I. G.
A.
1. Stroll (traezoù, h.a.).
Un dastum tud eus pobloù disheñvel a ya d'ober poblañs an enezenn. Mein-to en deus, un dastum bras en deus anezho zoken.
2. Ent strizh
Stroll testennoù.
Un dastum barzhonegoù.
B. Difetis
1. (gant un dalvoudegezh relijiel prl.)
Obererezh spered graet gant ub. a fell dezhañ en em soñjal don, prederiañ war ster ar vuhez, h.a.
An dastum eus an den ennañ e-unan.
&
Trl.
Ober un dastum ennañ e-unan : diskenn ennañ e-unan, prederiañ.
2. Trl. (goude ur from, ur strafuilh)
Ober un dastum : dont en-dro war e du, en em gavout.
Ken bras aon en doe ma rankas ober un dastum e-pad div eurvezh.
II. H.g.
Obererezh berniañ madoù.
Troet war, gant, ouzh an dastum. An dud kalz re droet war an dastum, war an danvez.
Daveenn :
GReg
pg compilateur (Auteur qui a fait des Recueils)
un dastum eus a galz traoù kurius ha mat da c'houzout
un dastum eus a gals traou curius ha mad da ouzout
1732
Daveenn :
GReg
pg compilation
un dastum a skridoù leun a ouiziegezh
un dastum a scrigeou leun a oüizyeguez
1732
Daveenn :
GReg
pg compilation
dastum an Impalaer Justinian
dastum an Impalazr Justinyan
1732
Daveenn :
GReg
pg digeste (compilation faite par l'ordre de l'Empereur Justinien)
Un dastum eus a lezennoù an Impalaered, hag ar rouanez war fet eus ar justis, an trafik, hag ar verdeadurezh.
Un dastum eus a lésennou an Impalazred, hac ar roüanez var fedt eus ar justiçz, an traficq, hac ar merdeadurez.
1732
Daveenn :
GReg
pg code (compilation des loix des Empereurs, des ordonnances des Rois, touchant l'administration de la justice, du commerce, de la marine etc)