Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

Da evañ, o doa dour yen ha sklaer ar froudoù, rak ar mez (medu) hag ar bier (kurmi) n’oa ket anezho c’hoazh. Medus, douaren Manos, eo a veskas, ar c’hentañ war an douar diouzh skouer an doueed, an dour hag ar mel, d’ober ganto an evadur a zoug e anv.

1923
Daveenn : SKET p.49

Er feur-se ivez e vezo bet Atir ha Mâtir ur melezour deomp d’e lakaat dirak selloù o gourvibien, ar re, o treiñ kein d’an evadurioù a oa diwarno hon tadoù yac’h hag evurus (da lavarout eo an dour hag al laezh), n’hellont ken hiziv kavout a-walc’h ar mez hag ar bier, hag a werzh kement o deus, a ro kement a biaouont, da gaout digant marc’hadourien estren ul lestrad hepken eus an evaj-se, ruz ha dinerzhus, a vez farlotet gant dorn ganas Kreisteiziz (2).

1923
Daveenn : SKET p.49 (p.197, "Da reiz[h]a[ñ]" : "P. 49, [...] lin. 4 kent an dibenn, e lec’h « kement o deus » lenn « kement o devez ». )

"evadur" g. [...] (ivez "died")

1923
Daveenn : SKET p.176, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Boisson, breuvage".

Na mez, na bier nag evadur mezvus all ebet ne dremenas dre e c’henou.

1924
Daveenn : SKET.II p.16

evadur

1931
Daveenn : VALL pg absorption, boisson (ce que l'on boit), breuvage

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial