Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Kenañ. Skuizh-marv. Souezhet-marv. Nec'het-marv e oant. Enoeet-marv e tleit bezañ.

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

'Dal ma tavas, al laboused, skuizh-marv holl ouzh he c'hlevet, en em lakaas da fistilhañ, evel gwechall tud kêr Droja, pa deue Kasañdr d'o aliañ. Ganto, gant ar re-mañ siwazh ! Hevelep tro a c'hoarvezas. Nouspet labous a voe paket, lod kaouedet, lod all krouget.

1867
Daveenn : MGK p16

kousket-marv

1909
Daveenn : BROU p. 397

skuizh-marv

1909
Daveenn : BROU p. 397

Tennañ a rejont ar vagig diouzh diraez al lanv hag e kerzhjont a-hed an tevenn, da glask un dour-red bennak, rak sec’hedet-marv ez oant.

1923
Daveenn : SKET p.110

Anavezet e voe ganto e lezent bemnoz, o tont eus an dour, o c’hrec’hen elerc’h war an traezh hag ez oa anezho teir flac’h yaouank, bras, kenedek, nemet morlivet ha nec’het-marv, a gemere troad en aod, en ur waskañ o blevioù melen glebiet-holl gant ar c’hoummoù.

1923
Daveenn : SKET p.114

War ar c’harr, dic’horziaouet, korf sonnet-marv un den yaouank kaer e vlev rodellek.

1924
Daveenn : SKET.II p.38

War-dro mareoù seizh eur diouzh an noz e tegouezhis er gêr-benn, hag, hep daleañ e neblec'h, a [sic] kerzhis etrezek ar gar, hini Lyon, ar sac'h war va chouk. A-barzh ma kimiadis diouzh Pariz ez is da ober ur weladennig e kêr, hag o vezañ graet ur c'hofad stalioù e lâris yao ! En tren adarre. Kerkent ha m'edon degouezhet em bagon, e stagis da lenn hag a-greiz lenn e vanjen kousket. Huniañ mat a ris war ar bank-keinok, rak skuizh-marv edon.

1929
Daveenn : SVBV p8

skuizh-marv

1931
Daveenn : VALL pg accabler

skuizh-marv

1931
Daveenn : VALL pg accabler (accablé de fatigue)

Skuizh-marv e oamp : ar c'hezeg-houarn neuze a oa ponner ha ne oa ket ganto na rod libr, na cheñchamant herr.

1944
Daveenn : EURW.1 p74

Mari a chomas alvaonet, souezhet-marv.

1944
Daveenn : ATST p.50

Ar pezh a rae din prederiañ eo gwelout pegen souezhus e oa gwelout an dud-se, bet savet ar pep brasañ anezho sur-mat e-barzh ar c'hoad, ha ne ouient mui kerzhout dre ar c'hoad-se : strobet e vezent gant pep bod ha pep gwrizienn, ha skuizh-marv e teuent da vezañ diouzhtu.

1985
Daveenn : DGBD p63

Un dra eo hag a zeuer da zeskiñ tamm-ha-tamm, zoken ma vezer enoeet-marv er gwechoù kentañ gant evadegoù ha komzadegoù diziwez[h].

1985
Daveenn : DGBD p98

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial