I.
V.k.e.
A.
1. Lakaat tud, loened a-gevret.
Dastum a reas e familh en-dro dezhañ. Dastumet e voe an deñved gant ar c'hi.
HS. bodañ.
2. Lakaat traoù, traezoù strewet a-gevret (en ul lec'h, un endalc'her, h.a., evit gwareziñ pe renkañ).
Ar gwinizh gwezhall a veze dastumet en irc'hier. Dastumit ho tilhad en armel ! Dastumet ec'h eus adarre un toullad kaozioù ez kaier. Salv e vo dastumet ar marvailhoù-se un deiz en ul levr.
[1878] [...] ur poull-dour graet, gant tud ar Veneg, a Lopreden, evit dastum an dour-glav a zired eus an nec’h [...].
3. Ent strizh
Lakaat traezoù prizius a-gevret.
Dastum (un) teñzor, dastum madoù. Dastumet en deus ur bern arc'hant. Dastum kalz a binvidigezh.
&
Me eo gwell ganin dastum eget skuilhañ : me eo gwell ganin arboellañ eget dispign.
&
Trl. skeud.
Hennezh en deus c'hoant da zastum ar bed-mañ en ur votez-koad, en ur grogenn : Sevel un dastumad (1).
Dastum a ra timbroù.
5. Dre skeud.
Dastum dle : tennañ dle warnañ e-unan.
Dastum ur bern dle. He fried en deus dastumet dle.
6. Tr. adv.
War an tu-dastum : war-du an diabarzh.
Te a dro da votoù war an tu-dastum.
&
War-zastum : war an tu-dastum.
Arat* war-zastum.
B.
1. Mont a zen da zen, a di da di, evit goulenn arc'hant pe draoù all evit un ober a drugarez bnk.
Dastum aluzenoù.
HS. kestal.
2. (db. ar vleinerien)
Chom a-sav en ul lec'h merket, divizet evit sammañ traoù, tud, h.a.
E vicher zo dastum ar vugale war ar maez evit o c'has d'ar skol. Dastum al laezh.
C. Dre ast. (db. an daouarn)
Juntañ.
Dastum e zaouarn.
II.
V.k.e.
A.
1. Kemer udb. zo war al leur, war an douar.
Dastum da serviedenn ! Dastumit ho c'hoarielloù ! Ur pilhaouaer n'o dastumfe ket diwar an douar.
2. Ent strizh
Kemer frouezh zo kouezhet war an douar hag o lakaat e-barzh seier, boutegi, paneroù.
Dastum avaloù, dastum kistin.
HS. serriñ.
B. Dre ast.
1. Kutuilh.
Dastum rezin, dastum togoù-touseg.
2. Eostiñ.
Darev eo an eost, mes n'eus den d'e zastum.
C. Dre skeud.
1. Pakañ, tapout.
Dastumet eo bet gant ar polis.
2. Bezañ tizhet gant.
Dastum ur sifern, ur c'hleñved. Dastum riv.
HS. pakañ, tapout.
D. Difetis, trl.
1. Dastum e (holl) nerzh : prientiñ ober ur striv bras.
Dastum a reas ar c'hlañvour an holl nerzh a chome gantañ.
2. Dastum e soñjoù : en em soñjal don ha lakaat urzh en e soñjoù a-raok ober udb.
Gortozit ur pennadig, dastum ma soñjoù a rankan a-raok respont deoc'h.
E. Trl. skeud.
Dastum e fleütoù : mont kuit.
Poent eo din dastum ma fleütoù.
III.
V.k.e.
1. Gronnañ (gant lien, dilhad, h.a.).
Dastum a reas e gorf en ur c'hozh vantell.
HS. pakañ.
2. Delc'her kloz war ub., udb.
Lakaat a reas dastum er prizon ar re a oa chomet bev. Dastum ub. er vac'h. Kae da zastum ar c'hi.
HS. prennañ (war), serriñ, toullbac'hañ.
3. Trl. skeud.
Dastum ub. da gousket : ober war e dro en doare d'e lakaat da gousket.
Kas ar plac'h vihan ganit ha dastum anezhi da gousket.
IV.
V. em.
EN EM ZASTUM.
Dre skeud.
A.
1. (db. ar gwiadoù, an dilhad)
Strishaat, bihanaat.
En em zastum a ray da stammenn m'he gwalc'hez e-barzh dour re domm.
2. (db. an dud, al loened)
En em damolodiñ a-benn kemer e dizh, evit en em wareziñ.
En em zastum a reas, darev da lammat.
3. (db. an dud)
Sevel en-dro war-lerc'h kouezhañ.
Ne voent ket pell evit en em zastum ha redek kuit.
4. (db. ar galon, ar c'higennoù)
Strishaat ha kaletaat.
En em zastum a ra ar galon war-dro seikont pemp gwezh dre vunutenn.
B. (db. an dud)
1. En em soñjal don, diskenn ennañ e-unan.
En em zastum (ennañ e-unan) sioul ha didrouz.
2. Tolpañ e soñjoù.
C. (db. an dud, al loened)
En em dolpañ, en em vodañ.
En em zastum a ra ar gwennili a-raok mont kuit.
[1878] Abalamour da se ec’h en em zastumjont buan, hag ec’h en em lakejont en hent da vont war-zu Lesneven.
Neuse ez lavaras ar roue [: «] Hervez a welan ez fell dit dre finesañ hon destum ez lasoù : gwelet [a ran] ez fell dit reiñ deomp evit egzampl ar filozofed. »
neuse ez lauaras en roe heruez a guelaff ez fell dit dre finesaff hon destum ez lacou : guelet ez fell dit reyff deomp euit exempl an philosophet.
Daveenn :
GReg
pg attrouper (assembler en un même lieu)
destum a rummoù
destum a rumou
1732
Daveenn :
GReg
pg attrouper
destumet a rummoù
destumet a rumou
1732
Daveenn :
GReg
pg attrouper
dastum a vandennoù
dastum a vandenneü
1732
Daveenn :
GReg
pg attrouper
dastumet a vandennoù
dastumet a vandenneü
1732
Daveenn :
GReg
pg attrouper
em destum en ur vandenn
em destum èn ur vandeñ
1732
Daveenn :
GReg
pg attrouper (s'attrouper)
em destum en ur bagad
em destum èn ur bagad
1732
Daveenn :
GReg
pg attrouper (s'attrouper)
em destum en ur rumm
em destum èn ur rum
1732
Daveenn :
GReg
pg attrouper
em destum a rummoù
em destum a rumou
1732
Daveenn :
GReg
pg attrouper
dastum a vandennoù
dastum a vandennou
1732
Daveenn :
GReg
pg attrouper
em destumet a vandennoù
em destumet a vandennou
1732
Daveenn :
GReg
pg attrouper
em dastum a vandennoù
him dastum a vandenneü
1732
Daveenn :
GReg
pg attrouper
en em zestumiñ en ur blok
èn em zestumi èn ur blocq
1732
Daveenn :
GReg
pg blotir (se tapir, se ramasser en petit volume)
en em zestumet
èn em zestumet
1732
Daveenn :
GReg
pg blotir (se tapir, se ramasser en petit volume)
a c'haller da zastum, da gomeret
a alleur da zéstum, da goumeret
1732
Daveenn :
GReg
pg communicatif, tive (qui se peut aisément communiquer, prendre)
autor pehini en deus dastumet kalz a skridoù abil, evit o rentañ publik, aznat ha talvoudek d'ar bed-holl
autor pehiny èn deus déstumet cals a scrigeou abil, evit o renta publicq, haznad ha talvoudecq da'r bed oll
1732
Daveenn :
GReg
pg compilateur (Auteur qui a fait des Recueils)
autored pere o deus destumet
autored pere o deus déstumet
1732
Daveenn :
GReg
pg compilateur
destumiñ
déstumi
1732
Daveenn :
GReg
pg compiler (faire un Recüeil de plusieurs Auteurs ou de plusieurs ouvrages ensemble), conclure (tirer une conséquence)
dastumiñ en ul levr kalz traoù abil, ha mat da c'houzout, evit profit an holl
dastumi èn ul levr cals traou abil, ha mad da ouzout, evit profid an oll
1732
Daveenn :
GReg
pg compiler
dastumiñ
dastumeiñ
1732
Daveenn :
GReg
pg compiler
Grasian manac'h eus a urzh Sant Benead en deveus destumet asambles ar gwir eus an Iliz, Tribonian gwiraour en deus destumet ar gwir Roman, hag ar C'hardinal Baronius an Istor eus an Iliz
Gracian manac'h eus a urz Sant Benead èn deveus déstumet açzamblès ar güir eus an Ilis, Tribonyan güiraour èn deus déstumet ar güir Roman, hac ar C'hardinal Baronius an Histor vès an Ilis
1732
Daveenn :
GReg
pg (Gratian a) compilé (le Droit Canon, Tribonien le Droit Romain, Baronius l'Historie Ecclesiastique)
destumet
déstumet
1732
Daveenn :
GReg
pg conclure
destum ur c'hleñved
déstum ur c'hlêved
1732
Daveenn :
GReg
pg contracter (une maladie)
dastum dleoù
dastum dlëou
1732
Daveenn :
GReg
pg (contracter des) dettes
destumiñ pinvidigezhoù
destumi pinvidiguezou
1732
Daveenn :
GReg
pg fortune (Faire fortune.)
