Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
5
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (er relijion gristen) [1499, 1622, 1732] Lec'h ma vez ar re wenvidik, ar re zibabet o chom goude o marv, ma kavont an diskuizh, hag en eürusted peurbadus. Aelez ar baradoz. Sent ar baradoz. Ar wezenn a zouge frouezh ar baradoz. Bevañ da viken eürus er baradoz. & Trl. [1931] Kenavo ar baradoz : troienn a zistager pa guitaer unan bennak na vo ket adwelet en dazont ken, da gimiadiñ ouzh ub. e par ar marv, pe da gimiadiñ diouzh ub. nevez-varvet. 2. Trl. [1499] Ar baradoz war an douar, baradoz an douar : lec'h ma lakaas Doue Adam hag Eva, hervez ar Bibl. & Dre ast. Stad pe lec'h a levenez peurvat. 3. [1927] Skor, dezhañ stumm un aoter, a laka ar beleg ar sakramant warnañ e-kerzh ul lid.

Skouerioù istorel : 
78
Kuzhat roll ar skouerioù

baradoz

1499
Daveenn : LVBCA p32 ('paradis')

baradoz terrest

1499
Daveenn : LVBCA p32 (paradis terreste)

M. Pe da fin oc'h-c'hwi bet leket en bed-mañ ? D. Evit karet ha servijañ Doue en vuhez prezant-mañ, hag evit goude-se bezañ da vizviken en baradoz.

1622
Daveenn : Do. p8-10

Erfin, en e bedan e plijo gantañ ma freservi ha ma miret en noz-se ouzh pep dañjer ha droukfortun, ha goude ez lavaran Pater noster hag Ave Maria, hag en em rekomandan da'm ael mat ha da'm fatron ha d'an sent all ha santezed a'n Baradoz.

1622
Daveenn : Do. p52

Finalamant ez tle lavaret e Bater noster hag e Ave Maria hag an orezonoù all pere a oar hag en em rekomandiñ d'e ael mat ha d'e batrom ha d'an Sent all ha'r Santezed a'r Baradoz.

1622
Daveenn : Do. p50

20. Ha pan deuy monet a'n bed-mañ, / Grit d'hon Anaon, Itron c'hlan, / Monet sasun gwitibunan / D'an Baradoz[,] d'an repozvan.

1622
Daveenn : Do. p64

baraouiz

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Paradis

Baradoz

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Paradis

Baradoz

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Paradis, Barados

baradoez

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Paradis

Finalamant e tle lavaret e bater hag e ave, hag orezonoù all a oar, hag en em rekomandiñ d'e ael mat, d'e batrom, ha da sent all ha sentezed ar baradoz.

1677
Daveenn : Do. p51

Pe da fin ez oc'h bet leket er bed-mañ? D. Evit karet ha servijañ Doue er vuhez-mañ, ha goude-se bezañ da virviken eürus er baradoz.

1677
Daveenn : Do. p9-11

20. D'ar fin, pa rentin va ene, / da'm Aotrou JEZUZ, ma Doue, / Grit din pignat d'ar baradoz, / Da veuliñ Doue da james.

1677
Daveenn : Do. p70

aelez ar baradoz

1732
Daveenn : GReg pg ange

ar wezenn a zouge ar frouezh a vuhez er baradoz terest

1732
Daveenn : GReg pg arbre

bevañ war an Douar evel an aelez er baradoz

1732
Daveenn : GReg pg angelique

ar baradoz

1732
Daveenn : GReg pg (le) Ciel (empiré)

barados ar bed

1732
Daveenn : GReg pg contentement (plaisir, joye mondaine)

Ne c'haller ket bevañ bremañ e baradoz ar c'hig gant an anevaled, ha tremen goude-se da varadoz ar spered gant an aelez.

1732
Daveenn : GReg pg contentement (On ne peut pas avoir ici-bas les contentements charnels & mondains, & les véritables contentemens dans l'autre monde)

Ne c'haller ket kaout baradoz er bed-mañ, ha baradoz er bed-hont.

1732
Daveenn : GReg pg (On ne peut pas avoir ici-bas les) contentements (charnels & mondains, & les véritables consentement dans l'autre monde)

Ar Baradoz a voe galvet Jardin an holl blijadurezhoù, an holl delisiustedoù

1732
Daveenn : GReg pg (le Paradis terrestre fut appellé le Jardin de) delices

Ar baradoz eo demeurañs ar re eürus, hag an ifern hini ar re gollet.

1732
Daveenn : GReg pg (le Paradis est la) demeure (des bienheureux, & l'Enfer celles des reprouvez)

baradoz ar baianed kozh goude o marv

1732
Daveenn : GReg pg Élysées (les champs élysées, ou élysiens)

ur baradoz fentet gant ar baianed kozh

1732
Daveenn : GReg pg Élysées (les champs élysées, ou élysiens)

ar barados

1732
Daveenn : GReg pg empirée (le ciel empirée)

Hep ar feiz ned eus ket a euvrioù a gement a c'halle militout ar baradoz.

1732
Daveenn : GReg pg foi (Sans la foi les œuvres sont mortes.)

ar frouezh divennet eus ar baradoz terrest

1732
Daveenn : GReg pg fruit (Le fruit défendu du Paradis terrestre.)

Hent ar baradoz a zo strizh ha riklus.

1732
Daveenn : GReg pg glissant (Le chemin du Ciel est étroit, & glissant.)

Hent ar baradoz a zo enk ha riklus.

1732
Daveenn : GReg pg glissant (Le chemin du Ciel est étroit, & glissant.)

Hent ar baradoz a zo enk ha lampr.

1732
Daveenn : GReg pg glissant (Le chemin du Ciel est étroit, & glissant.)

Hent ar baradoz a zo strizh ha lampr.

1732
Daveenn : GReg pg glissant (Le chemin du Ciel est étroit, & glissant.)

gloar ar baradoz

1732
Daveenn : GReg pg gloire (Gloire, beatitude.)

ar c'hloar eus ar baradoz

1732
Daveenn : GReg pg gloire (Gloire, beatitude.)

Ar c'hloar eus ar baradoz a zo prometet gand Doue d'ar re, pere gant sikour e c'hras, he milito dre o euvrioù mat.

1732
Daveenn : GReg pg gloire (Dieu a promis la gloire à ceux qui aidez de sa grace, la mériteront par la pratique des bonnes oeuvres.)

lakat er baradoz

1732
Daveenn : GReg pg glorifier (admettre à la gloire éternelle)

lakaet er baradoz

1732
Daveenn : GReg pg glorifier (admettre à la gloire éternelle, pp.)

resev er baradoz

1732
Daveenn : GReg pg glorifier (admettre à la gloire éternelle)

resevet er baradoz

1732
Daveenn : GReg pg glorifier (admettre à la gloire éternelle, pp.)

reiñ ar baradoz da

1732
Daveenn : GReg pg glorifier (admettre à la gloire éternelle)

reiñ gloar ar baradoz da

1732
Daveenn : GReg pg glorifier (admettre à la gloire éternelle)

roet ar baradoz da

1732
Daveenn : GReg pg glorifier (admettre à la gloire éternelle, pp.)

roet gloar ar baradoz da

1732
Daveenn : GReg pg glorifier (admettre à la gloire éternelle, pp.)

Doue a ro e varadoz d'ar re choazet, goude o marv.

1732
Daveenn : GReg pg glorifier (Dieu glorife ses élûs après leur mort.)

ar gwenvidigezh eus ar baradoz

1732
Daveenn : GReg pg (la vision) beatifique (la beatitude eternelle

ar pal, pe en hini e tle ur c'hristen arruout, eo ar baradoz

1732
Daveenn : GReg pg (le) but (d'un Chrétien est de parvenir au Ciel)

ar baradoz eo ar pal hag al lec'h pe da hini e tle pep kristen vizañ, hag ober e bosupl evit mont dezhañ

1732
Daveenn : GReg pg (le) but (d'un Chrétien est de parvenir au Ciel)

digant Doue e reketan deoc'h kant kemend-all war an douar, hag ar baradoz goude ho marv

1732
Daveenn : GReg pg (Dieu vous donne le) centuple (en ce monde, & la vie éternelle en l'autre)

aesoc'h e tremene ur c'hañval dre grao un nadoz, eget ned ae un den pinvidik d'ar baradoz

1732
Daveenn : GReg pg (un) chameau (passeroit plus aisement par le chas d'une égüille, qu'un riche n'entrerois dans le Roïaume des Cieux, dit Jesus-Christ, en Saint Matth.)

baradoz ar Baianed. war a gredent siwazh dezho

1732
Daveenn : GReg pg (les) champs (Elisées)

hent ar baradoz, a zo strizh ha lampr

1732
Daveenn : GReg pg (le) chemin (du Ciel est étroit & glissant)

an hent a gundu d'ar baradoz, a zo enk ha riklus

1732
Daveenn : GReg pg (le) chemin (du Ciel est étroit & glissant)

aelez ar baradoz

1850
Daveenn : GON.II pg éal, el

paradoz

1850
Daveenn : GON.II pg paradoz, paraoez

paradoz

1850
Daveenn : GON.II pg paradoz, paraoez

Ar maner-mañ a zo ti kaer ar Baradoz / Ne vezo roet da zen, / Kaer a vezo goulenn.

1867
Daveenn : MGK p70

Karet, bezañ karet a zo war an douar / Ur Baradoz atav, pa vez poan ha glac'har.

1867
Daveenn : MGK p50

Rak petra he divije-hi aon ? Petra he doa-hi da goll ? N'he doa ket un diner toull war hec'h anv, hag, evel e lavare d’he amezeien, gwelloc’h e kave mont gant Doue d’he Varadoz, eget bevañ war an douar er baourentez en ur stlejañ he gar gamm war he lerc’h dre ma’z ae.

