M. Petra eo sin ar c'hristen ? D. Sin ar groaz, abalamour ma'z omp bet prenet enni gant hor Salver binniget Jezuz. M. Penaos en grit-hu eñ ? E ober a ran o kas an dorn d'ar penn ha d'an estomag, ha goude d'ar skoaz kleiz, ha'n hini dehou, en ur lavaret : en anv an Tad, ha'r Mab ha'r Spered santel. Amen.
Sin ar C'hristen eo sin ar Groaz hag a zle da ober pa sev [sav] ha pan a da gousket, pan a er-maez a'n ti, pan antre en Iliz, pand eo kestion a zibriñ, nag a evañ, pan komañser pidiñ Doue hag en komañsamant hon holl euvroù, pan en em gaver en un nesesite bennak, dañjer pe temptasion : o kas an dorn dehoù d'an tal, en ur lavaret : In nomine Patris; goude d'ar c'hof, en ur lavaret : Et filii; ha goude d'ar skoaz kleiz, hag er fin en hini dehoù, en ur lavaret : Et Spiritu Sancti, Amen.
absolvenn gleiz
a gleiz
kleiz
Job a lakaas e zorn e godell gleiz e chupenn hag a dennas diouti ur bilhed a hanter-kant lur.
Lakaat a reas Palmira he dorn war vrec'h kleiz he divizour.
Er bloavezh 1906, an deiz ma savas kaoz eus dibab ur Prezidant nevez, e teuas davet Jord Klemanso [Klemañso] un toullad kannaded eus ar gostezenn gleiz : « Evit piv mouezhiañ ? e c’houlennjont digantañ – Evit an diotañ hini », emezañ.
Dre ma tichañsas din bezañ an diwezhañ soner war du kleiz an hantergelc’h, ken tost ha ma ’z oan ouzh an Aotronez-se, a-walc’h e vije bet din astenn va brec’h evit stekiñ ouzh an Impalaer, ha keit ha m’edomp o seniñ an Amzer-Nevez gant Grieg un ton tener ha ken sioul ma termene paotred an trombon hep ober tra, am boe tu da sellout diouzh va c’hoant ouzh an denig a rae da gement a dud plegañ d’e c’halloud divent.
Gounezet en devoa e-keit-se medalenn ar Meksik ha div pe deir all ouzhpenn, hag, o vezañ ma voe bet gloazet ha gweet krenn biz meud e zorn kleiz gant un tenn e porzh-mor La Vera Cruz ne veze graet dioutañ e Priel nemet Biz Kamm...
HAIK : war an tu kleiz (eme ar paotr-karr d'e gezeg)
Ac'hano e weler war an tu kleiz pleg-mor ar Gabon o vont da sankañ e diabarzh ar vro, etre torgennoù koadek, ha war an tu dehou, digor-bras war an donvor, ma weler o tiskenn ennañ kantenn melenruz an heol o vont da guzh.
Ur c'hoadig a zo diouzh tu kleiz straed Mirtias.
padal he doa kendalc'het gant he c'haoz, dres abalamour da se, marteze a-walc'h, ha kontet dezhañ pep tra diwar-benn troioù Thomas, ha penaos e tiskrede war dThomas kaout ur vignonez kleiz, ul labourerez eus an uzin.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
kleiz