destumet pinvidigezhoù
destumet pinvidiguezou
1732
Daveenn :
GReg
pg fortune (Faire fortune, pp.)
destumiñ boed evit ar roñseed pe evit ar chatal
destumi boëd evit ar Ronceed, pe evit ar chatal
1732
Daveenn :
GReg
pg fourrager (amasser au fourrage pour les animaux domestiques, pour les chevaux de l'armée.)
Riv am eus destumet.
Riou am eus destumet.
1732
Daveenn :
GReg
pg froid (J'ai ramassé du froid.)
Dastumet em eus anoued.
Dastumet èm eus annoëd.
1732
Daveenn :
GReg
pg froid (J'ai ramassé du froid.)
destumiñ mannoù
destumi manou
1732
Daveenn :
GReg
pg fumier (Amasser du fumier.)
destumiñ teil
destumi téyl
1732
Daveenn :
GReg
pg fumier (Amasser du fumier.)
destumet teil
destumet téyl
1732
Daveenn :
GReg
pg fumier (Amasser du fumier, pp.)
destumiñ un droug, ur c'hleñved
destumi un droucq, ur c'hleñved
1732
Daveenn :
GReg
pg gagner (Gagner un mal, une maladie.)
destumet un droug, ur c'hleñved
destumet un droucq, ur c'hleñved
1732
Daveenn :
GReg
pg gagner (Gagner un mal, une maladie, pp.)
Kaset en deus e vugale da zastumiñ brechin.
Kased en deûz hé vugalé da zastumi bréchin.
1850
Daveenn :
GON.II
pg bréchen (Il a envoyé ses enfants ramasser des brins de bois).
Choukiñ a reas 'ta e kichen ar vederien ; kemerout a reas yod eviti ; dibriñ a reas a-walc'h, hag e tastumas ar chomadur.
Chouki a réaz 'ta é kichen ar védeûrien ; kéméroud a réaz iôd évit hî ; dibri a réaz awalc'h, hag é tastumaz ar choumadur.
1850
Daveenn :
GON.II
p.102, Buez Ruth.
Mar gourc'hemennit din, ez in d'ar park, hag e tastumin an tañvouezennoù a chomo war lerc'h ar vederien, e kement lec'h ma kavin digemer mat digant ar penntiegezh.
Mar gourchémennid d'in, éz inn d'ar park, hag é tastuminn ann tamouézennou a joumô war lerc'h ar védeûrien, é kémeñt léac'h ma kavinn digémer mâd digañt ar penn-tiégez.
1850
Daveenn :
GON.II
p.100, Buez Ruth.
Mont da zastumiñ krin.
Moñd da zastumi krîn.
1850
Daveenn :
GON.II
pg krîn (Aller ramasser du bois sec, du bois mort sur pied).
n'eo ket c'hoazh dastumet an ed er grignol [sic]
né két c'hoaz dastumed ann éd er griñol
1850
Daveenn :
GON.II
pg griñol
Ar pezh a zastumer gant ar rastell, a zismañter gant ar forc'h.
Ar péz a zastumeur gañd ar rastel, a zismañteur gañd ar forc'h.
1850
Daveenn :
GON.II
pg forc'h (Ce qui vient au son du tambour, s'en va au son de la flûte).
En em zastumiñ ennañ e-unan sioul ha didrouz.
En em zastumi enn-hañ hé-unan sioul ha didrouz.
1850
Daveenn :
GON.II
pg dastumi (Se recueillir, rappeler ses esprits, ses idées, son attention. HV.)
Daveenn :
GON.II
pg bruzun (Ramassez les miettes de pain de dessus la table).
Ar vaot zo dastumet e sac'h ar chaseer.
1867
Daveenn :
MGK
p48
« Ar re-mañ a labour bemdez gant o divrec'h, / Gleb-dour-teil e c'hwezont[,] krommet dindan o bec'h, / Ha dre ma tizhont kaout ur pennadig amzer / Da ziskuizhañ o c'horf, savet o fenn en aer, / E troont o spered en-dro da daol evezh / Oc'h kement a welont, da zastum gouiziegezh. »
» Ar re-man a labour bemdez gant ho divrec'h, / » Gleb dour-teil e c'houezont kroummet dindan ho bec'h, / » Ha dre ma tizont kaout eur pennadik amzer / » Da ziskuiza ho c'horf, savet ho fenn enn er, / » E troont ho spered enn dro da daol evez / » Oc'h kement a welont, da zastum gwisiegez.
1867
Daveenn :
MGK
p92
— « Va zad, lavarit din penaos e c'hell an dud / » Dastum, evel a reont, madoù ha kalz a vrud ? » / Eme un den yaouank d'e dad deut war an oad.
— « Va zad, lavarit d'in penaoz e c'hell ann dud / » Dastum, evel a reont, madou ha kalz a vrud ? » / Eme eunn den iaouank d'he dad deut war ann oad.
1867
Daveenn :
MGK
p144
Neketa aotrou sant Herve ? Me gav din ho pize c'hoarzhet en ur welout moullet e penn unan eus ar mojennoù-mañ ho lavar fur : Gwell eo deskiñ mabig bihan, eget dastum madoù dezhañ.
N'eo ket 'ta, Aotrou sant Hervé ? Me gav d'in ho pize c'hoarzet enn eur welout moulet e penn unan euz ar mojennou-man ho lavar fur : gwell deski mabik bihan, eget dastum madou d'ezhan.
1867
Daveenn :
MGK
Rakskrid XI
Evel a reont, pa n'hellit ket, / Ar gelenn a roan deoc'h, bremañ e berr gomzoù, / Eo en em zastum e toulloù 'r mogerioù.
Evel a reont [al laboused all], pa n'hellit ket, / Ar gelenn a roann d'hoc'h, brema e berr gomzou, / Eo en em zastum sioul e toullou 'r mogeriou.
1867
Daveenn :
MGK
p16
E-pad an emgann, pa welent unan bennak diskaret, ez aent war-zu ennañ d’hen destum, d’hen digas ganto a-gostez evit her prederiañ, evel ur breur, pe e vije anavezet ganto pe ne vije ket ; a-walc’h e oa dezhañ bezañ a-du ganeomp-ni.
Epad an emgann, pa velent unan-bennag diskaret, ez eant varzu ennhan d’hen destum, d’hen digas gantho a gostez evit her prederia, evel eur breur, pe e viche anavezet gantho pe ne viche ket ; avoualac’h oa d’ezhan beza a du ganeomp-ni.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.291-292
Sellet a reas en-dro dezhañ da c’houzout e pelec’h e oa strinket he drompilh ; mont a reas d’he destum, kregiñ a reas enni gant e zorn kleiz, hag en em lakaat a reas adarre da seniñ evel pa ne vije c’hoarvezet netra ebet gantañ.
Sellet a reaz enn dro d’ezhan da c’houzout e peleac’h oa strinket he drompill ; mont a reaz d’he destum, kregi a reaz ennhi gand he zourn kleiz, hag en em lakaat a reaz adarre da zeni evel pa ne viche c’hoarvezet netra ebed ganthan.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.299-300
Eno, en ur park, e oa ur paour-kaezh kozh o keuneuta a-hed ar c’hleuz. Dastumet en doa dija ur gazeliad bodoù lann, hag e lavare outañ e-unan : — Bremaik, en ur virviñ va banne soubenn ar brignen me a c’hello tommañ va izili morzet gant ar yenien hag ar gozhni.
Eno, enn eur park, oa eur paour keaz koz o keuneuta a-hed ar c’hleuz. Dastumet en doa dija eur gazeliad bodou lann, hag e lavare outhan he-unan : — Bremaik, en eur virvi va banne zoubenn ar brignenn, me a c’hello tomma va izili morzet gand ar ienien hag ar gosni.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.191
Ne gavas ket a wiskamantoù kaer, va c’hrediñ a c’hellit, rak ar re-se a yoa bet destumet kempenn hag a yoa kuzhet mat.
Ne gavaz ket a viskamanchou kaer, va c’hredi a c’hellit, rak ar re-ze a ioa bet destumet kempenn hag a ioa kuzet mad.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.231
Distro d’e gambr an Aotrou de la Marche a c’houlennas digant ar veleien hag an dud a renk uhel eus a Gastell a yoa holl en em zestumet en eskopti, petra en doa da ober.
Distro d’he gampr an Aoutrou de la Marche a c’houlennaz digant ar veleien hag an dud a renk huel [sic, "uhel"] euz a Gastel a ioa oll en em zestumet enn eskopti, petra en doa da ober.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.13
Hag e tiskouezas dezhañ an urzh en doa bet digant renerien Kastell da zestum beleien war e hent ha d’o c’has d’ar prizon da gastell Brest.
Hag e tiskouezaz d’ezhan an urz en doa bet digant renerrien Kastel da zestum beleien var he hent ha d’ho c’has d’ar prizoun da gastel Brest.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.257
Mes e Kergidu, n’oa ket ar memes tra. Eno, en hon touez-ni, n’oa soudard ebet, den-a-vrezel ebet ; eno n’oamp nemet tud eus ar vro, en em zestumet evit difenn hor feiz, hor Roue, hon tud hag hor bro, hag ar merc’hed-se en hon touez a yoa evel pa vijent er gêr.
Mez e Kergidu, n’oa ket ar memez tra. Eno, enn hon touez-ni, n’oa soudard ebed, den a vrezel ebed ; eno n’oamp nemet tud euz ar vro, en em zestumet evit difenn hor feiz, hor Roue, hon tud hag hor bro, hag ar merc’hed-se enn hon touez a ioa evel pa vichent er gear.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.291
Eñ ivez, ma karje bezañ bet un tammig bihan pizh, en doa bremañ destumet ur gwennegig bennak ; mes, siwazh ! korf a c’houneze hag e korf ez ae.
Hen ive, ma karche beza bet eun tammik bian piz, en doa breman destumet eur guennegig-bennag ; mez, siouaz ! korf a c’houneze hag e korf ez ea.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.64-65
N’oa ket a-walc’h c’hoazh kement-se : bemdez, goude merenn, e testume ar vugale a-dro-war-dro en he c’hambr, hag eno e teske dezho o fedennoù, e rae dezho katekiz hag ec’h alie anezho da bellaat dioc’h an dud fall a rede ar vro en ur brezeg a-enep ar veleien hag a-enep relijion Jezuz-Krist.
N’oa ket avoalac’h c’hoaz kement-se : bemdez, goude mern, e testume ar vugale a dro-var-dro enn he c’hampr, hag eno e teske d’ezho ho fedennou, e rea d’ezho katekiz hag ec’h alie anezho da bellaat dioc’h an dud fall a rede ar vro en eur brezek a enep ar veleien hag a enep relijion Jesus-Christ.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.178
En un taol e kouezh e zaoulagad war ur poull-dour graet, gant tud ar Wenneg, a Lopreden, evit dastum an dour-glav a zired eus an nec’h, hag a lakeont da zourañ ar foenneier o deus graet ouc’h an dorgenn.
Enn eun taol e kouez he zaoulagad var eur poull-dour great, gand tud ar Venek, a Lopreden, evit destum an dour glao a zired euz an neac’h, hag a lakeont da zoura ar foenneier ho deuz great ouc’h an dorgenn.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.162
O welet kement-se, an Aotrou de Kervalaneg hor galvas holl, hon destumas en-dro dezhañ, hag a lavaras deomp : — Gwelet a ran war ho penn un aer nec’het [...].
O velet kement-se, an Aoutrou de Kerbalanek hor galvaz-oll, hon destumaz enn dro d’ezhan, hag a lavaraz d’eomp : — Guelet a ran var ho penn eun ear nec’het [...].
1878
Daveenn :
EKG.II
p.3
Destum a ris va benviajoù tennañ-tan, hag ur pennadig gouloù-koar, gant aon n’am bije ezhomm da welet sklaer un tu bennak, e-pad an noz.
Destumm a riz va benviachou tenna-tan, hag eur pennadik goulou koar, gand aoun n’am biche izoum da velet sklear eun tu-bennag, epad an noz.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.21
Mevelien Paol Inizan a hastas afo dastum an tammoù eus ar groaz bruzunet evit o digas ganto da Lanzeon, hag eno emaint c’hoazh en deiz a hiriv.
Mevellien Paol Inisan a hastaz a-fo dastumm an tammou euz ar groaz bruzunet evit ho digas gant-ho da Lanzeon, hag eno emaint c’hoaz enn deiz a herrio.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.79
Abalamour da se ec’h en em zastumjont buan, hag ec’h en em lakejont en hent da vont war-zu Lesneven.
Abalamour da-ze ec’h en em zastummchont buan, hag ec’h en em lakechont enn hent da vont varzu Lesneven.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.81
Ar barrez a-bezh a yoa en em zestumet en-dro d’ar vinorez kaezh, evit lavaret a-unan ganti ur bedenn war bez he mamm ha kemeret perzh en he glac’har.
Ar barrez a-bez a ioa en em zestumet enn dro d’ar vinorez keaz, evit lavaret a-unan gant-hi eur beden var bez he mamm ha kemeret perz enn he glac’har.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.171
destum
déstum
1909
Daveenn :
BROU
p. 222
En devezh goude kimiad Derkeia hag he div c’hoar, e tastumas Kintus an holl vrezelourien eus bagad an Alc’houeder a oa eno en e zorn, hag ez eas ganto d’ar mor.
En devez goude kimiad Derkeia hag he diou c’hoar, e tastumas Kintus an holl vrezelourien eus bagad an Alc’houeder a oa eno en e zourn, hag ez eas ganto d’ar mor.
1923
Daveenn :
SKET
p.117
Gant grad-vat an doueed ha war ali an dud-veur aet da anaon, em eus dastumet ar bugenoù ha skrivet an danevelloù warno, er seizhvet bloavezh eus renadur ar roue Ainorix, mab Dovideros, e keoded sakr Andematunnon.
Gant grad-vat an doueed ha war ali an dud-veur aet da anaon, em eus dastumet ar bugenou ha skrivet an danevellou warno, er seizvet bloavez eus renadur ar roue Ainorix, mab Dovideros, e keoded sakr Andematunnon.
1923
Daveenn :
SKET
p.11
An doue a reont anezhañ Abelio pe Avelio (5) hag a ziskouezont o kantren dalc’hmat dre ar bed, a zigouezhas, un deiz, war glann ar mor ma tastumer ar goularz.
An doue a reont anezan Abelio pe Avelio (5) hag a ziskouezont o kantren dalc’hmat dre ar bed, a zigouezas, eun deiz, war glann ar mor ma tastumer ar goularz.
1923
Daveenn :
SKET
p.33
Kutuilhañ a eure bleunioù an nevez-amzer, dastum re an hañv, mediñ re an diskar-amzer [.]
Kutuilha a eure bleuniou an nevez-amzer, dastum re an hanv, medi re an diskar-amzer [.]
1923
Daveenn :
SKET
p.35
Dastum eta gant mall ha desk gant evezh kement a vez dezrevellet diwar hor penn gant an drouized, ar veleien, an danevellourien, an divinourien, an diouganerezed ; ha hel laka dre skrid en hevelep doare, mar deufe un deiz a-greiz-holl ur gwall reverzhi bennak da derriñ ha da zibennañ broadelezh ar Gelted, e c’hallfe ar vibien anezhi, pellskignet ha diren, kavout ez levrioù brud o gouenn, skouerioù o gourdadoù hag ar gelennadur[ezh] o deus bet digant an doueed.
Dastum eta gant mall ha desk gand evez kement a vez dezrevellet diwar hor penn gand an drouized, ar veleien, an danevellourien, an divinourien, an diouganerezed ; ha hel laka dre skrid en hevelep doare, mar deufe eun deiz a-greiz-holl eur gwall-reverzi bennak da derri ha da zibenna brôadelez ar Gelted, e c’hallfe ar vibien anezi, pell-skignet ha diren, kavout ez levriou brud o gouenn, skoueriou o gourdadou hag ar gelennadur[ez] o deus bet digand an doueed.
1923
Daveenn :
SKET
p.81 (+p.198, "Da reiz[h]a[ñ]" : p.81, [...] lin. 3 kent an dibenn, e lec’h « ar gelennadurez » lenn « ar c’helennadur »").
Setu aze istor ar vro-Wenn evel em eus gallet e verr-zastum diwar ar c’hanennoù kozh hag an danevelloù a zo bet miret gant henaourien ha gouizieien pobladoù ha meuriadoù Keltia.
Setu aze istor ar vro-Wenn evel em eus gallet e verr-zastum diwar ar c’hanennou koz hag an danevellou a zo bet miret gant henaourien ha gouizieien pobladou ha meuriadou Keltia.
1923
Daveenn :
SKET
p.87
War an tevenn-se eo en em zastument bemdez kent skleurenn ar gouloù-deiz da veuliñ tarzh kentañ an heol dre o c’han, bouderezh o c’hornioù hirgamm ha hesonerezh o zelennoù (2).
War an tevenn-ze eo en em zastument bemdez kent skleurenn ar goulou-deiz da veuli tarz kenta an heol dre o c’han, bouderez o c’horniou hir-gamm ha hesonerez o zelennou (2).
1923
Daveenn :
SKET
p.94
O gwelout a rejont o klask kregiñ-mor war ar c’herreg hag er poulladoù war-lerc’h al lanvezh, hag en em vevañ diouto ; o tastum tammoù keuneud diwar ar peñseoù taolet d’an aod gant ar gwagennoù hag enaouiñ un tan anezho war ur roc’h e-harz an tornaod, ha hi bepred he fenn a-us d’al lanv-mor.