1877
Daveenn : EKG.I. p.194

N'eo ket iskis, evit gwir, en dije keuz da genvreudeur hag o doa bet kement a garantez outañ, hag o doa hen heñchet, eñ c’hoazh yaouank, ken eeun war hent ar Baradoz.

1877
Daveenn : EKG.I. p.49

Doue a zo digor-frank dor e varadoz evit ho tigemer, rak mervel a rit evit ho relijion hag evit ho pro.

1877
Daveenn : EKG.I. p.296

Ha ma teu ho lagad da dreiñ war-zu ho parrez, war-zu ar gêr, ar beleg a anavezo ar pezh a fell deoc’h, hag a lavaro deoc’h c’hoazh : « Ya, ya, va mignon, me a yelo da lavaret d’ho mamm : Kenavezo er baradoz, evidoc’h ! »

1877
Daveenn : EKG.I. p.296

Me gave din oac’h adarre en em roet da gousket, pe chomet, dre ho pedennoù re hir, da inouiñ an Aotrou Doue hag e sent er Baradoz.

1877
Daveenn : EKG.I. p.80

Ya sur, an hini an devoa hadet pe blantet ar wezenn dilh-se, hep douetañs ebet, ac’h aio, ma n’emañ, war-eeun d’ar Baradoz.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1122 (Miz Du 1924).

— Janedig, va merc’h ! va merc’h !… It gant an aotrou Doue !… Doue d’ho digemer en e Varadoz !… It en peoc’h, Janedig, ho mab a vo va mabig !…

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.809-810 (Miz Genver 1924)

Hag an hini a oa bet lakaet gant Doue e toull-dor ar Baradoz, evit he zifenn enep Adam hag Eva, ur c’hleze lugernus en e zorn.

1925
Daveenn : BILZ2 p.137

paradoz

1927
Daveenn : Geri.Ern pg baradoz

baradoz

1927
Daveenn : Geri.Ern pg baradoz

baradoz

1927
Daveenn : Geri.Ern pg baradoz

baradoz

1927
Daveenn : Geri.Ern pg baradoz

kenavo ar baradoz

1931
Daveenn : VALL pg adieu (éternel)

-« Pebezh Baradoz, emezomp-ni, pegen brav e vije d’an nen tremen e vuhez amañ… »

1944
Daveenn : EURW.1 p.118

En ur ger evel e kant, ne oa ket ur baradoz, ur skol adofiserien, e deroù hor c’hantved.

1944
Daveenn : EURW.1 p.196

Un dro bennak, e c'houlennas diganin mont gantañ da ober eur weladenn-noz d'un ti bennak a Vontroulez n'eus ket ezhomm d'e envel, a oa, gouez dezhañ, ur gwir varadoz-an-douar.

1944
Daveenn : EURW.1 p.89

...Evel-se e tlee bezañ Adam, e Baradoz an Douar, aet e youl digantañ, pa voe kinniget dezhañ gant Eva an Aval berz...

1949
Daveenn : SIZH p.58-59

Ar Bed !... Eno, emañ ar Bed !... Lijour, frankiz, aer d'e skevent yaouank !... Ar Baradoz difennet !... Diwall !... Kentoc'h pondalez an ifern !...

1949
Daveenn : SIZH p.48

–… Padout a ra ar stourm, ha padout a ray betek Deiz ar Varn, etre ar Vaouez – Merc’h da Eva –, a zo Kig, Materi, Tra berrbad, ken eo, mignonez da blijadurezhioù diwalc’hus an Douar, hag etre uhel-strivoù an ene davet ar Peurvad, a zo diwar Doue, hag adc’hounidigezh ar Baradoz, da lavarout eo Buhez Divarvel ar Wenvidien.

1949
Daveenn : SIZH p.40

Dre wall Eva eo e voe kollet ar Baradoz, rak reiñ a reas bod d’an Naer.

1949
Daveenn : SIZH p.40

Sellout a reas ouzh ar breur Arturo evel ouzh un den bet darbet dezhañ koll e lod baradoz, evel ouzh un den o tont diouzh rouantelezh ar gozed.

1949
Daveenn : SIZH p.62

Bevañ a ra atav er mare ma oa ur post en amaezh foran evel ul lec'h er Baradoz mui-pe-vui ha ne fell ket dezhi degemer da wir emaomp o vont a-benn-herr war-zu an ifern bremañ.

2015
Daveenn : EHPEA p381

Notennoù studi

Baradoz zo deuet d'ar brezhoneg dre al latin "paradīsus". Ar ger-se e-unan zo bet amprestet digant an henc'hresianeg "παράδεισος"(paradeisos) ha neuze e talveze "park kloz e-lec'h ma veve loened gouez" pe "liorzh". Orin ar ger a gaver e perseg پردیس (pardêz) "gwerje kloz", "baradoz". Aet eo ar ger d'ober e annez en hebraeg ivez : פַּרְדֵּס (PaRDeS).

Etimologiezh

Diwar ar proto-iraneg : "paiṛi" (en-dro) ha "daēza" (mur).

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial