daveenn :
GON.II
pg gwégélen
Ur vazh kelen a zoug bepred.
Eur vâz kélen a zoug bépréd
1850
Daveenn :
GON.II
pg kélen (Il porte toujours un bâton de houx).
kelenenn
kélennen
1850
Daveenn :
GON.II
pg kélen (Un seul pied ou une seule branche de houx).
Damc’houde, e save ar Breur hag ar C’hoar en ur c’harr pederrodek a brenn-kelen lufret-flamm kaeraet gant aour hag outañ ur sterniad kezeg gwenn.
Demc’houde [sic, "Damc’houde"], e save ar Breur hag ar C’hoar en eur c’harr peder-rodek a brenn-kelen lufret-flamm kaeraet gand aour hag outan eur sterniad kezeg gwenn (1).
1923
Daveenn :
SKET
p.61
Ouzh tor ar menez, e goudor teñval un toull-roc'h, kenaozet gant daroù-ben, mo[u]est atav, hag ur stank a doennad ili[a]v ha gwez kelen, e oa ur feunteun vras dour riellet ha sklaer e-giz lagad an naer.
Ouzh tor ar menez, e goudor teñval un toull-roc'h, kenaozet gant daroù-ben, moest atav, hag ur stank a doennad iliv ha gwez kelenn, e oa ur feunteun vras dour rielet [sic, riellet] ha sklaer e-giz lagad an naer.