O gwelout a rejont o klask kregin-mor war ar c’herreg hag er poulladou war-lerc’h al lanvez, hag en em veva diouto ; o tastum tammou keuneud diwar ar penseou taolet d’an aod gand ar gwagennou hag enaoui eun tan anezo war eur roc’h e-harz an tornaod, ha hi bepred he fenn a-us d’al lano-mor.
1923
Daveenn :
SKET
p.114
Kent mervel, e tastumas e vibien, e gerent all ha renerien ar vroad hag e lavaras dezho : « Setu deut evidon deiz ar c’himiad ! [...] » .
Kent mervel, e tastumas e vibien, e gerent all ha renerien ar vrôad hag e lavaras d’ezo : « Setu deut evidoun deiz ar c’himiad ! [...] » .
1923
Daveenn :
SKET
p.122
Ar re war varc’h, o kas war-raok a-benn-herr eeun dirazo, a dizhas, ne voe ket pell, al lec’h ma tastum ar stêr hec’h holl zourioù en un naoziad, ha hi peurzieub a enezennoù, diharz-kaer d’ar sellerien da welout an holl red-dour en e led eus an eil glann d’eben.
Ar re war varc’h, o kas war-raok a-benn-herr eeun dirazo, a dizas, ne voe ket pell, al lec’h ma tastum ar stêr hec’h holl zouriou en eun naoziad, ha hi peurzieub a enezennou, diharz-kaer d’ar sellerien da welout an holl red-dour en e led eus an eil glann d’eben.
1923
Daveenn :
SKET
p.135
Noz-deiz emañ ganto e spered, rak enno en deus dastumet holl deneridigezh e galon.
Noz-deiz eman ganto e spered, rak enno en deus dastumet holl deneridigez e galon.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.58
Pa veze al lusenn-noz o teraouiñ sevel e gwrimenn ar c’hoad hag er pradeier, p’en em zastume ar brini er gwez en ur goagal, neuze e kemere an doueez ar bugel en eil dorn, ar c’hroc’hen arzh en dorn all, hag e luske da zistreiñ d’ar gêr.
Pa veze al lusenn-noz o teraoui sevel e gwrimenn ar c’hoad hag er prajeier, p’en em zastume ar brini er gwez en eur goagal, neuze e kemere an doueez ar bugel en eil dourn, ar c’hroc’hen arz en dourn all, hag e luske da zistrei d’ar gêr.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.14
Eno en em zastume, en em unane an dibab eus an dud dilezet gant Doue.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niverenn 40, p.897 (Miz Ebrel 1924)
Mar n’houlez ket dastum terzhienn, n’i ket da sevel da logell er geunioù, e-lec’h m’emañ chag an dour ha ma teu da verniañ ha da vreinañ en o strad delioù ha barroù gwez ha korfoù-marv.
Mar n’oulez ket dastum terzien, n’i ket da sevel da logell er geuniou, e-lec’h m’eman chag an dour ha ma teu da vernia ha da vreina en o strad deliou ha barrou-gwez ha korfou-maro.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.28
Holl en em zastumont en draonienn-hont er C’hornog evit herzel eno an heol bep noz.
Holl en em zastumont en draonienn-hont er C’hornog evit herzel eno an heol bep noz.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.51
C’hwennat a reas an trevad, mediñ, dornañ ha dastum an ed hep bezañ skoazellet gant den (3).
C’houennat a reas an trevad, medi, dourna ha dastum an ed hep beza skoazellet gant den (3).
1924
Daveenn :
SKET.II
p.23
Ha Bilzig, paotr abred, lemm ha prim, a sune, a zene ar c’haozoù, al lavarioù, ar sonioù, ha dindan e eñvor digor-frank e tastume anezhe.
Ha Bilzig, pôtr abret, lemm ha prim, a zune, a zene ar c’hôjou, al lavariou, ar zoniou, ha dindan e evor digor-frank e tastume anê.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niv. 42, p.974 (Even 1924)
Difennet-mat a oa peñseal , dastum holen, ha kerc’hat dour-mor da fichañ boued d’an dud pe d’al loened.
Difennet mat a oa punseal, dastum holen, ha kerc’hat dour mor da ficha boued d’an dud pe d’al loened.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niv. 42, p.975 (Even 1924)
dastum
1931
Daveenn :
VALL
pg accumuler, amasser, attraper
dastum bern-war-vern
1931
Daveenn :
VALL
pg accumuler
en em zastum
1931
Daveenn :
VALL
pg (s')assembler, (s')attrouper
Goude bezañ burutellet ar goulakadurioù a-zivout orin ar c'haniennoù-mor e c'hellomp dastum amañ stad ar gudenn.
1943
Daveenn :
TNKN
p79
Ar vugale en em zastume hervez o anaoudegezhioù, re ar memes parroz, ar memes taread, en em domme an eil ouzh egile.
Ar vugale en em zastume hervez o anaoudegeziou, re ar memes parroz, ar memes taread, en em domme an eil ouz egile.
1944
Daveenn :
EURW.1
p34
Koulskoude, kozhañ 'reas, chom a reas dizimez ; ne oa na merc'hetaer na friant, ur paotr dezhañ e-unan, ne gare nemet lenn, labourat, studi, ur paotr pizh, o tastum gwenneg ha gwenneg peadra da brenañ ur garg noter, pa vije achu e c'hwec'h vloaz komis.
Koulskoude, koza 'reas, chom a reas dizimez ; ne oa na merc'hetaer na friant, eur paotr d'ezañ e-unan, ne gare nemet lenn, labourat, studi, eur paotr piz, o tastum gwenneg ha gwenneg peadra da brena eur garg noter, pa vije achu e c'houec'h vloaz komis.
1944
Daveenn :
EURW.1
p11
« Ma mab », a lavaras din ma zad, « bez soñj maen a ruilh ne zastum ket a van. »
« Ma mab », a lavaras d’in ma zad, « bez soñj maen a ruilh ne zastum ket a van. »
1944
Daveenn :
EURW.1
p.208
Lod en em zastume e kambr unan bennak, hag e-kreiz moged ar butun, e tennent planioù war an Dazont.
Lod en em zastume e kambr unan bennak, hag e-kreiz moged ar butun, e tennent planiou war an Dazont.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.208
Treuziñ a rejomp kêr en ur sellout war hon lerc'h ur wech an amzer gant aon e vijed deuet war hor seulioù d'hon dastum, ha setu ni war an hent mat.
Treuzi a rejomp kêr en eur sellout war hon lerc'h eur wech an amzer gant aon e vijed deut war hor seuliou d'hon dastum, ha setu ni war an hent mat.
1944
Daveenn :
EURW.1
p36
Arme Vreizh a voe dastumet da viz Here 1870 e Kamp Conlie, en tu-mañ d'ar Mans, lec'h e chomas tri miz da vizeriñ, hep boued na dilhad nag armoù.
Arme Vreiz a voe dastumet da viz Here 1870 e Kamp Conlie, an tu-mañ d'ar Mans, lec'h e chomas tri miz da vizeri, hep boued na dilhad nag armou.
1944
Daveenn :
EURW.1
p11-12
Talvoudegezh espar e kave d'he fistilh lirzhin. Kement-se a oa diskenn diwar al leinoù, war e veno, da vevañ ganto, e-pad ur reuziad, e korn o oaled, buhez uvel, divennad, tud ar Bed... ha dastum ur prizius a skiant-prenet.
1949
Daveenn :
SIZH
p.57
N’en deus an Enebour nemet stouiñ da zastum e breizhoù eus an druilh. Ar Bed a zo anezhañ un divent a bondalez d’an Ifern.
1949
Daveenn :
SIZH
p.40
Perak, kentoc'h, n'eo ket bet dastumet ? / Ha d'en diskuilh 'ta, ne oas ket stummet ?
Perak, kentoc'h, n'eo ket bet dastumet ? / Ha d'hen diskuilh 'ta, ne oas ket stummet ?
1960
Daveenn :
PETO
p36
Ha peadra a oa da zastum gouiziegezh nevez evit ar paotr yaouank a oa ac'hanon.
1985
Daveenn :
DGBD
p33
Da ziwezhañ ez eus fellet din komz diwar-benn an dra-se pa'z eo gwir ez eo alies ar goulenn kentañ a vez savet ouzhin, evel pa vije dastumet holl an oberenn veur-se en un draig aet "a-dreuz" e-kerzh ar savidigezh.
2013
Daveenn :
LLMM
Niv. 399, p. 23
Ne'm eus ket komzet gant ar vezeion c'hoazh met diwar ar pezh a zo bet lavaret din gant ar rener e tastuman ne oa mezeg na klañvdiourez ebet ha n'en doa erez outañ.
2015
Daveenn :
EHPEA
p53
Da gKoula e lavaran lezel kement labour all e-skourr ha dastum war ar rouedad an holl ditouroù a c'hello kavout diwar-benn Korasidis.
2015
Daveenn :
EHPEA
p61
Gant an titouroù bet dastumet war an dachenn e vo tu da sevel ur raktres gwirheñvel d'an obererezh.
2015
Daveenn :
DISENT
p73
Vaislikí a zlee din c'hwec'h miz feurm. Lavarit din gant piv e tastumin anezhe, pa oa dishêr.